Vaksin
Neuz
vaksin
Iskevrennad eus | louzoù biologel, Louzoù |
---|---|
Implij | vaksinadur chas, vaksinadur |
Anvet diwar | Buoc'h |
Efed | adaptive immune system, neutralizing antibody |
Studiet gant | vaksinouriezh |
Dizoloer pe ijiner | Edward Jenner |
Hashtag | vaccines |
Dezverket dre | effedusted vaksinel, surentez vaksin, vaccine adverse event, doare vaksin |
Istor | kronologiezh ar vaksinoù |
ID en Thesaurus NCI | C923 |
Ur vaksin a vez graet eus un aozadenn viologel a zegas un immunegezh oberiant a-enep ur stumm resis eus ur poread pe ur c'hleñved red. Efedusted ha surentez ur vaksin a vez studiet spis ha gwiriet. Evit darn eus ar vaksinoù e vez kaoz eus un aozadenn viologel gant un ajant savet diwar un doare sioulaet pe marvet eus ur mikrob, an toksinoù, pe unan eus proteinoù diavaez anezhañ. An ajant a vroud reizhiad immunekaat ar c'horf da gompren eo an ajant un dañjer, da zistrujañ anezhañ, ha da vezañ kap da zerc'hel soñj anezhañ ha da lazhañ anezhañ pe reoù damheñvel ma vez ur c'hontamadur da zont c'hoazh e-barzh ar c'horf.