Jogaila

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jogaila

Jogaila Algirdaitis, anavezet e poloneg evel Władysław II Jagiełło, ganet e Vilnius e 1351, ha marvet e 1424 e Gródek Jagielloński, a oa dug-meur Lituania eus 1377 betek 1392, ha roue Pologn adalek 1386 betek e varv.

Pagan e oa , hag e 1386 , pa oa 35 vloaz, e voe badezet hag anvet « Ladislas » pe « Vladislav » (poloneg Władysław Jagiełło) ha dilennet ivez da roue Polonia. Dimeziñ a reas d'an 18 a viz C'hwevrer 1386 e Kraków da Jadwiga Anjev, plac'h a 14 vloaz .

Bez e voe unan eus 24 den a ziazezas Urzh an Aerouant da zifenn ar gristeniezh ouzh an Durked.

Mab e oa da Algirdas (pe Olgierd), dug Lituania (1345-1377).

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all