Mont d’an endalc’had

Elenore (kanaouenn)

Eus Wikipedia
The Turtles, luc'hskeudennet e miz Meurzh 1967.

Elenore a zo ur ganaouenn saoznek, savet ton ha son gant an arzour stadunanat Howard Kaylan (1947-) evit ar strollad pop rock The Turtles a oa-eñ kaner anezhañ d'ar c'houlz.
En abeg d'ar c'henemglev a rene buhez al laz-seniñ e voe lakaet war gont e izili all ivez : John Barbata (1945-), Al Nichol (1946-), Jim Pons (1943-) ha Mark Volman (1947-).

Anaoudegezh a reas The Turtles gant ar vrud pa voe embannet e 1965 o doare eus It Ain't Me Babe, ur ganaouenn gant Bob Dylan. Embannet She'd Rather Be with Me ha, dreist-holl, Happy Together e miz Ebrel 1967 gant White Whale Records e reas berzh ar sonennoù-mañ gant The Turtles, daoust ha na oant ket bet krouet gant ar strollad e-unan[1]. Ma talc'has an ti-embann pladennoù war The Turtles evit ma vije savet kanaouennoù heñvel all gante, ar pezh ne oa ket d'o grad tamm ebet dre ma felle dezhe ober o zreuz o-unan ha liesseurtaat o rollad-kanaouennoù.
Setu ma tivizas Kaylan sevel ul luadenn diwar Happy Together oc'h ober gant ton boutin ar c'houlz ha pozioù dister-mat evit ober goap ouzh White Whale. Dont a reas e-maez Elenore e miz Gwengolo 1968 e tu A[2] ur bladennig daou ditl ha berzh a reas koulskoude (renket e voe da gentañ e Zeland-Nevez peurgetket). 2:31 he fad ez eo lod ivez eus The Turtles Present the Battle of the Bands, pevarvet albom studio The Turtles embannet e miz Du 1968.

He c'hlevout a c'heller ivez er film The Boat That Rocked (2009, Richard Curtis) d'ar mare ma teu "Elenore" (January Jones) d'ar vag da zimeziñ da "Simon Swafford" (Chris O'Dowd) : Elenore er film The Boat That Rocked.

Selaou Elenore...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Savet e oa bet gant Alan Gordon (1944-2008) ha Garry Bonner.
  2. Surfer Dan en tu B.