25 Meurzh
Neuz
(Adkaset eus 25 a viz Meurzh)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1306 : Robert the Bruce a zeu da vezañ roue Bro-Skos.
- 1655 : gant Christiaan Huygens eo dizoloet Titan, an hini vrasañ eus loarennoù Sadorn.
- 1821 : deroù ar brezel evit dizalc’hiezh Gres pa tiskleir Gresianed ez int dizalc’h diouzh an Impalaeriezh Otoman.
- 1918 : savet eo Republik Pobl Belarus.
- 1924 : e Gres ez embanner ar republik.
- 1957 : krouet eo Kumuniezh Armerzhel Europa gant Alamagn ar C’hornôg, Frañs, Italia, Belgia, an Izelvroioù ha Luksembourg.
- 2006 : e Bièvres eo aet da Anaon Serge Antoine, bet treset kartenn rannvroioù Bro-C'hall gantañ e 1958.
- 2012 : lid-envel Kounlec'h torridigezh ar sklaverezh e Naoned.
- 2016 : dalc'het ur sonadeg digoust e La Habana (kêr-benn Kuba) gant ar strollad rock saoz The Rolling Stones.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1767 : Joachim Murat, marichal da vare an Impalaeriezh C'hall Kentañ.
- 1846 : Michael Davitt (Mícheál Mac Dáibhéid), politikour iwerzhonat, saver al Land League.
- 1863 : William Robert Ogilvie-Grant, evnoniour skosat.
- 1881 : Béla Bartók, sonaozour eus Hungaria.
- 1885 : Firmin Tristan, maer Groe, kuzulier Kanton Groe ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed, e Groe[1].
- 1890 : Jean Guéhenno, kazetenner ha skrivagner gallek e Felger.
- 1921 : Simone Signoret, aktourez c'hall.
- 1942 : Aretha Franklin, kanerez ha sonerez stadunanat.
- 1962 : Daniel Contin, mestrc'hoarier echedoù italian-arc'hantinat, c'hoarier echedoù a-vicher.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1005 : Kenneth II a Skos (en emgann).
- 1734 : Toussaint François Rallier du Baty, maer Roazhon e-pad 39 bloaz.
- 1738 : Turlough O'Carolan, pe Toirdhealbhach Ó Cearbhalláin, sonaozour ha telennour iwerzhonat.
- 1801 : Novalis, barzh alaman.
- 1865 : Feliks Jarocki, amprevanoniour hag evnoniour polonat.
- 1914 : Frederic Mistral, barzh ha geriadurour gall okitanek, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1904.
- 1918 : Claude Debussy, sonaozer gall.
- 1929 : Robert Ridgway, evnoniour stadunanat, hag eñ barrek war ar rummataouriezh.
- 1980 : Roland Barthes, prederour ha skrivagner gall.
- 1981 : Edward Lasker, mestrc'hoarier echedoù stadunanat.
- 2020 : Donatien Laurent, etnologour breizhat.
- 2020 : Yann-Cheun Veillard, mirdiour breizhat.
- 2021 : Bertrand Tavernier, filmaozer gall.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gres : Devezh ar vro.
- Gouel ar C'heloù Mat, pe Gouel Maria Meurzh, er relijion gatolik.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993