Perwenan
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Perwenan | |
| Departamant | Aodoù-an-Arvor |
| Bro hengounel | Bro Dreger |
| Arondisamant | Arondisamant Lannuon |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù an Teir Stêr |
| Bro 'Voynet' | Bro Treger ha Goueloù |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Landreger |
| Kod INSEE | 22166 |
| Kod post | 22710 |
| Maer Amzer gefridi |
Michel Deniau 2008-2014 |
| Gorread | 1 984 ha = 19 84 km² |
| Hed ha led | -3.17°, 48.49° |
| Uhelder | keitat : 45 m bihanañ : 0 m brasañ : 92 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 2 562 (2006) |
| Stankter | war-dro 129 |
Perwenan (er vro, distaget [pɛr'we:nãn]), pe Penwenan (pelloc'h, distaget [pɛn'we:nãn]), a zo ur gumun eus Breizh e Treger, e Kanton Landreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Kavet e vez taolioù-maen ha peulvanioù er barrez. Degemeret e voe skrivagnerien veur enni ivez evel Anatol ar Braz, difennet glad sevenadurel ar gumun ha hini Treger gantañ, ar c'hontadennoù hag ar mojennoù peurgetket, pe Jean Guéhenno, eus an Akademiezh c'hall, kement ha livourien ha sonerien, ha pennoù-bras zo eus ar Rezistañs ivez evel André Postel-Vinay, Pierre Lefaucheux, pe Marie-Hélène Lefaucheux c'hoazh, homañ diwezhañ o kemer perzh en emdroadur gwir etrebroadel ar maouezed.
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
- Chapel Itron-Varia Porzh-Gwenn (XVIvet kantved).
Douaroniezh [kemmañ]
- Porzh-Gwenn eo anv ar porzh bageal zo e kumun Perwenan.
Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]
Niver a annezidi 
Tud vrudet [kemmañ]
- Charlez Lindbergh, an nijer brudet, a chomas war Enez-Ilieg e-pad tost bloaz, o tec'hout Evrog Nevez kement hag e drabasoù gant ar mafia.
- Aldous Huxley, skrivagner breizhveurek, en doa un eil annez e kêriadenn Porzh-Gwenn ivez.
- Alexis Carrel, priz Nobel ar Vezegiezh ha perc'henn Gweltas.
- Tina Weymouth, kanourez ha sonerez gitar-boud ar strollad Talking Heads.
Tud bet ganet eno [kemmañ]
- Jarl-Vari Guillois, bet dibunet gantañ galv an 18 a viz Mezheven 1940 e brezhoneg er BBC, 27 a viz Mae 1910 e Porzh-Gwenn.
Tud bet marvet eno [kemmañ]
- Jarl-Vari Guillois, bet dibunet gantañ galv an 18 a viz Mezheven 1940 e brezhoneg er BBC, 19 a viz Gouere 1994 e Porzh-Gwenn.
Brezhoneg [kemmañ]
Ya d'ar brezhoneg [kemmañ]
- D’ar 16 a viz Genver 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh [kemmañ]
- Ur skol zivyezhek a zo eno abaoe 1999.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet 19,8% eus bugale ar gumun er skol zivyezhek evit a sell ouzh ar c'hentañ derez. [1]
- E distro-skol 2010 e oa 62 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (21,6% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). [2]
Krennlavarioù [kemmañ]
- (drouk): Perwenan, lorc'hig voan Muioc'h a voged evit a dan.
- (jentiloc'h): An tiez bras a Berwenan / Muioc'h a c'houloù evit a dan.