Reniom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
R E N I O M
0 0 0 0 0 0 0 0
WolframReniomOsmiom
Tc
Re
Bh
taolenn beriodek, reniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 75
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad, trovezh, bloc'h 7, 6, d
Tolz atomek 186,207 u
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d5 6s2

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 13, 2

Electron shell 075 Rhenium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 7 Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh 1,9 (skeul Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 755,819 kJ/mol

2 : 1 260 kJ/mol 3 : 2 510 kJ/mol

Skin atomek 216 pm
Skin kenamsav 141 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20 °C) 21,023 g/cm3
Teuzverk 3 185 °C
Bervverk 5 590 °C
Tredanharzusted 193 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Reniom
1 cm3 eo ec'honad an diñs

Un elfenn gimiek eo ar reniom ; Re eo e arouez kimiek, 75 e niver atomek ha 186,207 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.

Istor[kemmañ]

Div elfenn a vanke e strollad 7 taolenn beriodek an elfennoù, dindan 25Mn. Pa oa o klask stankañ an toull kentañ e kavas ar Japanad Masataka Ogawa un elfenn dianav en un tamm kailh o tont eus Selan (Sri Lanka bremañ), ha krediñ a reas dezhañ e oa an elfenn 43. E 1937 hepken e voe anavezet evel 43Tc, hag e 2004 e voe prouet ez eo ar reniom a oa bet dizoloet gant Masataka Ogawa.
E 1925 e voe kavet an elfenn 75 da vat gant Walter Noddack, Ida Tacke hag Otto Berg e Berlin, ha Rhenium eo an anv a voe roet dezhi en enor d'ar sêr Roen. E 1928 e teujont a-benn da dennañ 1 gramm reniom eus 660 000 gramm kailh molibdenit.[1]
Ar reniom eo an diwezhañ elfenn naturel, stabil ha nann-skinoberiek a zo bet dizoloet.[2]

Perzhioù[kemmañ]

Unan eus an elfennoù dibaotañ war an douar eo ar reniom. Ur metal liv an arc'hant eo, uhel-kenañ e deuzverk (3 185 °C) — an trede elfenn er c'heñver-se goude ar wolfram 74W (3 422 °C) hag ar c'harbon 6C (3 825 °C). An elfenn gentañ eo a-fed bevverk (5 590 °C), ar wolfram o virviñ da 5 555 °C hag ar c'harbon o sec'hdarzhañ, da lavaret eo o vont a galed da c'haz hep tremen dre ar stad dourek.
Kalet-kenañ eo ar reniom, er pevare renk goude ar platin 78Pt, an iridiom 77Ir hag an osmiom 76Os. Pa vez disgweret avat e teu da vezañ orjalennus-kenañ, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe.

Kimiek[kemmañ]

Damheñvel ouzh re ar wolfram ha re ar molibden eo perzhioù kimiek ar reniom.

Izotopoù[kemmañ]

Reniom-185 (185Re) eo an izotop stabilañ, padal n'eo nemet 37,4% eus ar reniom a gaver en natur. An izotop all, 187Re eo an 62,6% a chom ; distabil eo, hogen hir-tre eo e hanter-vuhez, a zo war-dro 1010 a vloavezhioù.

Kenderc'hadur[kemmañ]

Diwar kailhoù kouevr e tenner reniom ; etre 0,0001 ha 0,2% a reniom a gaver ivez e kailhoù molibden.[3]

Kementadoù a reniom bet kenderc'het e 2011 (brasjedet)[4]
Orin Kementad (t) Pourvezioù (t)
Chile 26 1 300
Stadoù-Unanet Amerika 6,3 390
Perou 5 45
Polonia 4,7 (stlenn ebet)
Kazakhstan 3 190
Broioù all 1,5 91
Kanada 1,2 32
Armenia 0,6 95
Rusia 0,5 310
Hollad 48,8 t > 2453 t

Arver[kemmañ]

  • War-dro 20% eus ar reniom a ya da fardañ dazgweredoù evit greanterezh an eoul-maen (kenderc'hañ dour-tan hep plom), 70% evit kreñvaat deistkenaozadoù fardet gant nikel, a vez arveret e kefluskerioù a rank labourat da wrezverkoù uhel (> 1 000 °C).[4]

War meur a zachenn ez implijer an 10% a chom :

kimiezh : kleuzeurioù (endalc'hoù arveret da dommañ danvezioù) ;
elektronik : ledreelloù ;
fizik : korzennoù ha palioù elektronek, skalfadlunerioù, gwrezdaouadoù, korzennoù ec'haezhel, sontoù-gwrezverk, jaojoù ionder ;
tredanerezh : kenstokoù, gwarelloù-tredan, gwiskadoù metalek ;

Notennoù[kemmañ]

  1. NODDACK J. & W., Die Herstellung von einem Gramm Rhenium, Zeitschrift für anorganische und allgemeine Chemie, Vol. 183, n°1, 26/10/1929, pp. 353-375 [1] (de) Liamm oberiant 04 KZU 12
  2. Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant04 KZU 12
  3. ROUSCHIAS George, Recent advances in the chemistry of rhenium, 1974, American Chemical Society Liamm oberiant 03 KZU 2012
  4. 4,0 4,1 USGS United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford