Kourtizanez
Ur gourtizanez (eus ar ger gallek courtisane) a veze lavaret e brezhoneg eus ar merc'hed a renk uhel a werzhe o c'horf da dud pinvidik ha galloudus .
Taolenn |
[kemmañ] Gerdarzh
Hervez istor ar ger gallek e oa kaoz eus tud e lez ar roue a oa prest d'e servij. Tud a lez ne oa ken da gentañ. Met tamm ha tamm e voe prest lod merc'hed da servij ar roue betek en e wele.
En Italia an Azginivelezh e oa brudet lod merc'hed da vezañ kourtizanezed, da lavarout eo gisti a renk uhel. D'ar mare-se eo e veze kaoz eus Kourtizanez Veur Babilon, a yae dorn-ha-dorn gant an Antekrist. En un engravadur brudet eus 1498 gant Albrecht Dürer e weler anezhi evel ur gourtizanez eus Venezia, bet livet gantañ un nebeud bloavezhioù kent
Er XVIIvet ha XVIIIvet kantved e oa brudet kourtizanezed ar rouaned c'hall Loeiz XIV ha Loeiz XV, hag Antoinette Voisin dreist ar re all, ha re ar roue saoz Charlez II.
E dibenn an XIXvet kantved e oa brudet kourtizanezed evel Caroline Otero ha Liane de Pougy ha serc'hed ar roue saoz Edward VIII, evel Lillie Langtry pe Hortense Schneider.
[kemmañ] El lennegezh
Amañ nevez graet kemm ebet etre gast ha kourtizanez:
Na c’hwi, kourtizanez, gant ho lapous bihan,
C’hwi a zo ur c’hast fall en servij ar re-mañ
Sainte Tryphine et le Roi Arthur, Fañch an Uhel, 1863. p.110
[kemmañ] Kourtizanezed brudet
[kemmañ] Betek ar XVvet kantved
- Lais Korintos
- Lais of Hyccara (lazhet e 340 kent JK )
- Tais
- Aspasia ( 469 kent JK - 409 kent JK ), serc'h d'ar politikour Perikles
- Frine ( IVvet kantved kent JK )
- Mari Magdala, en Aviel, war-dro ar bloaz 30.
- Diaochan (ganet e 169, serc'h d'ar pennbrezel Dong Zhuo ha d'ar brezelour Lü Bu e-pad amzervezh an Teir Rouantelezh)
- Su Xiaoxiao ( Vvet kantved )
- Theodora (VIvet kantved) (war-dro 500–548), pried an Impalaer Justinian Iañ en Impalaeriezh Bizantion
- Agnès Sorel (1421–1450) - pried-kleiz ar roue Charles VII of France, kentañ serc'h roueel ofisiel er rouantelezh c'hall
- Jane Shore (1445–1527) - pried-kleiz ar roue Edward IV of England
[kemmañ] XVIvet kantved
- Margaret Drummond (serc'h) (1475–1502) - pried-kleiz ar roue James IV Bro-Skos
- Françoise de Foix (1495–1537) - kentañ pried-kleiz ofisiel ar roue gall Frañsez Iañ
- Diane de Poitiers (1499–1566) - pried-kleiz ofisiel ar roue gall Herri II
- Mary Boleyn (1499–1543) - pried-kleiz ar roue Herri VIII ha marteze serc'h d'ar roue gall Frañsez Iañ
- Hwang Jin-i (1550) - legendary gisaeng of the Joseon Dynasty
- Anne de Pisseleu d'Heilly (1508–1580) - diwezhañ pried-kleiz ofisiel ar roue gall Frañsez Iañ
- Tullia d'Aragona (c. 1510–1556) - kourtizanez ha barzhez italian
- Veronica Franco (1546–1591) - kourtizanez eus Venezia, bet serc'h d'ar roue gall Herri III
- Marie Touchet (1549–1638) - serc'h d'ar roue gall Charlez IX
[kemmañ] XVIIvet kantved
- Marion Delorme (circa 1613–1650) - lover of George Villiers, Duke of Buckingham, the Prince of Condé, and Cardinal Richelieu
- Ninon de l'Enclos (1615–1705) - lover of the Prince of Condé and Gaspard de Coligny
- Lucy Walter (1630–1658) - pried-kleiz ar roue Charlez II (Bro-Saoz), roue Bro-Saoz pa oa en harlu
- Barbara Palmer, 1añ Dugez Cleveland (1640–1709) - kentañ serc'h ofisiel e lez ar roue Charlez II (Bro-Saoz), Roue Bro-Saoz
- Françoise-Athénaïs, markizez Montespan (1641–1707) - pried-kleiz ar roue gall Loeiz XIV
- Louise de la Vallière (1644–1710) - pried-kleiz ar roue gall Loeiz XIV
- Nell Gwyn (1650–1687) - aktourez, serc'h d'ar roue Charlez II (Bro-Saoz), roue Bro-Saoz .
[kemmañ] XVIIIvet kantved
- Claudine Alexandrine Guérin de Tencin (1681–1749)
- Louise Julie, kontez Mailly (1710–1751)
- Marie-Anne de Mailly-Nesle, dugez Châteauroux (1717–1744)
- Kitty Fisher (marvet e 1767)
- Madame de Pompadour (1721–1764) - serc'h da Loeiz XV
- Marie-Louise O'Murphy (1737–1814) - serc'h da Loeiz XV
- Madame du Barry (1743–1793) - serc'h da Loeiz XV
- Sophia Baddeley (1745–1786), kourtizanez saoz
- Støvlet-Cathrine (1745-1805), serc'h ofisiel Christian VII, roue Danmark,
- Frances Villiers, kontez Jersey (1753–1821)
- Grace Elliott (1754? – 1823)
- Charlotta Eckerman (1759-1790) - serc'h da Karl XIII, roue Sveden
- Dorothy Jordan (1761–1816)
[kemmañ] XIXvet kantved
- Harriette Wilson (1786–1846)
- Umrao Jaan (1804–1875) Lucknow, India
- La Païva (1819–1884)
- Lola Montez (1821–1861) - serc'h da Ludwig Iañ Bavaria.
- Marie Duplessis (1824–1847)
- Cora Pearl (1835–1886)
- Virginia Oldoini, kontez Castiglione (1837–1899)
- Catherine Walters (1839–1920)
- Blanche d'Antigny (1840–1874)
- Sarah Bernhardt (1844–1923)
- Lillie Langtry (1853–1929)
- Katharina Schratt (1853–1940), kompagnunez an impalaer Franz Josef
- Daisy Greville, kontez Warwick (1861–1938)
- La Belle Otero (1868–1965)
- Alice Keppel (1869–1947)
- Liane de Pougy (1869–1950)
- Clara Ward, priñsez Caraman-Chimay (1873–1916)
- "Klondike Kate" Rockwell (1873–1957)
- Mata Hari (1876-1917)
[kemmañ] El lennegezh
- Fanny Hill: or, the Memoirs of a Woman of Pleasure, romant John Cleland
- Odette Swann, e romantoù Marcel Proust
- Nana, penntudenn romant Emile Zola e 1880.
- Kamala, e Siddhartha (romant), romant Herman Hesse.