Bolz-enor
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur savadur stumm ur wareg en e greiz eo ar volz-enor gant ur volzenn etre div dolzenn vañsonerezh m'emañ o pouezañ warno.
Savet e vez bolzioù-enor a-dreuz an hentoù pe war o lezoù. Evit enoriñ an unpennoù hag ar pennoù brezel e vezont savet peurliesañ. Lod anezho a zo bet savet a-dal da ramparzhioù ar gêrioù mogeriet. Gwechall e veze bolzoù-enor da-c'hortoz (graet e prenn) en antreoù ar c'hêrioù pa veze ur roue o tont e-barzh. Koulskoude eo bet brudet ar Romaned pa oant kustum da sevel bolzoù-enor graet e mein-benerezh en enor d'an trec'hioù graet gant o impalaerien hag o jeneraled.
Renevesaet eo bet ar c'hustum gant unpennoù Europa adal ar XVIIvet kantved, gant Loeiz XIV a Vro-C'hall hag meur ar roue all da c'houde. An diktatour gall Napoléon Bonaparte en deus lakaet da sevel div volz-enor e Pariz (An Ambroug-kezeg hag ar Steredenn).
war an talbenn o tiskouez anvioù ar saverien.
Taolenn |
[kemmañ] Bolzoù-enor brudet
[kemmañ] Alamagn
- Dor Brandenbourg, e Berlin
- Siegestor e München
[kemmañ] Aostria
- Siegestor e Innsbruck
[kemmañ] Beljia
[kemmañ] Bro-C'hall
- Dor Pariz e Lille
- Bolz-enor Montpellier
- Bolz-enor an Ambroug-kezeg (Pariz)
- Bolz-enor ar Steredenn (Pariz)
- Dor Sant-Denez e Pariz
- Dor Sant-Marzhin e Pariz
- Dor Meurzh e Reims
- Bolz-enor Glanum e Saint-Rémy-de-Provence
- Bolz-enor Germanicus e Saintes
[kemmañ] Italia
- Bolz-enor Traian e Ancona
- Bolz-enor Aogust e Aosta
- Bolz-enor ar Peoc'h e Milano
- Bolz-enor Aogust e Rimini
- Bolz-enor Kustentin (Roma)
- Bolz-enor Septim Sever e Roma
- Bolz-enor Titus e Roma
[kemmañ] Kroatia
- Bolz-enor Sergius e Pula (Istria)
[kemmañ] Libia
- Bolz-enor Septim Sever e Leptis Magna
[kemmañ] Rouantelezh-Unanet
- Bolz-Enor-Marmor (Marble Arch) e Londrez