Yezh OV
Renkadur hervez urzh ar gerioù |
---|
Yezh VO |
Yezh SVO |
Yezh VSO |
Yezh VOS |
Yezh OV |
Yezh SOV |
Yezh OSV |
Yezh OVS |
Yezh V2 |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh OV evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh renadenn ("O") - verb ("V"), da lâret eo e teu ar renadenn dirak ar verb.
Doareoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tri doare ez eus:
- Yezhoù SOV, d.l.e. rener - renadenn - verb
- Yezhoù OSV, d.l.e. renadenn - rener - verb
- Yezhoù OVS, d.l.e. renadenn - verb - rener
Renadur ar penn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dre vras e vez diorroet a-gleiz ar yezhoù OV, da lâret eo e vez lec'hiet penn e diwezh ur rannfrazenn peurliesañ.
Adstagennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er yezhoù VO e vez implijet lerc'hennoù kalz aliesoc'h evit araogennoù.
Kengerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar yezhoù OV implijet gante kengerioù a ra peurliesañ pe atav (da skouer an turkeg) lostgerioù kentoc'h evit rakgerioù.
Istor an termen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant W. P. Lehmann e oa bet kinniget da gentañ kenstrollañ ar c'hwec'h isdoare e daou doare urzh-gerioù pennañ (yezhoù VO ha yezhoù OV) e diabarzh e framm teorikel anvet "Pennaenn Diazez al Lec'hiadur" (FPP: Fundamental Principle of Placement), oc'h arguzenniñ n'eo ket dre ret ar rener elfenn bennañ ur frazenn.