1997 e Breizh
Neuz
Bloavezhioù : ../.. 1991 1992 1993 1994 1995 1996 - 1997 - 1998 1999 2000 2001 2002 2003 ../.. | |
Degadoù : 1970 1980 - Bloavezhioù 1990 - 2000 | 2010 | |
Kantvedoù : XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 1996 e Breizh - 1997 e Breizh - 1998 e Breizh
1997 e Breizh
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krouidigezh ar gevredigezh Bretagne Football Association.
- C'hwevrer : dilezet eo bon splujerezioù an Oriant gant ar Morlu gall.
- 12 Ebrel : manifestadeg e Pondi evit ar Garta europat evit ar yezhoù rannvroel pe bihanniver, gant ur 1500 den bennak o tibuniñ.
- Ebrel : hervez ur sontadeg graet gant TMO Ouest, war c'houlenn ar gazetenn Le Télégramme, e vefe 240 000 a dud o komz brezhoneg e Breizh-Izel ha 300 000 o kompren ar yezh-se. N'eo bet graet ar sontadeg-se nemet e Breizh-Izel.
- 15 Mae-18 Mae : Gouel Broadel ar Brezhoneg e Louergad.
- 25 Mae ha 1añ Mezheven : dilennadeg ar gannaded. E Breizh ez a 20 sez gant ar PS, 1 gant ar PCF, 10 gant an UDF ha 5 gant an RPR.
- Gwengolo : digoradur klasoù divyezhek katolik e Landreger, Henbont ha Redon.
- Gwengolo : echu eo gant ar gazetenn sizhuniek Nekepell.
- Here : embannadur Grammaire du breton contemporain, savet gant Frañsez Favereau.
- Kerzu : embannadur an dornlevr Ni a gomz brezhoneg gant TES.
- Benoît Purenne, c'hoarier echedoù
- Rémy Bourlès, treser
- André Even, livour
- Visant Fave, den a iliz
- Charles Foulon, skolveuriad
- Denise Guieysse, emsaverez
- Eugène Guillevic, barzh gallek
- Manu Kerjean, kaner
- Bernard Legrand, politiker
- Youenn Souffez-Despré, emsaver
- Pierre-Henri Teitgen, gwiraour ha politiker