Mafia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ur mafia (pe maffia) zo un aozadur torfedourien, gant renerien guzh, hag a glask pinvidikaat dre sachañ arc'hant digant an dud, dre gaer pe aliesoc'h dre heg, dre spontañ an dud pe dre ober droug dezho pe d'o c'herent. Klask a ra pep mafia en em silañ er gevredigezh hag en ensavadurioù. Alies e lavarer « mafiosi » eus an izili ( « mafioso » en unander) diwar skouer an italianeg.

Unan eus obererezhioù ar mafia eo lavarout « gwareziñ » stalioù (ostalerioù da skouer) ha rediañ an dud da baeañ un tailh evit bezañ gwarezet : ar re ne fell ket dezho paeañ a vez gourdrouzet, pe distrujet o madoù. Unan all eo klask ren war an ekonomiezh e-maez al lezenn : gwerzh an dramm, an armoù, kuzhat lastez dañjerus.

Ar mafia zo ivez un anv hollek roet da veur a aozadur bihan hag a glask, a-wechoù, brasaat diwar-goust ar re all.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus ar ger italianek mafiosi e-lec'h ma vefe kroget ar c'hentañ mafia, goude ma n'omp ket re sur eus pelec'h e vefe kroget nag eus pegoulz ez eo kroget.

Un nebeud martezeadennoù zo bet savet diwar-benn orin ar ger mafia.

Gallout a rafe an anv dont eus ar ger arabek Ma'fiya (معفية ) hag a dalv ne baeont ket a dailh. Met gallout a rafe dont eus ar sikilianeg ivez. Dont a rafe ar ger mafia eus maffi hag a zo un tamm eus sternaj ar marc'h. Eus maffi e teufe an anv-gwan maffiusu a dalvez un den gwisket mat.

Implijet vez ar ger mafia en ur mare pemdeziek nemet adalek 1863 gant ar pezh I mafiusi di la vicaria gant Giuseppe Rizzotto hag Gaetano Mosca. Goude ar pezh-se e vo implijet ar ger-se en un doare boutin abalamour d'ar berzh graet gant ar pezh. Er bloavezhioù 1860 e krog da vezañ implijet ar ger mafia gant an dud a renk uhel, da envel ur strollad tud gant doareoù fall.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer e oa kroget ar mafia en Italia ar Su (Mezzogiorno) war-dro an XIXvet kantved. Memes ma vefe posupl e vefe bet aozadurioù eus ar memes doare o vont en dro e broioù hag e mareoù all. Meur a vafia a zo e kreisteiz Italia, e-giz ar re-mañ:

An aozadurioù torfedourien gwelet e-giz mafia stricto sensu eo ar mafiaoù italian, ar Yakuza, ar mafia Italian-hag-Amerikan, ar mafija serb, ar mafiya rusian ha kalz reoù all eus an aozadurioù bihan d'ar reoù bras. Bez eus ivez an aozadurioù a ra war dro an dramm e-giz e su Bro-C'hall pe e Maroko. Met ar re-se ne vezont ket anvet mafia abalamour ma n'o deus ket tout ar pezh a ra ur mafia : an dud e-penn o vevañ pelloc'h eget ar re a ya da adwerzhañ an dramm, ar re n'o deus nemet un dra da labourat e-giz an dramm pe ar c'hoarioù arc'hant ne veront ket kalz a draoù.

An orin gwir eus ar mafia a zo ar stourm a-enep an dud a teue da vevañ en o bro. Abalamour ma teue tud eus an estren vro hag a lake o galloud en o vro e-giz e Sikilia e-lerc'h ma z eo bet gouarnet ar vro gant meur a zud e-giz an arabek en XIvet kantved pe gant an Normaned da c'houde. A-enep d'an dra-se ez eo bet krouet ar mafia evit stourm a-enep an dud eus an estren vro a gemere ar galloud hag a lake anezho en ur stad fall en ur gemer tout ar pezh a c'hellfe bezañ gwerzhet met gant ar mafia e veze sikouret an dud paour en ur laerezh traoù d'an estrañjourien, met da c'houde ez eo en em treuzfurmet an aozadur bihan-se en un aozadur a lâre e garez tud zo en eskemm d'un tamm arc'hant, ha disoñjet eo bet ar pal kentañ a oa sikour ar re baour.

Istor ar Cosa Nostra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un tamm geriaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dorn ar Mafia

An omerta : a zo al lezenn a garez ar mafia, power gant al lezenn-se ne vez ket droad komz eus ar pezh a reont mod all e vezont lazhet. Rediet int da lavar ur frazenn (ne welont ket, ne glevont ket, ne gomzont ket) gant al lezenn-se e vez miret ar mafia, an den bet treitouret a rank lazhañ an den en deus diskuilhet anezhañ.
Ar pentito : un den keuziek, da lâret eo un den a zo aet kuit eus ar mafia hag a zo a-du da terriñ an emglev o deus graet pa int deuet er mafia (an omerta) hag a ro keloù d'an archerien eus piv zo er mafia petra reont hag en eskemm an archerien a zo sañset gwarezi anezho.
Ar cosca : a zo un aozadur eus ar mafia hag a gont muioc'h ur bern a aozadurioù eus ar mafia met bihanoc'h.
Ar pizzo : a zo anv ar racket e Sikilia. Servij a ra d'ar mafia evit sevel an tailhoù o deus ar genwerzherien da baeañ evit bezañ « gwarezet » gant ar mafia.
Ar gabbelluto: a zo un den eus ar mafia hag a bak ar pizzo (eus an italianeg gabella (tailh) hag a teu eus ar brezhoneg kozh kabalenn (kemer perzh).

Ar penn-kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad pell amzer ez eo bet komzet eus orin ar mafia daosk hag e oa kroget er grenn-amzer pe goude. C'hoazh bremañ ne ouzer ket mat pegoulz e vefe kroget, ar pentito Tommaso Buscetta marv bremañ a grede e oa ganet ar mafia er grenn-amzer met an dud a-vremañ hag a ra war dro an dra-se a gred e vefe kroget pelloc'h er XVvet kantved da skouer, 'blamm ma vez kredet e oa o fall kentañ gwareziñ ar bobl, hag en amzer-se e oa ar spagnoleg o tont war enezenn Sisilia, met n'ez eus ket tu gouzout gant resister pegoulz ez eo kroget, blamm ma ne vez ket a-walc'h a brouennoù. Tu zo krediñ e vefe « Robin Hood » unan eus an istorioù kentañ a gomzfe eus ar mafia evit bezañ gwelet mat gant ar bobl.
Goude an dispac'hioù etre 1848 hag 1860 enezenn Sisilia a oa deuet da vezañ ul lerc'h anarkiezh. Gant an dra-se e krog aozadurioù bihan da laerañ ha d'ober war dro marc'had an armoù hag all, an dra-se a vo ar c'hentañ mafia.
Met goude e vo krouet ur gouarnamant all e Roma hag ar gouarnamant-se na asanto ket tout ar pezh a veze graet gant ar mafia. Neuze en XIXvet kantved e kemmont o doareoù d'ober ha posupl e vefe eo ar mafia a anavezomp bremañ ar memes hini hag an hini eus an XIXvet kantved.

Adalek ar bloavezhioù 90[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek un nebeud bloavezhioù e krog Italia da reiñ taolioù bihan d'ar mafia. Adalek an taolioù bihan-se e vez lakaet e pleustr gant al lez-varn an « oberiadenn daouarn prop ». Ggant an oberiadenn-se e vo paket un toullad mat a dud a oa plaset uhel er mafia hag ivez tud politikel a gemere un tamm eus an tailhoù da skouer pa ez aent da reiñ anezhe d'an dud karget ouzh an aferioù-se. Mont a rae gwelloc'h gwellañ stad ar Stad.
Met ar mafia a ya da ziskleriañ ar brezel da Italia. En ur lazhañ da skouer 4 den hag o doa krouet an oberiadenn daouarn prop (Carlo Alberto Dalla Chiesa, Rosario Angelo Livatino, Giovanni Falcone ha Paolo Borsellino en ur implij evit pep hini un tonenn a TNT). Gant ar muntr-se e vo paouezet an emgann a enepto. Adkregiñ a raio met ne vo ket ken efedus hag an hini a-raok.
E 2004 e straedoù Naplez e vo graet manifestadegoù a-enep ar mafia. Er memes bloavezh an enebiezh etre ar mafia a raio 139 den marv, er c'harterioù paour dreist holl. Ne vo ket ken kreñv hag an emgannoù bet er bloavezh 1981 e lerc'h ma oa bet 273 den marv. Abalamour d'an tud marv e vo krouet ur bern a lec'hiennoù a-enep ar mafia.

Mont en dro ar Cosa Nostra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lidoù sikilianeg ar Cosa Nostra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh tost pep familh eus ar mafia e vez ul lid pa tremen un den hag a oa « kevredad » hag a zo o vont da vezañ « soudard ». E-pad al lid-se e vez troc'het biz an den a zo o vont da vezañ "soudard" ar gwag a gouezh war ur skeudenn santel, lakaet e vez an tan d'ar skeudenn-se e-barzh dorn an den e-pad m'emañ ar skeudenn o teviñ, an den a zo o touiñ ne ziskuilho ket e gamaladed, hag aze ez eo echu al lid, an den a zo un den eus ar familh bras eus ar mafia.
Ar Sikilianed o deus ivez ul lezenn anvet "omerta" hag a vir anezho da lâr petra a reont mod-all e vezont lazhet ar merc'hed e-giz ar baotred pe ar vugale.

Tud a zo bet anvet er mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Calogero Vizzini(1877-1954), a oa ur paeron eus ur familh mafian, anvet e oa dindan anv Don Carlo, just goude ar c'hentañ brezel bed e vefe unan eus ar re gentañ o vezañ ur capo di tutti i capi.
  • Stefano magaddino (1891-1974), un den kozh eus ar Cosa Nostra hag a oa anvet e kêr "buffalo" hag e "detroit"
  • Guiseppe Genco Russo (1893-1976), mestr ur familh anvet Mussomeli, pennherer Calogero Vizzini.
  • Michele Navarra (1905-1958), mestr ar familh Corleone deus 1930 betek 1958.
  • Salvatore Greco (1923-1978), mestr ar familh Ciaculli, en oa kentañ sekretour eus ar c'hentañ kofridi eus ar mafia sikilian e 1958.
  • Tommaso Buscetta (1928-2000), ar c'hentañ den hag a komzo eus ar mafia (ur "pentito") e 1984.
  • Stefano Bontade (1939-1981), mestr eus ar familh Santa Maria di Gesù.
  • Bernardo Provenzano (ganet e 1933), gwelet e-giz unan eus a re greñvañ eus ar mestroù sikilian. Klasket e oa gant an archerien e 1963 a paket eo bet e 2006.

Terminidigezh ar rannoù er mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Don : paeron ur familh eus ar mafia, un ezel a gevred gant ar familh, italian pe sikilian ar peurliesañ.
  • Capo di Tutti i Capi : ("ar mestr eus ar mestroù") da lâret eo Matteo Messina Denaro evit ar mafia sikilian, Renato Gagliana evit ar Sacra Corona Unita hag Francesco di Boille evit ar Cosa Nostra.
  • Capo di Capi Re : (un titl roet d'un den a enor eus ar mafia hag a zo war e leve, troet vez e-giz "mestr roue ar mestroù") da lâret eo Vicenzo di Boille evit ar Cosa Nostra.
  • Capo Crimine : a zo un den hag a ver tud hag a zo enrollet evit mont da welet an dud o deus kudennoù ganto.
  • Capo Bastone : a zo un den dindan live ar Capo Crimine hag a ren un nebeud a dud pa vez ezhomm mont da gwelet tud a ne baeont ket buan a-walc'h evit rediañ anezho da baeañ buanoc'h (gwelet e-giz un "Underboss").
  • Consigliere : un den hag a sikour ar capo di tutti i capi, un alvokad eo an aliesañ.
  • Caporegime : un mestr hag a gourdon un dek bennak a soudarded.
  • Sgarrista : pe Soldato "soudard" un den hag a servij e-giz ur soudard.
  • Piccioto : "den bihan" ul live izel hag a servij evit al labour groñs.

Mont en dro ar mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont en dro ar mafia a zo gant un doare gounit arc'hant oc'h ober traoù difennet. Gounit a reont arc'hant da skouer gant:

  • an trafikerezh armoù
  • ar gwerzh dramm
  • an trafikerezh bugale
  • ar gwennaat arc'hant
  • ar c'hoarioù arc'hant (kasino da skouer)
  • ar raket
  • an trafikerezh organoù

Ar mafia a zo graet e stumm ur biramidenn e-giz stumm un aozadur modern. Gant un den e-penn ha dindanañ ar re a labour evitañ.

Mafia family structure tree.en.svg

Emgann a-enep ar mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An emgann a-enep ar mafia a zo diaes kenañ, peogwir e vez kavet kalz a wech aozadurioù hag a c'hell cheñch lec'h buan-tre, ha gwennaat o arc'hant ken buan. Evit an dra-se ez eo bet krouet savadurioù e-giz Interpol evit adkavout tud eus ar mafia pa traoù all e-giz bugale kollet. Gant an aozadur-se e vez adkavet kalz a dud hag a zo bremañ en toull-bac'h. Ma ne vije ket aozadurioù e-giz-se ne c'hellfe ket bezañ paket an dud klasket gant ar polis pe nemet dre un taol-chañs.
E Alamagn e vez un aozadur hag a klask ober war dro ar mafia ha tud all, anvet eo ar "Bundeskriminalamt". E Italia ez eo an "DIA" hag e Amerika "FBI" pe "DEA". Hag "Interpol" evit ar bed a-bezh pe tost.

Ar mafia en ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mafia pa za en ekonomiezh n'eo ket nemet en un doare direizh. Gounit a ra arc'hant en oc'h ober traoù aotreet, met a guzh tost bepred un aozadur diaotre.
Ar mafia a c'houlenn arc'hant en eskemm d'ur surentez e-keñver ar mafia all pe an dud o defe c'hoant ober traoù a-enep e stal, met ma n'int ket a-du bezañ gwarezet e vez torret o stal, lakaet an tan en o stal, pe kemeret ar vugale evit e vefent a-du a-benn ar fin a ma n'int ket, lazhet e vezont, hag un den a-du da vezañ gwarezet a kemer o flas.
An arc'hant dastumet a zo diaes kennañ da adtapout gant an archerien, abalamour ma cheñch dorn buan-tre. An doareoù nevez a c'hell sikour anezho e-giz internet, ar piratiñ a zo deuet un doare boazh evit gounit arc'hant hep fiñval.

Mafia all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger mafia a vezo implijet dreist-holl evit an aozadur torfedourien italian, met e vez implijet ivez evit n'eus forzh peseurt aozadur torfedourien hag a zo frammet, e-giz :

  • Ar mafia albanat
  • Ar mafia bulgarat
  • Ar mafia sinaat
  • Ar mafia italian-hag-amerikan
  • Ar mafia japanat
  • Ar mafia polonat
  • Ar mafia rus
  • Ar mafia serb
  • Ar mafia turk

Tud anvet a oa a-enep ar mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eliot Ness
  • Giovanni Falcone
  • Paolo Borsellino
  • Peppino Impastato
  • Carlo Alberto Dalla Chiesa
  • Antonio Di Pietro
  • Bernard Bertossa
  • Carla Del Ponte
  • Eva Joly
  • Ferdinando Imposimato
  • Letizia Battaglia
  • Pierre Michel
  • Eliot Ness

Tud anvet eus ar mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Al Capone
  • Lucky Luciano
  • Vito Genovese
  • Tommaso Buscetta
  • Salvatore Riina
  • Bernardo Provenzano
  • John Gotti
  • Frank Costello

Filmoù,c'hoariou video[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er sinema ez eus bet graet kalz a filmoù war ar mafia. En o zouez :

  • Little Cesar, 1931, Mervyn LeRoy
  • L’Ennemi Public, 1931, William A. Wellman
  • Scarface, 1983, Brian De Palma
  • Pépé le Moko, 1937, Julien Duvivier
  • White Heat, 1949, Raoul Walsh
  • Touchez pa au grisbi, 1954, Jacques Becker
  • Le Cave se rebiffe, 1961, Gilles Grangier
  • Guerre des gangs a Okinawa, 1971, Kinji Fukasaku
  • The Godfather, 1972, Francis Ford Coppola
  • Mean Streets, 1973, Martin Scorsese
  • Combat sans code d'honneur, 1973, Kinji Fukasaku
  • Cent Jours a Palerme, 1984, Giuseppe Ferrara
  • The Untouchables, 1987, Brian De Palma
  • Goodfellas, 1990, Martin Scorsese
  • Les Infiltrés, 2006, Martin Scorsese
  • Bugsy, 1991, Barry Levinson
  • Year of the Dragon, 1985, Michael Cimino
  • The King of New York, 1990, Abel Ferrara
  • Violent Cop, 1989, Takeshi Kitano
  • Un nouveau Russe, 2001, Pavel Lounguine
  • Casino, 1995, Martin Scorsese
  • Mafia Blues, 1999, Harold Ramis
  • La siciliana ribelle, 2007, Marco Amenta

Er skinwel e vez ivez kavet filmoù diwar-benn ar mafia :

  • The Sopranos graet gant David Chase
  • Oz a zo ur rummad HBO a gomz eus un toull-bac’h e-lec’h ma'z eus tud eus ar mafia italian hag a ra traoù difennet
  • The Simpsons e-lec’h ma c'haller gwelout tud eus ar mafia a-wechoù
  • Gotti, un telefilm HBO hag a gomz eus ur mestr eus ar mafia marv hiriv an deiz
  • Un flic dans la mafia, graet gant Stephen J. Cannell

C’hoarioù video[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkavet e vez ar mafia e-barzh ar c’hoarioù video :

  • Mafia, krouet e 2002 evit Windows, PlayStation, Xbox 360 hag GameCube. Savet eo bet gant ur strollad tchek. Istor un den hag a za e-barzh ar mafia italian-hag-amerikan er bloavezh 1930 eo.
  • Grand Theft Auto, istor un den hag a labour evit kalz a aozadurioù disheñvel eus ar mafia.
  • Weedcity, ur c’hoari deuet er-maez e 2008, e lec’h m'ho peus da gwerzhañ dramm, mont er c'hazino hag all.
  • The Godfather, deuet er-maez e 2006, istor ar film « The Godfather » eo.
  • Yakuza a zo istor un den a labour evit ar yakuza e Tokyo.

Pennad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]