Milin-vor

Eus Wikipedia
Milin-vor ar Birlo e Enez-Vriad.

Ur vilin-vor zo ur vilin-dour hag a ya en-dro gant an tre : implijout a ra nerzh an dour pa ya ar mor war-draoñ.

En aberioù e vezont kavet peurliesañ rak gwarezet int evel-se diouzh ar gwagennoù met tost a-walc'h e tleont bezañ d'ar mor bras evit kaout un heled bras a-walc'h. En Europa ez eus eus ar stumm milinoù-se abaoe ar Grennamzer, mare Roma gozh marteze.

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Milin-vor Olhão en Algarve e Portugal o treiñ : dour ar stankad (a-zehoù) a zinaou er mor (a-gleiz) izeloc'h e live, ha lakaat a ra rodoù ar vilin da vont en-dro.

Ar milinoù-mor o deus ur fardell gant rañvelloù untu. Digenvezañ a ra ar fardell ur bae bihan pe ul lodenn eus un aber a-benn krouiñ ur stankad[1].

Leuniet e vez ar poull gant ar mor e-pad al lanv. Pa ya war-draoñ e kloz ar rañvelloù emgefreek evit mirout ouzh ar poull a zileuniañ. Pa vez bras a-walc'h an diforc'h etre live ar poull ha live ar mor e vez digoret ar rañvelloù : dour ar poull a ziskarg er mor en ur lakaat rodoù ar vilin da dreiñ.

Gant an doare-se da vont en-dro ne c'hall ar milinoù-mor bezañ implijet nemet e-pad ul lodenn eus an devezh, pa vez izeloc'h live ar mor eget hini ar poull (6 eur bep 12 eur gant Milin ar Birlo da skouer). Seul vihanoc'h ar c'henefeder mare, seul verroc'h padelezh an implij.

En enep d'ar milinoù all n'emañ ket an energiezh produet gant ar milinoù-mor e dalc'h doare an amzer (avel, koempadoù). Met ezhomm o deus eus labourioù brasoc'h (sevel ur fardell).

Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzh meur a dra e tleer sellout evit kavout ul lec'h a-feson evit sevel ur vilin-vor : bezañ tost ouzh ar mor ha gwarezet diouzh ar gwagennoù war un dro, gant plas a-walc'h evit sevel ur stankad dour.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fardell milin Berno, en Arz.

Ar vilin-vor savet war ribl ar Fleet e Londrez a vije an hini gentañ, sevel a raje da vare Roma gozh.

Met ar re kentañ, er Grennamzer bepred, a gaver war aod Iwerzhon : ur vilin a-zerc'h he rod eus ar VIvet kantved e Killoteran e-kichen Port Láirge, ur vilin a-zremm he rod eus circa 630 e "Little Island" e-kichen Korkig, ur vilin all nepell alese. Eus 787 eo milin manati Nendrum war un enezenn e morlenn Loch Cuan e Norzhiwerzhon. E Bro-Saoz ez eus meneget ur vilin-vor e porzh Dover gant an Domesday Book eus 1086 (5624 milin-vor zo meneget, milin-avel ebet hag ur vilin-vor hepken)[2]. Eus 1170 eo milin-vor Woodbridge. Adsavet e voe e 1792 ha treiñ a ra c'hoazh hiziv an deiz. Ur vilin eus ar Grennamzer a ya en-dro c'hoazh ivez e Rupelmonde e-kichen Antwerpen (Flandrez).

En em strewiñ a ra ar milinoù-mor er Grennamzer en holl lec'hioù dereat en Europa : e Bro-Skos, e Bro-Gembre, e Bro-Saoz, en Izelvroioù, e Breizh (aber ar Renk da skouer), e Bro-Spagn hag e Portugal. En XVIIIvet kantved e oa 76 milin-vor e Londrez, en o zouez div war pont Londrez. D'ur mare bennak e oa 750 milin-vor o treiñ war aodoù ar Meurvor Atlantel, en o zouez war-dro 300 er Stadoù-Unanet, 200 er Rouantelezh-Unanet ha 100 e Frañs (e Breizh dreist-holl e gwirionez).

En XXvet kantved e ya implij ar milinoù-mor war ziskar fonnus. E 1938 e lenned en ur studiadenn e chome 23 milin-vor e Bro-Saoz, 10 anezho o vont en-dro o-unan. Dastroet pe distrujet eo an darn vrasañ anezho.

E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Milin Penn Kastel e Arzhon-Rewiz.

Milinoù-mor zo er vro abaoe ar Grennamzer. Setu un nebeud anezho a c'haller gwelet c'hoazh war hon aodoù :

Kalz re all a zo.

En Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud skouerioù :

Mordredanva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stankell Mordredanva ar Renk : adkemer a ra an uzin pennaenn ar vilin-vor evit produiñ tredan.

Implijet eo pennaenn ar milinoù-mor gant ar mordredanvaoù, da skouer stankell vordredan ar Renk, savet e 1967, hag a brodu 500 GWh a dredan bep bloaz. Met un diforc'h a zo gant ar milinoù-mor : gallout a ra mont en-dro gant an tre hag ivez al lanv. Energiezh nevezadus eo a vez produet gant ar mordredanvaoù, ne vezont ket savet ken er bed avat. Daou dra a c'hall displegañ kement-se. Da gentañ, n'eus ket kalz a lec'hioù ma c'haller sevel kemplezhioù ken bras-se. Ha da eil, n'eo ket gwall domm ar c'hevredigezhioù kornôgel da gaout seurt savadurioù hiziv abalamour d'o youl da wareziñ al lec'hiennoù naturel war an aod.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. C. Silveira, 2009. Les moulins à marée in Zones Humides Infos n°63, Le petit patrimoine des zones humides
  2. Oberenn gant Pierre-Louis Viollet, titl : L'hydraulique dans les civilisations anciennes. 5000 ans d'histoire, Pariz, embannet gant Presses de l'École nationale des ponts et chaussées, 2004,pajenn 327
  3. Ofis kêr an douristed Seixal, (pt) [1], gwelet d'an 11 a viz Gouere 2007.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) gant Thomas McErlean ha Norman Crothers, titl : Harnessing the Tides : The Early Medieval Tide Mills at Nendrum Monastery, Strangford Lough, embanner Stationery Office Books, Belfast, 2007, 468 pajenn isbn=978-0-337-08877-3
  • (en) gant Donald Murphy, titl : Excavations of a Mill at Killoteran, Co. Waterford as Part of the N-25 Waterford By-Pass Project, embannet gant University College Dublin and National Roads Authority, dastumad Estuarine/ Alluvial Archaeology in Ireland. Towards Best Practice, 2005, lenn enlinenn https://web.archive.org/web/20071118174835/http://www.acsltd.ie/cms/uploads/02_02_kiloteran_mill_-_ucd.pdf
  • Skridoù ha dielloù Claude Rivals, 230 pajenn, n° ispisial 20 eus Moulins de France, en o zouez 61 bajenn diembann eus al levr Moulins à marée (embannadur dalif), Mae 2008, Emb. FFAM, hent Avenay cedex 22, 14210 Evrecy
  • Les moulins à mer et les anciens meuniers du littoral, gant Jean-Louis Boithias hag Antoine de La Vernhe, Emb. CREER, 275 pajenn, Even 1989
  • gant Colin Rynne, titl : Working with Water in Medieval Europe, Leyde, embanner Brill, dastumad Technology and Change in History, niverenn 3, bloavezh 2000, 50 pajenn, isbn : 90-04-10680-4, titl ar rann Waterpower in Medieval Ireland
  • pennad-skrid e (en) gant Örjan Wikander, 1985, titl : Archaeological Evidence for Early Water-Mills. An Interim Report, er gelaouenn History of Technology, levrenn 10, pajennoù 151–179.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.