Balkon
Eus Wikipedia
Ur balkon (eus ar ger gallek "balcon", amprestet digant an italianeg balcone) zo ul leurennig diavaez a valir ouzh moger ur savadur, gant un aspled en-dro dezhi hag a c'haller mont warni eus diabarzh an ti dre un nor-brenestr. Peurvuiañ e vez ouzh ur voger diavaez. A-wechoùigoù e c'hall bezañ e diabarzh ur savadur bras evel ur c'hoariva pe e c'hall skeiñ war ur porzh diabarzh.
Kanañ dindan ur balkon [kemmañ]
E sevenadur an Azginivelezh ha betek ar XVIIvet kantved da vihanañ e Spagn hag Italia, e teue gwazed yaouank da ganañ nozkanoù dindan balkonioù ar plac'hed yaouank er c'hêrioù.
Lennegezh [kemmañ]
- Arvest ar balkon en un toullad pezhioù-c'hoari, evel Romeo and Juliet, gant Shakespeare, Le Barbier de Séville gant Beaumarchais.
- Marie-Christine, kanaouenn Claude Nougaro ( Je suis saoul ... sous ton balcon)
Gwelet ivez [kemmañ]
- Ar Balkon (taolenn Édouard Manet)
- Gwesterenn
- Prenestr