Aukštaitija

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emañ Aukštaitija e ruz

Aukštaitija (Uheldirioù e lituaneg) zo unan ag ar pemp rannvro dudoniel a zo e Lituania. Donet a ra hec'h anv a uhelder ar c'horn-bro-se, dreist-holl en takadoù ar reter, e-skoaz ar peurrest eus Lituania.

Douaroniezh[kemmañ]

Gweledva ag Aukštaitija

Emañ Aukštaitija e biz Lituania. Bout zo enni ivez lodennoù dister a Latvia hag a Velarus. Kêr vrasañ ar rannvro eo Panevėžys gant 100 000 a annezidi. Ar c'hêrioù pennañ enni zo (ouzhpenn 20 000 annezad):

Goloet eo ar rannvro gant lennoù, dreist-holl er reter.

Istor[kemmañ]

Savet eo bet Dugelezh Veur Lituania en XIIvet kantved gant al Lituaned, ur meuriad balt, a veve en Aukštaitija . He c'hêrbenn gentañ a voe Kernavė. E feur-emglev Gediminas e 1322, e vez graet terra Eustoythen ('Takad an Aukštaitijaned') eus Aukštaitija. Lod he lak da gavell Lituania.

Tudoniezh[kemmañ]

Al lodenn vrasañ ag an dud a gomz Aukštaitijaneg, ur rannyezh ag al lituaneg (Rannet eo bet al lituaneg e div rannyezh: Aukštaitijaneg, er reter hag er Su, ha Samogitianeg (pe Žemaitijaneg) e kornôg Lituania, al lodenn vrasañ ag an isrannyezhoù o tennañ d'an hini kentañ). Monet a ra implij ar rannyezh-se war zisteraat avat.

Bout zo minorelezhioù rusianek (ma n'eo ket rusian da vat) ha Belarusek er reter, war harzoù Belarus.

Arouezioù[kemmañ]

Aukstaitija.png
Aukstaitijaflag.png

Kinniget eo bet ardamezioù ha banniel Aukštaitija e miz Meurzh 2007.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]