Mont d’an endalc’had

Britannia Prima

Eus Wikipedia

Britannia Prima a oa unan eus proviñsoù Enez Vreizh adalek ar bloaz 312 . Cirencester e oa ar gêrbenn, hag enni e oa douaroù zo hiziv e Kembre hag e kreisteiz Bro-Saoz.

Krouet e voe moarvat gant ar c'hempenn graet er velestradurezh gant an impalaer Diocletianus, goude ma voe trec'het ha lazhet ar jeneral emsavet Allectus gant Constantius Chlorus e 296.

En IIIde kantved e voe krouet Britannia Superior gant ar Romaned, da zispartiañ kreisteiz an enezenn diouzh an hanternoz, ma oa niverusoc'h o soudarded.

Kant vloaz goude e voe disrannet ar rannvro e peder all : Britannia Prima (Kembre hag ar C'hornôg), Britannia Secunda, Flavia Caesariensis, ha Maxima Caesariensis.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Frere, Sheppard (1967). Brittania: A History of Roman Britain. Cambridge: Harvard University Press.
  • Mattingly, David (2006). An Imperial Possession: Britain in the Roman Province. London: Penguin.
  • Creighton, John (2006). Britannia: The Creation of a Roman Province. London and New York: Routledge.
  • Braund, David (1996). Ruling Roman Britain. London and New York: Routledge.
  • Johnson, Stephen (1947). Later Roman Britain. London and Henley: Routledge & Kegan Paul.