The Tremeloes

Eus Wikipedia
The Tremeloes e 1968.

The Tremeloes a oa ul laz sonerien saoz savet gant Brian Poole er bloavezhioù 1960. Berzh a reas o kanañ tonioù stadunanat da gentañ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe al laz e 1958 e Dagenham, e kontelezh Essex, hag anvet Brian Poole and the Tremeloes. E 1962 e voe dibabet gant ar gompagnunezh Decca, a oa o paouez nac'h The Beatles, sonenrollañ paotred Essex.

Kentañ izili al laz e oa Brian Poole (*1941), kaner ; Ricky West (*1943), gitarour ; Alan Blakely (*1942), gitarour ; Alan Howard (*1941), gitarour-boud ; Dave Munden (1943), tabouliner.

Kuit ez eas Brian Poole e 1966.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ganaouenn Suddenly You Love Me a voe brudet kenañ ha lakaet e galleg, hag e brezhoneg gant Yann Derrien. E gwirionez e teue eus ur ganaouen italianek, Uno tranquillo, sonenrollet e 1967 gant Riccardo Del Turco.