Michel Barnier
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Michel Barnier |
| Anv-bihan | Michel, Jean |
| Anv-familh | Barnier |
| Deiziad ganedigezh | 9 Genver 1951 |
| Lec'h ganedigezh | La Tronche |
| Tad | Jean Barnier |
| Mamm | Denise Barnier |
| Pried | Isabelle Altmayer |
| Bugel | Nicolas Barnier |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | politiker, diplomat |
| Bet war ar studi e | ESCP Business School |
| Lec'h labour | Strossburi, Brusel, Pariz |
| Emezelet ouzh | Kengor Europa |
| Affiliation string | European Commission, Government |
| Strollad politikel | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel, Rally for the Republic, Les Républicains |
| Kleñved | COVID-19 |
| Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2014, World Economic Forum Annual Meeting 2013, World Economic Forum Annual Meeting 2018, World Economic Forum Annual Meeting 2019 |
Michel Barnier, bet ganet d'an 9 a viz Genver 1951 e La Tronche (Isère), zo un den a Stad gall.
Ezel eo bet eus strolladoù gaullour a-wechall (UDR, RPR, UMP, LR). Kroget e oa gant ar politikerezh e 1973, da gentañ e Savoie, goude-se el live broadel ha goude-se el live europat.
E 1978 e voe dilennet evit ar wech kentañ. Meur a wech eo bet ministr (an Endro, Aferioù europat, Aferioù estren, al labour-douar hag ar boued).
Kentañ ministr Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 5 a viz Gwengolo 2024, Michel Barnier a voe lakaet da gentañ ministr ar Republik gant Emmanuel Macron, da gemer plas Gabriel Attal, hag en doa roet e zilez d'an 8 a viz Gouere. M. Barnier, 73 vloaz, eo neuze koshañ kentañ ministr ar Vvet Republik.
D’ar 4 a viz Kerzu 2024 e vot ar Vodadenn Vroadel ur mennad disfiz a-enep Barnier, a ro e zilez an deiz war lerc’h[1]. Chomet eo kentañ ministr e-pad tri miz, berrañ padelezh er pempvet Republik. D’an 13 a viz Kerzu 2024 e teu François Bayrou da gentañ ministr war e lerc’h.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Emmanuel Macron a « pris acte » de la démission du gouvernement de Michel Barnier, annonce l’Élysée. Ouest-France (Kerzu 2024).