Mont d’an endalc’had

Yezh SVO

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yezhoù SVO)
Renkadur hervez urzh ar gerioù
Yezh VO
Yezh OV
SVO SOV
VSO OSV
VOS OVS

Yezh V2

E yezhoniezh e vez implijet an termen yezh SVO evit komz eus ur yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh rener ("S") - verb ("V")- renadenn ("O"). Anvet e vez ivez yezh AVO, da lâret eo graer ("A") - verb - renadenn.

Pêr a lennas ul levr

Yezhoù SVO dre ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Homañ eo an eil urzh kavet an aliesañ e-touez yezhoù ar bed da heul an urzh SOV, oc'h ober gant an eil pe eben 75% eus holl yezhoù ar bed.[1]

Implijet e vez an urzh SVO gant yezhoù eus meur a familh-yezh, en o zouez an arabeg, ar c'hachmireg, ar finneg, ar sinaeg, ar vietnameg, an taieg, ar gandaeg, ar ruseg, ar swahilieg, ar haousaeg, ar saozneg, ar yoroubeg, ar c'hitcheg (quiché), ar gwaranieg, ar javaeg, ar malayeg, al latveg hag ar rotoumaneg.

Perzhioù yezhadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ha ma vez kavet un nebeud yezhoù SVO implijet gante lerc'hennoù, da skouer an eweeg, e ra an darn vrasañ eus ar yezhoù SVO gant araogennoù.

Hogozik atav e vez lec'hiet an islavarennoù stag da heul an anv-kadarn a glot gante keit ha ma vez lec'hiet ar rannfrazennoù adverb diraze peurliesañ.

Estreget ar yezhoù SVO komzet en Europa e vez techet ar yezhoù SVO dre vras da lakaat an anvioù-gwan, ar gerioù diskouezañ ha niveroù da heul an anv-kadarn a glot gante. Gant ar sinaeg, ar vietnameg hag an indonezeg-malayeg e vez lakaet an niveroù dirak an anv-kadarn evel e saozneg.

  1. Crystal, David (1997). The Cambridge Encyclopedia of Language, 2nd edition, Cambridge : Cambridge University Press. ISBN 0-521-55967-7. 


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]