Mont d’an endalc’had

Degemer

Eus Wikipedia

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

87 313 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Pladenn Nebra

Pladenn Nebra zo ur gantenn arem a zo war-dro 32 cm he zreuzkiz. Goloet eo gant ur verglenn c'hlas hag arouezioù aour : gwelet a reer warni ar pezh a seblant bezañ an heol pe al loar en he c'hann, ul loargresk ha stered (ar Pleiadezed sur a-walc'h). An taolennadur koshañ eus bolz an oabl e vefe.

Dizouaret eo bet ar bladenn e miz Gouere 1999 e Nebra e Saks-Anhalt (Alamagn). Eus -1600 kent JK e vije, da lavaret eo oadvezh an Arem (etre henoadvezh an Arem ha krennoadvezh an Arem).

Miret eo e mirdi rannvroel ar ragistor Halle (Saks-Anhalt).

Kavet eo bet ar bladenn, a-gevret gant traoù all, gant furcherien guzh. Adkavet eo bet war-lerc'h en ur marc'had etrebroadel a hendraoù. Er penn kentañ e soñje da henonourien zo e oa bet graet gant ur falser bennak, ar pezh a voe dislavaret gant ar C'harbon-14. Kavet e voe ivez e teue an arem eus gwazhennoù Alpoù Aostria a servije e-pad oadvezh an Arem.

Mod all e voe adkavet klezeier ha kelc'hioù-brec'h eus an oadvezh-se. Ganto e voe posupl brasjediñ pe oad e oa.

A-drugarez da zizoloadenn ar bladenn e c'hellomp anavezout spisoc'h gouiziegezh steredoniel an Europeaned en oadvezh an Arem. Gouiziekoc'h e oa steredoniourien Europa ar mare-se eget ar pezh a veze kredet betek-henn eta. Ret e oa gortoz ur skrid babilonian ar VIvet kantved kt JK evit kaout un diskouezadur ken splann.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 17 Kerzu 2024 ha Keleier ar vro.

François Bayrou

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 87 000 pennad zo bremañ. Er 81vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1] evit an niver a bennadoù, etre ar c'hurdeg hag ar malayalameg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 83vet plas [2], etre ar c'hurdeg sorani hag ar woueg. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel nerzh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 35 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus