Dañs Bekabe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Unan eus ar 17 engravavadur war goad eus Dañs Bekabe kloastr ar Sent Inosant e Pariz. Embannet e 1485 gant daou embanner parizian, Guyot Marchant ha Verard, e voent skignet en Europa a-bezh. Emañ ar skouerenn nemeti e levraoueg Grenoble.

Dañs Bekabe zo un elfenn, an hini diorroetañ, eus an arz stag ouzh ar marv hag ouzh an Ankoù er Grennamzer, er XIVvet hag er XVIvet kantved. Taolenniñ a ra el lennegezh, el liverezh pe er gizellerezh, an holl dud, eus forzh petore renk sokial e vefent, ambrouget gant an Ankoù en eun doare diharzus en un ambrougadeg etrezek un tonkad boutin dezhe holl. Gwelout a reer ur pab, un eskob, ur manac’h, un impalaer, ur roue, un aotrou, ur soudard, ur bourc’hiz ha kement zo o vont an eil war lerc’h egile...


Taolenn

[kemmañ] Kenarroud en istor

Dañs Bekabe zo diskrivet e meur a varzhoneg e latin, e brezhoneg[1], e galleg, alamaneg pe en italianeg, dizanv peurliesañ. A-hed ar XVvet kantved ha deroù ar XVIvet e veze livet an tem-mañ war mogerioù an ilizoù hag e beredoù Europa an Norzh

Dañs Bekabe trec’h ar marv, Clusone (Italia, 1485).

An tem-se zo disoc’h ur preder war ar vuhez hag ar marv, en ur prantad ma oa deuet stankoc’h-stank ha spontusoc’h evit kustum. Ar brezelioù, ar vosenn hag ar gernez taolennet dindan stumm tri marc’heger an Diskuliadur o doa c’hwennet ar boblañs. E 1347, ar vosenn vras pe bosenn zu o tont eus Azia-Vihanañ he doa graet he reuz en Europa. Dindan nebeutoc’h evit 4 bloaz e lazhas moarvat 25 milion a dud. 10 vloaz diwezhatoc’h, un eil frapad bosennus a skubas war-dro 30 % eus poblañs ar c’hevandir. E bered ar Sent Inosant, e Pariz, e savas al leur eus daou vetr da-heul beziadegoù 1417.

[kemmañ] Kenarroud en arzoù

[kemmañ] Skeudennoù

[kemmañ] Stummoù all eus dañs Bekabe

[kemmañ] Er savadurioù hag er pezhioù annez

[kemmañ] En dornskridoù


[kemmañ] Er sonerezh

[kemmañ] Amprestoù ha daveoù

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Levrlennadur

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.


[kemmañ] Notennoù

  1. Ar Varn Diwezhañ, dornskrid eus an XVIIIvet kantved. Testenn ar pezh-c’hoari treuzskrivet e brezhoneg a-vremañ ha troet e galleg, gant notennoù, rakskridoù hag ur studiadenn war ar yezh gant Roparz Hemon, Gwennole ar Menn ha Gwenael an Dug. Skol. 1998.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all