Kaozeal:Balkon

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Meur a c'her brezhonek zo evit balcon, ha dav e vefe bet o menegiñ, dre spered holloueziadurel evel-just, dre onestiz paneveken, pa gaver 4 gwezh "balkon", 5 gwezh "pondalez-prenestr" hag 11 gwezh "pondalez-diavaez" er geriadurioù listennet amañ da-heul, nes komz a c'herioù arall.

Galleg > brezhoneg
  • A.-E. Troude (1869) : dalez a ziaveaz ; kael prenestr
  • F. Vallée (eil embannadur, 1980) : poñdalez-a-ziavaez ; poñdalez-prenestr ; qui a un balcon pondalezet a-ziavaez
  • Mériadeg Herrieu ((1981) : balkon
  • René Le Gléau (1983) : pondalez (skouer : Pipi Gonto, E. Ar Moal, 1925)
  • Roparz Hemon (1985) : balkon ; pondalez-prenestr
  • F. Favereau (1992) : pondalez (a-ziavaes) (anc. pont alez)
  • Hor Yezh (1994) : pondalez-diavaez
  • Al Liamm (12vet embannadur geriadur RH, 2014) : pondalez-diavaez ; balkon
  • Martial Ménard ((2012) : pondalez-diavaez
Brezhoneg > galleg
  • A.-E. Troude (1876) : meneg ebet eus balcon evit "poñdalez"
  • Émile Ernault (1984) : pondalez a-ziavêz, pondalez-prenest
  • Roparz Hemon (1985) : balkon ; pondalez-a-ziavaez ; pondalez-prenestr
  • Al Liamm (12vet embannadur geriadur RH, 2014) : pondalez-a-ziavaez ; pondalez-prenestr
  • F. Favereau (1992) : pondalez a-ziavaes (balcon GReg.)
  • Hor Yezh (1994) : pondalez-diavaez
Brezhoneg
  • Geriadur Brezhoneg An Here (2001) : balkon (eilet ger-ha-ger eo bet displegadenn ar geriadur-se da dalvezout da zeroù ar pennad Balkon) ; pondalez-diavaez (meneg ebet er pennad, daoust d'an andon bout an hevelep geriadur)

Eus pont d'allée e teu "pont alez" > "pondalez" sur a-walc'h, met koshoc'h eo e brezhoneg eget ar "balkon" gallek-rik-se. 90.32.160.142 27 Du 2015 da 20:42 (UTC)[respont]

Kement a charre evit diskouez dimp e oa meneget ar ger balkon gant geriadurioù An Here ha Hemon, nemet eo bet skarzhet ganit eus embannadur 2014? ha te a deufe da reiñ kentelioù onestiz? Da sutal d'ar brini. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Du 2015 da 22:54 (UTC)[respont]

GEVIER ADARRE a-berzh hon dizonest ha diskelaouer meur. Emañ ar ger "balkon" er geriadur-se (p.71). Ha ret e vo gouzañv pell c'hoazh seurt doareoù vil ha divalav?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2015 da 15:59 (UTC)[respont]

N'eo ket ret huchal.
Fazi ganin, deuet eus frazenn da alter ego Edgar IP (nemet te e vefe evel-just) : Al Liamm (12vet embannadur geriadur RH, 2014) : pondalez-a-ziavaez ; pondalez-prenestr : ne welan meneg ebet gantañ eus balkon. Ma, bremañ e oarez piv eo da "zizonest ha diskelaouer meur". Chañs vat gantañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Du 2015 da 08:28 (UTC)[respont]

GEVIER BEPRED a-berzh hon dizonest ha diskelaouer meur. Skrivet e oa bet gant IP 90.32.160.142: «* Al Liamm (12vet embannadur geriadur RH, 2014) : pondalez-diavaez ; balkon»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Du 2015 da 16:44 (UTC) (UTC)[respont]

Gast! Diaes eo lenn ar memes tra : aze e oa:https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Balkon&direction=prev&oldid=1672663. Din e oa sklaer evel lagad an naer. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Kzu 2015 da 17:42 (UTC)[respont]

Cheñch skrid ar re all[kemmañ ar vammenn]

N'em eus ket cheñchet ger ebet e skrid den ebet : met ken talvoudus eo skrid an eil evel hini egile, ha n'eus ket d'ober gant livach evit reiñ un ali : ar bajenn bersonel zo graet evit seurt c'hoarioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Kzu 2015 da 15:34 (UTC)[respont]

Kamm ki pa gar. En deiz all ez poa cheñchet skrid IP 90.32.160.142 en ur lakaat lizherennoù druz ennañ. --Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Kzu 2015 da 16:57 (UTC)[respont]
Diskouez din, ha ma'z eo gwir e vo tennet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Kzu 2015 da 17:13 (UTC)[respont]
Bepred ken demago [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Kzu 2015 da 17:18 (UTC)[respont]
Aner klask plijout da lod,
Peadra 've da dreiñ sot.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Kzu 2015 da 17:27 (UTC)[respont]

E-lec'h ijinañ reolennoù e rafes gwelloc'h gwelloc'h doujañ da reolennoù ar Wikipedia.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Kzu 2015 da 15:10 (UTC)[respont]