Odaliskenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Odaliskenn gant ur sklavourez gant Jean Auguste Dominique Ingres, 1842
Odaliskenn, gant Jules Joseph Lefebvre (1874)
Odaliskenn, gant Ferdinand Roybet.

An odaliskezed (odaliskenn en unander) a oa sklavezed gwerc'h en Impalaeriezh Otoman, a veve en harem ar sultan peurvuiañ, hag a servije e wragez, pe e serc'hed pe e vamm. Homañ a veze graet ar Valide sultan anezhi, a veze e penn an harem.

Gerdarzh[kemmañ]

Dont a ra ar ger eus ar poz gallek odalisque, deuet eus ar ger turkek odalık, a dalv kement ha plac'h a gambr, eus "oda", "kambr". E saozneg e vez skrivet hervez ar stumm gallek peurvuiañ, pe "odalisk", met skrivet eo bet ivez, hervez an distagadur turkek, odahlic hag odaliq.

Ster ledanaet[kemmañ]

Er-maez eus an impalaeriezh otoman e vez roet d'ar ger odaliskenn ar ster a serc'h uhelrenk; kement-se ne glot ket gant an istor nag ar c'hustum turk pa oa ret d'an odaliskezed chom gwerc'h.

En Europa ivez e vez implijet ar ger evel gast pe kourtizanez. Ober fae war an istor n'eo ken.

Statud[kemmañ]

Sklavezed gwerc'h e oa an odaliskezed. Peurliesañ e vezent profet d'ar sultan. A-wechoù ivez, e tiegezhioù Jorjia, e veze aliet ar merc'hed da vont da odaliskezed en un harem. Eno e c'halle o renk uhelaat, e c'hallent mont da serc'hed pe da briedoù. Met mitizhien e oant en harem ar sultan ha netra ken. Ne servijent ket ar sultan, met e wragez pe serc'hed, ha ne vezent ket gwelet gantañ. Tre e traoñ ar skeul e oant en harem, dindan lasoù mamm ar sultan. Met pa veze un odaliskenn koant dreist ar re all, pe ma veze donezonet kaer da ganañ pe da zañsal, e veze desket a-benn dont da vout serc'h. Ma veze dibabet an odaliskenn da servij ar sultan ez ae betek e wele, ha neuze e save war ur bazenn uheloc'h, hini ar serc'hed. En Impalaeriezh ottoman ne c'halle ar serc'hed gwelout ar sultan nemet ur wech, neuze e veze ret sachañ e evezh gant un donezon bennak, kan, pe dañs pe reizh. Ha ma c'halle ur serc'h reiñ ur mab d'ar sultan e teue da vezañ pried dezhañ kenkent.

Livadurioù[kemmañ]

Ur fantasm eo bet an odaliskezed en Europa an XIXvet kantved, e-touez ar wazed wenn, el lennegezh koulz hag el livouriezh, ha gantañ eo bet awenet al luskad arzel a vez graet reterouriezh anezhañ. Met krog e oa an doug d'ar reter adal an XVIIIvet kantved. Digarez e oa da lakaat erotegezh, a dammoù pe a sailhadoù, en taolennoù.

Kement-se zo testeniekaet en taolennoù meneget amañ.

Odaliskenn, gant François Boucher, 1740. Du he blev. Un daolenn all zo gantañ, damheñvel, gant ur veleganez: mestrez ar roue Loeiz XV e oa.
Mademoiselle O'Murphy, gant Boucher: anvet eo ivez An odaliskenn he blev melen.

Kizelladurioù[kemmañ]

Luc'hskeudennoù[kemmañ]

  • E 1858 e veze graet luc'hskeudennoù gant ar saoz Fenton en e di, gant mignoned, diwar-benn buhez faltaziet merc'hed ar broioù muzulmat, evel Odaliskenn koazezet.
  • An Odaliskenn, gant Horst P. Horst
Odaliskenn koazezet, gant Roger Fenton

Taolennoù[kemmañ]

Meur a boltred odaliskenn zo bet livet gant Francesco Hayez, pe Renoir, da-heul ar c'hiz gant kevrinoù haremoù ar Reter.

Taolennoù all da welout[kemmañ]

Darn anezho a weler amañ: [1]

Lennegezh[kemmañ]

  • Odalisque, barzhoneg gant Amable Tastu[1]
  • La dernière odalisque, romant gallek gant Fayçal Bey
  • Odalisque, ur romant saoznek gant Fiona McIntosh
  • Odalisque, trede lodenn ar romant Quicksilver (2003) gant Neal Stephenson, ennañ an teir levrenn-mañ: Quicksilver, King of the Vagabonds, hag Odalisque.

Lennadurezh[kemmañ]

  • The Imperial Harem gant Leslie Pierce
  • The Nature of the Early Ottoman State gant Heath W. Lowry

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ]

  1. E wikisource: Odalisque