Yezh VOS
Renkadur hervez urzh ar gerioù |
---|
Yezh VO |
Yezh SVO |
Yezh VSO |
Yezh VOS |
Yezh OV |
Yezh SOV |
Yezh OSV |
Yezh OVS |
Yezh V2 |
E yezhoniezh e vez implijet an termen yezh VOS evit komz eus ur yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh verb ("V") - renadenn ("O") - rener ("S") peurliesañ. Anvet e vez ivez yezh VOA, da lâret eo verb - renadenn - graer ("A").
- Da skouer e malagasieg:
- manasa ni lamba ny vihavavy
- manasaVERB ni lambaRENADENN ny vihavavyRENER
- "Gwalc'h an dilhad ar vaouez"
- "Emañ ar vaouez o walc'hiñ an dilhad"
Yezhoù VOS eo ar yezhoù aostronezek, en o zouez ar malagasieg hag ar fidjieg hag ivez ar yezhoù mayek, en o zouez an tzotzileg, yezhoù ergativel anezhe ivez.