Stankell vordredan ar Renk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Kantadoù a vilinoù-mor a zo bet savet e-kreiz ar Grennamzer war an aberioù ha kavet e vez meur a hini anezho e Breizh . Korvoiñ a reont red kreñv ar c'hasennoù a weler e gouzoug an aberioù.
Ul lec'h dibar eo Bae Menez Mikael-ar-Mor p'eo Gourenez ar C'hustentin ur skoilh da wagenn ar mare pa dremen dre Vor Breizh. Setu perak war aodoù Bro-Sant-Maloù e vez un dilive a 13 metrad, an hini brasañ en Europa.

Pep milin-mor a veze staliet war ur chaoser pe tal-kichen evit stankañ an dour sall. Pa teue al lañv e veze lezet digor ar rañvelloù evit ma vefe leuniet an ouf. Ur wech aet al lanv war e uhelañ live e veze serret ar rañvelloù. Ar rod-vilin e veze implijet evit malañ evel pep milin war ur stêr. Met un diforc'h bras a oa : ne veze ket implijet ar vilin pa yae ar mare da daere, an hanter eus an amzer, dre vras.

Ar mennad da sevel ur stankell e genou ar Renk (dourredenn) a zo bet ijinet er bloavezhioù 1950 pa oa gouarnamantoù Bro-C'hall o klask kreskiñ produadur an tredan evit bastañ da ezhommoù ar greanterezh.