Pleiades
Neuz
| Yarad-poñsined | |
| Ar Pleiades gwelet gant Hubble. | |
| Lec'hiadur | |
| Hedkorn | 03eur 47' 24" |
| Ledkorn | +24° 7' |
| Pellder | 444 b.-g. |
| Steredeg | Tarv |
| Dezverkoù | |
| Ment vanat | 110' |
| Skin | ? |
| Meurez manat | 1.6 |
| Meurez dizave | ? |
| Perzhioù dibar | |
| Anvioù all | |
| M45, NGC 1432/35 | |
Pleiades, pe M45, eo an anv roet e steredoniezh d'un gronnad digor stered hag a c'haller gwelet e steredeg an Tarv. Meur a anv pobl a zo d'ar gronnad-se e brezhoneg: ar Yarig, ar Yarig wenn, ar Yarad poñsined, ar Yar hag he foñsined, ar Yar (wenn) hag hec'h evned, Yarig wenn he c'hwec'h evn. Brudet eo ar stroll stered-se e hengoun meur a sevenadur abaoe pell, pa dalvezent da verkañ amzer ar mediñ. Ar gronnad stered splannañ da welet eus an Douar an hini eo, ha betek un 12 a steredennoù a c'haller tapout gwelet gant al lagad diglav (7 an hini a weler dre vras).
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv a vez graet gantañ e steredoniezh diouzh ar Pleiadezed.
