Mont d’an endalc’had

Tir (Fenikia)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tir (kêr))
Ur pennad Tir zo ivez.
Tir

Graet e vez Tir (arabeg صور aṣ-Ṣūr, fenikianeg Ṣur, Latin Tyrus, akkadeg Ṣurru, hebraeg Tiberia צר Ṣōr, gresianeg Τύρος Týros) eus ur gêr fenikian kozh el Liban a-vremañ war aod ar mor Kreizdouar e-tro 40 km en hanternoz da Akko, ha 30 km e su Sidon. Sour eo anv a-vremañ ar gêr; talvezout a ra kement ha "karreg".

Div lodenn a ya d'ober Tir. An eil, anvet "Tir gozh", zo ur c'hreñvlec'h war an aod, un tamm war an uhel, hag eben, ar gêr nevez, savet war un enezennig roc'hellek, war-dro ur c'hilometr diouzh an aod ha stag outi dre ur chaoser. Ul lec'h galloudus-kenañ eo bet.

Kavet e vez anv eus Tir war monumantoù ken abred ha -1500; diouzh Herodotos e vije bet savet e-tro -2700. Dave a ra Philo eus Byblos (en Eusebius) da aotrouniezh kozh Sanchuniathon a verke e oa bet annezet kêr da gentañ gant un Hypsuranius bennak. Lavaret e vez e oa dediet labour Sanchuniathon da "Abibalus roue Berytus" -- marteze a-walc'h an Abibaal zo bet roue Tir.

Diazezet mat eo berzh Tir dija da vare beli Egipt e deroù oadvezh an arem. He mad a denn kêr eus diskar impalaeriezhioù bras an trowardroioù ha dont a ra da vezañ kêr-benn genwerzhel reter ar mor Kreizdouar.

En Henamzer e oa eus Tir kreizenn an eskemmoù kenwerzhel. En he sanailhoù divent e veze stoket an holl varc'hadourezh eskemmet etre bedoù ar reter hag ar c'hornôg. Marc'hadourien Tir eo bet ar re gentañ o krediñ merdediñ da vat war ar mor Kreizdouar. Trevadennoù zo bet krouet ganto war an aodoù ha war inizi nes ar Mor Egea e Gres war aod hanternoz Afrika ha, pelloc'h, e Sikilia ha Korsika, e Spagn e Tartessus ha, pelloc'h c'hoazh, en tu all da golonennoù Herkul (strizh-mor Jibraltar) e Gadeira pe Gades (Cádiz)" (Profed Izaia).

Brudet e oa Tir, peurgetket, evit bezañ lec'h produiñ ur seurt liv limestra dibaot-tre anavezet dindan an anv a limestra Tir. E meur a sevenadur e veze miret al liv-se en amzerioù kozh evit implij ar briñsed, ar rouaned pe, da nebeutañ, an nobañs. Ouzhpenn al limestra e veze produet gwer ha berzh a rae ar c'hoataerezh abalamour d'ar c'hoadeier sedrez prizius.

Dismantroù Tir an Henamzer

Da vare David (e-tro 1000 kt JK), e oa bet savet un emglev mignoniezh etre an Hebraed ha tud Tir zo chomet bleinet e-pad pell amzer gant rouaned genidik eus ar vro. En IXvet kantved kt JK, e vez skoulmet darempredoù gant Hiram I bet o ren etre -969 ha -935, anezhañ roue brasañ Tir, gant rouantelezh Israel. Hervez ar Bibl e vije bet kaset gantañ aour ha sedrez da Salomon evit savidigezh templ Jeruzalem (1 Rouaned 9:10-11). Paot eo menegoù Tir er Bibl, a-gevret gant Sidon, ar gêr amezek, dreist-holl e levr Izaia m'emañ diouganet diskar ar c'heodedoù fenikiat. Deskrivet eo Tir evel "ur gêr eûrus a gav he orin e diezioù gwechall", anezhi "dasparzherez ar c'hurunennoù m'eo he marc'hadourien priñsed, noblañsoù an douar" (23:7-8).

Alies eo bet taget Tir gant Egiptiz ha pobloù all. En IXvet kantved kt JK eo sujet Tir gant Asiria, anezhañ ur galloud kenwerzhel bras all. Lakaet e voe seziz war kêr meur a wech : e -700 e-pad pemp bloaz gant Shalmaneser III, harpet gant Fenikiz ar c'hevandir ha goude trizek vloaz-pad gant Naboukadnesar II (-586-573). Preizhet eo kêr gantañ e -573. Tir a rankas paeañ un truaj da Vabiloniz. Diwezhatoc'h e kouezhas kêr dindan beli ar galloud pers.

E 332 kt JK eo bet preizhet kêr gant Aleksandr Veur da-heul ur seziz a badas seizh miz ha ma voe savet ur chaoser eus ar c'hevandir betek an enez. Daoust da se e kendalc'has kêr da zerc'hel he fouez armerzhel betek an oadvezh kristen hag adkavout a raio un tamm mat eus he lufr, gras d'ar c'henwerzh c'hoazh e-pad marevezh ar Seleukided.

E -64 emañ Tir etre daouarn Roma. Dont a ra da vezañ ur gêr broviñsel peoc'hus.

Oadvezh kristen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv a ra an Testamant Nevez eus ur veaj bet graet di gant Jezuz Krist (Mk 7:24). Nebeut goude marv sant Steven ez eus bet savet un iliz kristen e Tir. Gouzout a reomp, dre Oberoù an Ebestel e vije chomet Paol Tars ur sizhun-pad eno da eskemm gant e genziskibled pa oa o tistreiñ eus Kiprenez da-geñver e drede beaj avieliñ Ak 21:3). Hervez Irenaeus Lyon en Adversus Haereses e oa genidik eus Tir kompagnunez Simon Magus. Testeniekaet eo bezañs un eskopti eno kerkent ha dibenn an Eil kantved. Dalc'het e vo ur Sened-Iliz e Tir e 355. Hervez sant Jerom, e vije marvet eno Origen, tad an Iliz, ha douaret e vije bet er penniliz.

E 636 eo sujet Tir gant an Arabed. Echu da vat eo gant he galloud kent. Dont a ra da vezañ ur gêriadenn traken. Diwezhatoc'h e tegouezho d'ar Seldjoukided (1089), a-raok bezañ preizhet e 1124 e-kerzh ar groaziadeg kentañ gant ar groazourien hag ar Venezianed. Dont a ra da vezañ unan eus kêrioù pennañ rouantelezh Jeruzalem. Lodek e oa eus domani ar roue, daoust ma oa ivez trevadennoù kenwerzh emren en anv keodedoù kenwerzhel Italia. Sez Arc'heskopti Tir eo bet kêr d'ar mare-hont; stag e oa da Penneskob latin Jeruzalem. Meur a wech eo c'hoarvezet da eskob Tir dont da vezañ Peneskob Jeruzalem. Heverkañ den e-touez arc'heskibien Jeruzalem eo bet an istorour Gwilherm Tir. Pa godianas Jeruzalem dirak Saladin e 1187, e voe treuzkaset sez ar rouantelezh eus Tir da Akko met kendalc'het e veze da gurunenniñ ar roue e Tir. En XIIIvet kantved e voe tennet Tir er-maez eus an domani roueel ha lakaet da c'hlad groazelek a-ziforc'h. E 1291, e kouezhas etre daouarn ar Vamelouked. Freuzet eo kêr. Nebeut a zismantroù zo chomet war-lerc'h

Daveennoù modern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh-Veur, en XIXvet kantved, eo bet alies kemeret Tir da skouer evit skeudenniñ breskter an uhelidi hag ar galloudoù kreñv, ken gant John Ruskin e linennoù kentañ Mein Venezia (Stones of Venice), ha gant Rudyard Kipling en e 'Recessional' (kan dibenn oferenn).



Tennet eo arroudoù ar Bibl eus troidigezh John Nelson Darby.