Istor Alamagn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Henamzer[kemmañ]

Krediñ a reer e oa deuet war wel kenel ar meuriadoù german e-pad oadvezh an arem, pe e-pad oadvezh an houarn d’an diwezhatañ. Er c’hantved kentañ kent JK e krogas ar meuriadoù d’en em astenn war-du ar su, ar reter hag ar c’hornôg adalek su Skandinavia ha norzh Alamagn.[1] Dindan ren Augustus e voe aloubet Alamagn gant ar jeneral roman Publius Quinctilius Varus. E-pad ar mare-se e teskas ar meuriadoù german troioù-brezel ar Romaned. War-lerc’h ma oa bet trec’het meur a wech legionoù Roma gant an armeoù german e chomas Germania er-maez eus an Impalaeriezh Roman betek ar stêrioù Roen ha Danav. War-dro 100 goude JK e tiazezas ar meuriadoù german a-hed ar stêrioù-se (al Limes Germanicus), o terc’hel evel-se an darn vrasañ eus tachennad Alamagn bremañ. E-pad an IIIe kantved e voe meur a veuriad bras, anezho Germaned eus ar c’hornôg, o tont war wel : Alemanned, Franked, Chatti, Saksoned, Frizianed, Sicambri, ha Thuringii. War-dro 260 e treuzas ar pobloù german al Limes ha harzoù an Danav.[2]

An Impalaeriezh Santel Roman[kemmañ]

Seizh priñs-dilenner an Impalaeriezh Santel Roman. Diwar ur parch eus 1341

Dont a ra Impalaeriezh Santel Roman ar Grennamzer eus rannadur an Impalaeriezh Karolingat en 843. Fontet e oa bet gant Karl Veur en 800. Betek 1806 e voe eus an Impalaeriezh Santel Roman, e meur a stumm. En em astenn a rae he zachennad adalek ar Stêr Eider en norzh betek ar Mor Kreizdouar er su. Dindan ren an impalaerien Ottonian (919–1024) e voe kreñvaet dugelezhioù Loren, Saksonia, Frankonia, Swabia, Thuringia, ha Bavaria. Ar roue german a voe tronet Impalaer Santel Roman e 962. Dindan ren an impalaerien Salian ha Hohenstaufen ez euvras an impalaeriezh norzh Italia ha Burgondia hag ez astennas he levezon war-du ar su hag ar reter betek tachennadoù annezet gant ar Slaved. E-pad ar mare-se e vleunias ar c’hêrioù e norzh Alamagn o vezañ ma oant ezel eus ar C’hevre Hanseatik. Gant ar Builh Aour eus 1356 e voe pourchaset ul lezenn diazez d’an impalaeriezh hag a dalvezas betek ar fin anezhi. Reoliañ a rae dilennadeg an impalaer gant seizh priñs-dilenner a oa e penn ar priñselezhioù hag an arc’heskoptioù galloudusañ. Adalek ar XVvet kantved e voe dilennet an impalaerien e-touez ar re Habsburg eus Aostria hepken.

E 1517 e skrivas Martin Luther 95 Tezenn ma aterse an Iliz Roman Gatolik, hag e roas lañs evel-se d’an Disivoud-Meur. Difoupañ a reas an iliz luterat, ha diazezañ e lies stad eus Germania. Hogen gwanaet kalz e voe an impalaeriezh abalamour ma oa rannet e nouspet priñselezh dizalc’h. Adalek 1740 e voe kemeret plas ar c’hevezerezh Frañs-Habsburg gant un daouelezh etre ar roueed Habsburg eus Aostria hag ur galloud nevez, Rouantelezh Prus. Da-heul brezelioù Napoléon Bonaparte e voe aloubet an Impalaeriezh Santel Roman, ha kaset da get e 1806.[3]

An Dispac’h hag an Eil Impalaeriezh Alaman[kemmañ]

Da-heul faezhidigezh Napoleon Bonaparte en em vodas Kendalc’h Vienna e 1814 hag e tiazezas ar C’hengevread Alaman, anezhañ ur c’hevre laosk ennañ 39 riez. Lañs al luskadoù frankizour ha broadelour a oa, evit darn, un heuliad eus an eneberezh ouzh ar politikerezh adsevel. Diarbennoù kastizañ nevez a voe goude-se a-berzh an den a stad aostrian Metternich. En ur blegenn ma oa dispac’hioù e pep lec’h en Europa e voe roet lañs da zispac’hioù 1848 er stadoù german gant kefredourien ha bilened. Da gentañ e plegas ar roueed dirak goulennoù frankiz an dispac’herien. Kinniget e oa bet d’ar roue Frederick William IV a Brus an titl a impalaer, daoust ma oa gant ur c’holl en e c’halloud. Disteurel a reas ar gurunenn hag ar vonreizh a oa bet kinniget dezhañ, pezh a voe ur c’hwitadenn dibad evit an dispac’herien. E-pad Eil Brezel Schleswig enep Danmark e 1864, kentañ ministr nevez Prus, Bismarck, a reas e renkoù e Schleswig ha Holstein. Diwar neuze e voe meret an dachennad a-gevret gant Impalaeriezh Aostria, met dizemglevioù etre an div vro a gasas buan d’ar brezel Aostria-Prus e 1866. Gant trec’h prim ar Brusianed e c’hallas Bismarck krouiñ Kengevread Norzh Alamagn ha lakaat Aostria er-maez eus aferioù ar peurrest eus stadoù german ar su, a oa bet o skoazellañ Aostria.

Diazezadur Alamagn a-vremañ e Versailhez e 1871. Emañ Bismarck er c’hreiz, gwisket e gwenn. Livadur gant Anton Alexander von Werner, 1877

E 1870 e tisklêrias an Impalaer gall ar brezel da Brus. Trec’het e voe gant an armeoù prusian hag armeoù german ar su. Embannet e voe an Impalaeriezh Alaman (Deutsches Kaiserreich) e Palez Versailhez d’an 18 a viz Genver 1871. Gant ar rummad-roueed Hohenzollern a Brus e oa renet an impalaeriezh nevez, a oa Berlin he c’hêr-benn. Strollañ a rae an holl barzhioù eus Alamagn a oa distag a-raok nemet Aostria, ur meizad anavezet evel Kleindeutschland, pe "Alamagn Vihan". Er Gründerzeit (Mare Diazezañ) a voe da-heul unvaniezh Alamagn e voe suraet saviad Alamagn evel ur galloud bras gant politikerezh estren Bismarck, dre skoulmañ emglevioù, lakaat Frañs en distro ent diplomatel hag en em virout diouzh ar brezel. Koulskoude e krogas Alamagn ivez gant ur programm impalaerouriezh evel ar broioù all eus Europa, hag e 1884 e stagas da ziazezañ trevadennoù er-maez eus Europa. Jeu a savas diwar an oberoù-se gant gant ar broioù amezek, ken ne voe ket adnevezet an darn vrasañ eus an emglevioù he doa kemeret Alamagn perzh enno a-raok, hag e voe lezet ar vro a-gostez en emglevioù nevez. Er c’hontrol e tiazezas Frañs darempredoù nevez dre sinañ an Entente Cordiale gant ar Rouantelezh Unanet hag e skoulmas liammoù startoc’h gant an Impalaeriezh rusian. Estreget he darempredoù gant Aostria-Hungaria e teuas Alamagn da vezañ digenvesoc’h-digenvez.

Gant drouklazh an arc’hdug Franz Ferdinand a Aostria d’an 28 a viz Gouere 1914 e voe distaget un heuliad darvoudoù hag a gasas d’ar Brezel-bed Iañ. Alamagn, ha hi e-touez ar Galloudoù kreiz, a voe trec’het gant ar Gevredidi en unan eus ar stourmoù gwadekañ a voe biskoazh. Tarzhañ a reas an Dispac’h alaman e miz Du 1918, hag an impalaer William II hag an holl briñsed alaman a roas o dilez. Sinet e voe un arsav-brezel d’an 11 a viz Du ha rediet e voa Alamagn da sinañ Feur-emglev Versailhez e miz Mezheven 1919. Er c’hontrol d’an hengoun diplomatel war-lerc’h ar brezelioù e voe lezet ar Galloudoù Kreiz a-gostez e-pad an emzivizoù anezhañ. Gwazh e voe an Alamaned eus ar pezh a raent diktat Versailhez anezhañ, ha soñjal a reer alies e voe aesaet donedigezh an Naziegezh gant ar garv ma oa.[4] Goude berzh an Dispac'h alaman e miz Du 1918 e voe embannet Republik Weimar. Lakaet e voe Bonreizh Weimar da dalvezout pa voe sinet gant ar Prezidant Friedrich Ebert d’an 11 a viz Eost 1919. Diazezet e oa bet Strollad Komunour Alamagn gant Rosa Luxemburg ha Karl Liebknecht e 1918, ha Strollad ar Labourerien Alaman, anavezet diwezhatoc’h evel Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, pe Strollad Nazi, a voe diazezet e miz Genver 1919.

Trede Reich[kemmañ]

An dud en Alamagn o doa diwasket an Enkadenn Veur, an divizoù garv a oa bet lakaet d’ar peoc’h gant Feur-emglev Versailhez, hag un heuliad hir a ouarnamantoù stabil pe stabiloc’h. Muioc’h-mui a boan o deveze o tegemer reizhiad parlamantel ar vro. Kreñvaet e oa ar santimant-se gant an unpennelourien eus an tu dehou, al luskad Völkisch, hag ar Strollad Nazi gant o Dolchstoßlegende (mojenn an taol kontell er c’hein), ur vojenn bolitikel a lavar n’eo ket bet kollet ar brezel-bed kentañ gant Alamagn abalamour da zrouziwezh an arme met abalamour d’un taol treitouriezh diabarzh. Diouzh an tu all e klaske komunourien, evel re Kevre Spartakus, terriñ ar pezh a welent evel ar reolenn gapitalour ha staliañ ur Räterepublik diazezet war guzulioù labourerien. Bodet e veze bagadoù peuz-soudard gant meur a gostezenn, ha bez’ e oa miliadoù a vuntroù evit abegoù politikel. Aon o deveze an dilennerien rak ar bagadoù-se a skigne feulster ha fulor e-touez an dud, ouzhpenn ma oa uhel an dilabour ha bras ar baourentez. Goude meur a gabined oc’h ober kazeg lerc’h-ouzh-lerc’h e voe anvet Adolf Hitler da Gañseller Alamagn d’an 29 a viz Genver 1933 gant ar prezidant Paul von Hindenburg, broudet gant alierien eus an tu dehou.

Adolf Hitler gant Benito Mussolini e Yougoslavia aloubet gant an Ahel

Torret e voe buan ar gwirioù demokratel diazez gant an dekred embannet goude tan-gwall ar Reichstag d’ar 27 a viz C’hwevrer 1933. An eneberezh, darnaouet ha handeet, ne voe ket evit herzel ouzh an Akta Engwiriañ e 1939 er Reichstag, a roe ar galloud lezenniñ klok da ouarnamant Hitler.[5][6] Diazezet e voe ur stad hollveliek, renet gant ur gostezenn hepken. Reoliet-strizh e voe ar greanterezh e-sell da brientiñ an armerzh d’ar brezel. Torret e voe Feur-emglev Versailhez pa’z eas an armeoù alaman tre er Rheinland a oa sañset chom disoudard, hep na reas den van ebet e 1936. Hitler, lakaet hardizh gant politikerezh habaskaat kentañ ministr Breizh-Veur, Neville Chamberlain, a glaskas astenn Alamagn evit diazezañ Alamagn-Veur. Destagañ a reas Aostria, bro ar Sudeted ha tiriad Memel. A-benn tremen hep brezeliñ war daou dalbenn war un dro e skoulmas Feur-emglev Molotov-Ribbentrop gant an Unaniezh Soviedel e miz Eost 1939. Gant ar pezh a voe anavezet war-lerc’h evel al Loskaberzh ez embannas ar renad nazi lezennoù a suje war-eeun meur a c’hennad eus ar gevredigezh : ar Yuzevien, ar Slaved, an Tsiganed, an heñvelrevidi, ar frañmasoned, an disrannidi bolitikel hag an nammidi, e-touez re all. War-dro 11 milion a dud a voe muntret el Loskaberzh, en o zouez tremen 6 milion a Yuzevien.[7]

Tennderioù a oa muioc’h-mui, abalamour d’ar vroadelouriezh, d’ar vilouregezh ha da gudennoù tiriadel. Kement-se a vroudas Alamagn da zistagañ ur Blitzkrieg enep Polonia d’ar 1añ a viz Gwengolo 1939. Daou zevezh war-lerc’h e tisklêrie ar Rouantelezh Unanet ha Frañs ar brezel da Alamagn, o reiñ lañs d’an eil brezel-bed. Buan a-walc’h e voe kontrollet an darn vrasañ eus Europa gant Alamagn, en un doare eeun pe dieeun. D’an 22 a viz Mezheven 1941 e torras Hitler an emglev gant an Unaniezh Soviedel dre zigeriñ un talbenn er reter hag aloubiñ an Unaniezh Soviedel. Alamagn a zisklêrias ar brezel d’ar Stadoù-Unanet pevar devezh war-lerc’h ma voe taget Pearl Harbour gant Japan. Daoust d’an arme alaman mont buan dre soupren e-barzh an Unaniezh Soviedel e voe Emgann Stalingrad ur prantad tonkus eus ar brezel. Neuze e krogas an arme alaman da gilañ war dalbenn ar reter betek ma voe trec’het a-benn ar fin. Da c’houde e voe aloubet Berlin gant an Arme Ruz. Kodianañ a reas Alamagn d’an 8 a viz Mae 1945.

Rannidigezh hag adunvanidigezh (1945-90)[kemmañ]

Disoc’hañ a reas ar brezel gant marv tost dek milion a Alamaned, soudarded hag all, distruj kêrioù pennañ Alamagn, ha koll tiriadoù bras e-kerz broioù reter Europa. Argaset e voe war-dro 15 milion a Alamaned eus an tiriadoù-se, ha da-heul muioc’h a reuz hag a dud lazhet c’hoazh. Rannet e voe Alamagn ha Berlin gant ar gevredidi e pevar zakad aloubet gant an armeoù. Kendeuzet e voe an takadoù kontrollet gant Frañs, ar Rouantelezh Unanet hag ar Stadoù-Unanet da stummañ Republik Kevreadel Alamagn d’an 23 a viz Mae 1949. Diazezet e voe Republik Demokratel Alamagn gant an Unaniezh Soviedel d’ar 7 a viz Here 1949. Anavezet e veze an div stad-se dindan an anvioù "Alamagn ar c’hornôg" hag "Alamagn ar reter" a-getep. Gant Alamagn ar c’hornôg, Bonn he c’hêr-benn, e oa bet diazezet ur republik parlamantel frankizour gant un armerzh marc’had sokial. Kevredet e oa gant ar S.-U., ar Rouantelezh Unanet ha Frañs. Adalek deroù ar bloavezhioù 1950 e voe er vro ur prantad kresk armerzhel hir, anavezet evel Wirtschaftswunder. C’hoarvezet eo an azlañs dreist-holl abalamour d’an adreizh moneizel eus miz Mezheven 1948, hag adalek 1949, da skoazell ar S.-U. dre brestoù ar Steuñv Marshall.[8][9] Alamagn ar c’hornôg, renet gant ar c’hañseller Konrad Adenauer, a emezelas ouzh AFNA e 1955 hag e 1958 e voe un ezel diazezer eus Kumuniezh Armerzhel Europa. Da gentañ e voe aloubet Alamagn ar reter gant an Unaniezh Soviedel, ha diwezhatoc’h (miz Mae 1955) e kevredas ganti. Alamagn ar reter a ziazezas ur renad aotrouniezhus gant un armerzh steuñvet e giz ar Soviedoù. Buan e teuas da vezañ pinvidikañ bro Feur-emglev Varsovia, hag an hini ar muiañ er penn a-raok. Padal e selle un nebeud brav a geodedourien war-du ar c’hornôg, o c’hoantaat ar frankizoù politikel ha berzh an armerzh.[10] E 1961 e krogas gouarnamant Alamagn ar reter da sevel Moger Berlin evit mirout ouzh Alamaned ar reter da dec’hel diouzh ar gêr-benn da Alamagn ar c’hornôg. Hep dale e teuas ar Voger da vezañ un arouez eus ar Brezel Yen. Distegnet e voe an darempredoù etre Alamagn ar reter hag ar c’hornôg e penn kentañ ar bloavezhioù 1970 gant Ostpolitik ar C’hañseller Willy Brandt a zegemere ar c’holloù tiriadel a oa bet evit Alamagn da-heul an eil brezel-bed.


Dirak ar manifestadegoù a-zruilh ha kresk an ezvroañ gant Alamaned ar reter da Alamagn ar c’hornôg dre Hungaria, e tivizas pennadurezhioù Alamagn ar reter, en un doare dic’hortoz, laoskaat ar strishadurioù en harzoù ha lezel keodedourien ar reter da veajiñ d’ar c’hornôg. Gant se e voe buanaet an argerzh adreizhañ en Alamagn ar reter. C’hoarvezout a reas adunvanidigezh Alamagn d’an 3 a viz Here 1990 pa oa ar C’hañseller Helmut Kohl e penn an aferioù en Alamagn ar c’hornôg. Berlin a zeuas da vezañ ar gêr-benn en-dro. Ur roll ambilh zo bet c’hoariet gant Alamagn adunvanet en Unaniezh Europa hag en AFNA. Sikouret he deus an armeoù da zerc’hel an urzh er Balkanioù ha kenstrivet he deus gant AFNA da suraat Afghanistan goude ma oa bet bannet an Dalibaned er-maez. Alamagn zo bet unan eus ar re o deus skoret ar muiañ Bonreizh nevez Europa, ha zoken goude m’eo bet distaolet gant dilennerien Frañs hag an Izelvroioù.[11] E 2006 e voe trec’h ur genunaniezh CDU, CSU hag SPD e dilennadegoù ar parlamant. Dilennet e voe Angela Merkel da Gañsellerez Alamagn, ar wech kentañ d’ur vaouez bezañ dilennet d’ar garg-se en istor ar vro.[12]

Notennoù[kemmañ]

  1. ^  Jill N. Claster: Medieval Experience: 300-1400. NYU Press 1982, p. 35. ISBN 0-8147-1381-5
  2. ^ The Cambridge Ancient History, levr. 12, p. 442. ISBN 0-521-30199-8
  3. ^  Fulbrook, Mary: A Concise History of Germany, Cambridge University Press 1991, p. 97. ISBN 0-521-54071-2
  4. ^  Stephen J. Lee: Europe, 1890-1945. Routledge 2003, p. 131. ISBN 0-415-25455-8
  5. ^  Roderick Stackelberg, Hitler's Germany: origins, interpretations, legacies. Routledge 1999, p. 103. ISBN 0-415-20114-4
  6. ^  Scheck, Raffael. Diazezañ un diktatouriezh : Stabiladur galloud an Nazied Colby College. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  7. ^  Schwartz, Terese. Piv e oa ar pemp milion a c’houzañvidi na oant ket yuzhev ? 2002. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  8. ^  Henderson, David. "Burzhud" armerzhel Alamagn Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  9. ^  Stern, Susan. "Steuñv Marshall 1947-1997 Savboent Alamagn" Kannati Alamagn, Washington D.C. Tapet d’an 31 a viz Kerzu 2006
  10. ^  Colchester, Nico. [13] Financial Times. D’ar 1añ a viz Genver 2001. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  11. ^  Alamagn a fell dezhi adlañsañ Bonreizh UE Deutsche Welle. D’an 19 a viz Kerzu 2006. Tapet d’an 28 a viz Kerzu 2006
  12. ^  Angela Merkel lakaet da Gañsellerez Alamagn Deutsche Welle. D’an 22 a viz Du 2006. Tapet d’an 28 a viz Kerzu 2006
Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.