Dugelezh Veur Lituania

Eus Wikipedia
Ardamezioù meur Dugelezh Veur Lituania
Dugelezh Veur Lituania e 1387
Banniel an Dugelezh

Dugelezh Veur Lituania (Dugelezh-veur Lituania; Lietuvos Didžioji Kunigaikštystė e lituaneg, Вялікае Княства Літоўскае e belaruseg, Wielkie Księstwo Litewskie e poloneg) a oa ur Stad european hag a badas eus an XIIvet kantved betek 1569. Adalek 1569 neuze e teuas da vout ul lod eus Kenunaniezh Pologn ha Lituania a badas betek 1791. Savet e voe an Dugelezh-veur gant al Lituaned, unan ag ar meuriadoù balt liesdoueek, a veve en Aukštaitija. Astenn he zachenn a reas an Dugelezh kement ma enlakaas lodennoù ec’hon an ez-Rus eus Kiev ha takadoù slav arall. Goloiñ a rae Belarus, Latvia, Lituania, ha lodennoù ag Estonia, Moldova, Polonia, Rusia hag Ukraina a-vremañ. Pa voe ar Stad-se en he barr er XVvet kantved e oa hini vrasañ Europa. Enni e kaved yezhoù, relijionoù ha sevenadurioù liesseurt.

Kregiñ a reas al levierion lituaniat gant unanidigezh an douaroù-se en eil hanterenn an XIIvet kantved. Mindaugas, levier kentañ an Dugelezh Veur, a voe kurunennet evel roue katolik e 1253. Chomel a reas pagan ar boblañs avat. Taget e veze ar Stad pagan gant ar Varc’heion Deutonek hag an Urzh Livonia da geñver ar c’hroaziadegoù balt(pe gKroaziadegoù an Hanternoz). Pa grogas Gediminas da ren e aotreas e renidi da grediñ er relijion a blije dezhe. Deuet e oa ar Stad da vout lieskenelel ha lieskredennel. Ar politikerezh-se a gendalc’has dindan ren e vab Algirdas a astennas c’hoazh e zomani. Hogen, e 1386 e sinas e warlerc’hiad, Jogaila, Unaniezh Krewo (pe akta Krėva) o tegas daou cheñchamamant bras evit Lituania: gounezet e voe ar vro ez-ofisiel d’ar feiz kristen (katolik) ha diazezet un unaniezh politikel etre an Dugelezh Veur ha Rouantelezh Polonia.

Ren Vytautas Veur a verkas koulz astenn ar Stad ha faezhidigezh ar Varc’heion Deutonek en emgann Grunwald (Žalgiris evit Lituaniz). Merkañ a reas ivez savidigezh ar brientinelezh lituaniat. War-lerc’h marv Vytautas ez eas an traoù da fall gant Rouantelezh Polonia. Klask a reas an dudjentil lituaniat lakaat diwezh d’an unaniezh hiniennel gant Polonia. Hogen, abalamour d’ar brezelioù lituaniat-moskovat e voe dav derc’hel gant al liammoù etre an div vro.

A-c’houdevezh, gant Unaniezh Lublin e 1569 e voe krouet ur Stad nevez: Kenunaniezh Polonia ha Lituania. Er gevredad-se e viras Lituania e emrenerezh politikel gant ur gouarnamant distag, lezennoù, un arme hag un teñzor. Ar gevredad az eas da get gant Bonreizh 1791, hag an unaniezh e 1795.