CIL III, 11233, maen-bez, e kichen Petronell (Hundsheimer Krautäcker, a raok Pannonia Superior : "T STATIUS CLA VITALIS CAMULODUNI STI III AN XXIII ...
I. A., 4744 (Iter V) : COLONIA; 480-4 (Iter IX) : CAMOLODUNO
Abaoe 3000 bloaz ez eus tud o chom enni hervez an hendraourien. Camulodunum e oa hec'h anv latin ha kêrbenn gentañ proviñs roman Britannia e vije bet a-raok Londrez. Ker-benn ur foblad Vreton, anvet an dTrinovanted e oa Camulodunum.
Prestik goude an aloubadeg roman, adalek 43, e voe savet ur c'hreñvlec'h evit ul lejion roman, an hini kentan en enez Vreizh. Goude, pan eas an 20 vet lejion war-raok war-du ar c'hornôg, war-dro 49, e teuas da vout colonia, hag anvet Colonia Victricensis evel ma lenner war ur golonenn eus an IIvet kantved. Un templ a oa d'an impalaer Claudius, ha seizh templ all ouzhpenn da vihanañ. Daou c'hoariva a oa ivez, hag en hini Gosbecks e c'halled azezañ 5,000. den
ar gêr roman
Ur greizenn-stourm vrezhon e oa, war a seblant, e derou ar VIvet kantved. Meneget eo gant Nennius e-touez 28 Keoded Preden dindan anv Caer Colun ha n'eus ket bet kavet nemeur a roud eus ar Saksoned en dro dezhi.