Valentia (Britannia)
Valentia a oa ur broviñs roman en Enez Vreizh, anavezet e latin evel Britannia. Krouet e voe ar broviñs en 369, gant Flavius Theodosius, etre moger Hadrian, er c'hreisteiz, ha moger Antoninus en hanternoz, ha roet dezhi anv an impalaer Valens.
Kaoz a zo etre an istorourien diwar-benn pegen bras e oa ar gorread anezhi, petra e oa ar gêr-benn. Rak n'eo ket meneget el Laterculus Veronensis, savet war-dro 312. Darn a gred e oa Kembre enni, ha Deva (Caer e kembraeg, Chester e saozneg hiriv) e oa ar gêr-benn; ha Cumbria er c'hreisteiz da Moger Hadrian, hag ar gêr-benn e Luguvalium (hiriv Caerliwelydd e kembraeg, Carlisle e saozneg); hag evit an douaroù etre moger Antoninus ha moger Hadrian e vije bet ur gêr-benn all e Habitancum (Risingham, e Northumberland).
Adal kuitaet ar vro gant ar Romaned e kouezhas aozadur ar broviñs roman.
|