Louzoù
Gant ar ger Louzoù e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Louzoù (disheñvelout).

Louzoù zo danvez hag a vez roet evit diouganañ, pareañ, mezegañ, pe diarbennañ kleñvedoù. Ar mezegañ gant louzoù a zo ul lodenn ledan eus bed ar medisinerezh. Diazezet eo ar mezegañ gant louzoù war skiantoù hag industrielezh ar vezekniezh evit ar pezh a sell an nevezintioù, ha war an apotikerien evit un implij efedus eus al louzoù.