The Boat That Rocked

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skritell Good Morning England

The Boat That Rocked zo ur film saoz gant Richard Curtis anavezet er broioù gallek evel Good Morning England. Deuet e oa er-maez d'ar 1 a viz Ebrel 2009 er Rouantelezh-Unanet, d'ar 16 a viz Ebrel en Alamagn, d'ar 6 a viz Mae e Bro-C'hall ha Belgia ha d'an 13 a viz Du e Norzhamerika, ma voe anvet Pirate Radio.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1966 ez a ur sonerezh nevez-flamm, ar rock 'n' roll, da aloubiñ holl vroioù ar bed, ar Rouantelezh-Unanet en o zouez. Koulskoude e vez skignet nebeutoc'h a bemp munutennvezh ha daou-ugent anezhañ gant BBC-Skingomz bemdez. E-maez lezennoù ar gouarnamant breizhveuriat e skign ar savlec'h radio Radio Rock e abadennoù e bourzh ur vag hag a verde e dourioù etrebroadel Mor an Hanternoz, da vaez da Vro-Saoz. Hogos ur Saoz diwar zaou a selaou ouzh e brogrammoù, lusket-mat gant reizh, dramm ha rock 'n' roll...

Ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet e oa er-maez div bladenn-arc'hant, warne c'hwec'h kanaouenn ha tregont a c'heller klevout a-hed ar film, daoust da lod 'zo bezañ kammamzeriet dre na oant ket bet embannet e...1966.

Kentañ pladenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Stay With Me Baby, kanet gant Duffy
  2. All Day And All Of The Night, kanet gant The Kinks (23 a viz Here 1964)
  3. Elenore, kanet gant The Turtles
  4. Judy In Disguise, kanet gant John Fred and his Playboy Band (miz Here 1967)
  5. Dancing In The Street, kanet gant Martha Reeves and the Vandellas (31 a viz Gouere 1964)
  6. Wouldn't It Be Nice, kanet gant the Beach Boys (18 a viz Gouere 1966)
  7. Ooo Baby Baby, kanet gant Smokey Robinson and the Miracles (5 a viz Meurzh 1965)
  8. This Guy's In Love, kanet gant Herp Albert & the Tijuana Brass (miz Ebrel 1968)
  9. Crimson And Clover, kanet gant Tommy James and the Shondells
  10. Hi Ho Silver Lining, kanet gant Jeff Beck
  11. I Can See For Miles, kanet gant The Who
  12. With A Girl Like You, kanet gant The Troggs
  13. The Letter, kanet gant The Box Tops
  14. I'm Alive, kanet gant The Hollies
  15. Yesterday Man, kanet gant Chris Andrews
  16. I've Been A Bad Bad Boy, kanet gant Paul Jones
  17. Silence Is Golden, kanet gant The Tremeloes
  18. The End Of The World, kanet gant Skeeter Davis

Eil pladenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Friday On My Mind, kanet gant The Easybeats (17 a viz Du 1966)
  2. My Generation, kanet gant The Who (5 a viz Du 1965)
  3. I Feel Free, kanet gant Cream (miz Kerzu 1966)
  4. The Wind Cries Mary, kanet gant Jimi Hendrix (5 a viz Mae 1967)
  5. A Whiter Shade Of Pale, kanet gant Procol Harum (12 a viz Mae 1967)
  6. These Arms Of Mine, kanet gant Otis Redding
  7. Cleo's Mood, kanet gant Junior Walker & the All Stars
  8. The Happening, kanet gant The Supremes (20 a viz Meurzh 1967)
  9. She'd Rather Be With Me, kanet gant The Turtles
  10. 98.6, kanet gant The Bystanders
  11. Sunny Afternoon, kanet gant The Kinks (3 a viz Mezheven 1966)
  12. Father And Son, kanet gant Cat Stevens (23 a viz Du 1970)
  13. Nights In White Satin, kanet gant The Moody Blues (10 a viz Du 1967)
  14. You Don't Have To Say You Love Me, kanet gant Dusty Springfield (28 a viz Meurzh 1966)
  15. Stay With Me (Baby), kanet gant Lorraine Ellison (miz Here 1966)
  16. Hang On Sloopy, kanet gant The McCoys (miz Gouere 1965)
  17. This Old Heart Of Mine, kanet gant The Isley Brothers (12 a viz Genver 1966)
  18. Let's Dance, kanet gant David Bowie (17 a viz Meurzh 1983)