Gwener Urbino

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Gwener Urbino Tizian (1538)
Eoullivadur war lien, 119 cm X 165 cm
Mirdi an Ofisoù - Firenze
Skeudenn:TribunaDetail.jpg
Munud eus un oberenn diwar zorn John Zoffany e 1772, anvet Tribuna of the Uffizi o tiskouez oberenn Tizian diskouzet d'an anaoudeien.
Olympia, gant {1863}

Gwener Urbino a zo un eoullivadur brudet gant al livour veneziat Tizian, graet en 1538, a weler hiriv e Mirdi an Ofisoù e Firenze.

Diskouezet ez eus ur vaouez yaouank, a dlefemp gwelout evel an doueez Gwener, en he noazh hag en he gourvez war ur gwele , en ur palez eus an Azginivelezh italian. War zigarez ar vojenn henamzerel eo korf ur gourtizanez anavet gantañ (ha tud all neuze ivez) a fell d'al livour diskouez.

Taolenn

[kemmañ] Gwener Urbino

An oberenn-se, a voe graet evit Guidobaldo della Rovere, dug Urbino, en 1538, a zo bet awenet gant Gwener o kousket, livet gant Giorgione, ma weler ur vaouez en he noazh (Gwener? ur serc'h ? ur wreg nevez ?) gourvezet war ur gwele, dihun, en ur gambr.

Un oberenn arouezius eus e vuhez vicherel eo, ha patrom ar poltredoù gwragez noazh en o gourvez en un ti, evel a zo bet gwelet kalzik digant livourien Europa.

Gant an oberenn-se e vo awenet tud evel Édouard Manet pa livo Olympia. (Evit lenn un dielfennañ anezhi, lenn skridoù Daniel Arasse).

[kemmañ] Lennegezh

  • Meneget ha deskrivet eo an oberenn gant Mark Twain el levr A Tramp Abroad.
  • Gant an daolenn eo bet awenet Sarah Dunant da zeskrivañ Fiammetta Bianchini en he levr In the Company of the Courtesan .


[kemmañ] Lennadurezh

  • Rose-Marie Hagen, Rainer Hagen: „Meisterwerke im Detail: Vom Teppich von Bayeux bis Diego Rivera. Band I“. Köln: Taschen Verlag, 2006. ISBN 3-8228-4787-9
  • Wieland Schmied (Hg.): „Harenberg Museum der Malerei. 525 Meisterwerke aus sieben Jahrhunderten“. Dortmund: Harenberg Lexikon Verlag, 1999. ISBN 3-611-00814-1

[kemmañ] Liammoù diavaez