Mont d’an endalc’had

Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Banniel URSS
Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel
bro istorel
Deiziad krouiñ30 Kzu 1922 Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denСоюз Советских Социалистических Республик Kemmañ
Anv ofisielСоюз Советских Социалистических Республик Kemmañ
Anv er yezh a orinСоюз Советских Социалистических Республик Kemmañ
Anv berrСССР Kemmañ
Relijionsecular state Kemmañ
Perzhiad eWar of Attrition, Talbenn ar Reter, Brezel ar Meurvor Habask, Intermediate-Range Nuclear Forces Treaty Kemmañ
Anvet diwarsoviet, sokialouriezh, Republik Kemmañ
DiazezerRSKS Rusia, Republik Soviedel Ukraina, RSS Bielorusia, RSKS Treuzkaokazek Kemmañ
Yezh ofisielrusianeg Kemmañ
Kan broadelState Anthem of the Soviet Union Kemmañ
Ger-sturWorkers of the world, unite! Kemmañ
KevandirEuropa, Azia Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Kêr-bennMoskov Kemmañ
Daveennoù douaroniel65°0′0″N 90°0′0″E Kemmañ
Renad politikelrepublik soviedel, parliamentary republic, single-party system, Stad kevreadel, communist dictatorship Kemmañ
Office held by head of statePresident of the Soviet Union Kemmañ
Penn ar StadMikhail Gorbatchev Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantChairman of the Council of Ministers of the USSR Kemmañ
Penn an aotrouniezhIvan Silayev Kemmañ
Korf lezenniñSupreme Soviet of the Soviet Union Kemmañ
Devezh-gouelOctober Revolution Day Kemmañ
Ideologiezh politikelKomunouriezh, Socialism in One Country, state capitalism, Marksouriezh-leninouriezh Kemmañ
MoneizSoviet ruble Kemmañ
Foundational textTreaty on the Creation of the Union of Soviet Socialist Republics, 1924 Soviet Constitution, Declaration of the Creation of the Union of Soviet Socialist Republics Kemmañ
Diazezet warImpalaeriezh Rusia Kemmañ
Raklec'hiet gantRSKS Rusia, Republik Soviedel Ukraina, RSS Bielorusia, RSKS Treuzkaokazek, Eil Republik Polonia Kemmañ
Heuliet gantPost-Soviet states, Kenglad ar Stadoù Dizalc'h Kemmañ
Erlec'hiañ a raRussian Socialist Federative Soviet Republic, Interwar Latvia Kemmañ
Yezh implijetrusianeg Kemmañ
Studiet gantSoviet studies Kemmañ
Deiziad divodañ26 Kzu 1991 Kemmañ
Domani internet.su Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùConstitution of the Soviet Union, Biełavieža Accords, Declaration of the USSR Council of the Republics regarding the establishment of the Commonwealth of Independent States Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Banniel Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel Kemmañ
Ardamezioùemblem of the Soviet Union Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of the Soviet Union Kemmañ
Istorhistory of the Soviet Union Kemmañ
Relijion ofisielstate atheism, dizoueegezh, secular state Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of the Soviet Union Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of the Soviet Union Kemmañ
Trunk prefix8 Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://history.stackexchange.com/tags/soviet-union Kemmañ
Map

Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (ruseg : Союз Советских Социалистических Республик Soyouz Sovetskic'h Sotsialistitcheskic'h Respublik), ent-berr an Unaniezh Soviedel, anavezet ivez gant an teskanv URSS (СССР SSSR e ruseg), krouet e 1922, a oa ur riez hag a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Impalaeriezh Rusia, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.

En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe zispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour Soviedel Rusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eo Stad Rusia warlerc'hiadez an URSS.

Disoc'h pennañ an Dispac'h rusian, c'hoarvezet e 1917 pa voe skarzhet an Tsar Nikolaz II diwar e dron, e oa krouidigezh an URSS.

Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vefe renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh.

Un aozadur politikel hepken a voe aotreet adalek 1923, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS ha hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-gê ar Strollad.

Goude an Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskar an Unaniezh Soviedel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS, Mic'hail Gorbatchev, da derriñ an diskar-mañ dre bolitikerezh ar Perestroika (Перестройка, « Adsavadur », « Adframmadur ») hag ar Glasnost (Гласность, « Foranded » ar breudoù) adalek 1985. A-benn ar fin e voe diflosket an impalaerezh soviedel e 1991, ha roet he flas da Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.

War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS :

  • tachenn an armerzh, a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh Stadoù-Unanet Amerika ;
  • tachenn ar politikerezh, pa boueze an nerzhioù demokratel ha pa c'houlenne ar republikoù trobarzhel muioc'h-muiañ a emrenerezh.

Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.

Ar Republikoù soviedel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. RSS Armenia, krouet e 1936
  2. RSS Azerbaidjan, krouet e 1936
  3. RSS Bielorusia (bremañ Belarus), krouet e 1919
  4. RSS Estonia, ebarzhet e 1940
  5. RSS Jorjia, krouet e 1921
  6. RSS Kazac'hia (bremañ Kazakstan), krouet e 1920, ebarzhet e 1936
  7. RSS Kirgizia (bremañ Kirgizstan), ebarzhet e 1936
  8. RSS Latvia, ebarzhet e 1940
  9. RSS Lituania, ebarzhet e 1940
  10. RSS Moldavia (bremañ Moldova), krouet e 1944
  11. RSKS Rusia, krouet e 1917
  12. RSS Tadjikistan, ebarzhet e 1929
  13. RSS Turkmenia (bremañ Turkmenistan), ebarzhet e 1924
  14. RSS Ukrania (bremañ Ukraina), ebarzhet e 1922
  15. RSS Ouzbekistan, krouet e 1924
Republikoù aet da get

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Republikoù an Unaniezh Soviedel
Ardamezioù an Unaniezh Soviedel RSS ArmeniaRSS AzerbaidjanRSS BielorusiaRSS EstoniaRSS JorjiaRSS Kazac'hiaRSS KirgiziaRSS LatviaRSS LituaniaRSS MoldaviaRSS OuzbekistanRSKS RusiaRSS TadjikistanRSS TurkmenistanRSS Ukraina

Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)