The Box Tops

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
The Box Tops

The Box Tops zo anv ur strollad sonerien stadunanat bet krouet e Memphis (Tennessee) e 1967 gant ar soner taboulin Danny Smythe a-gevret gant Alex Chilton (pennganer ha soner gitar), Bill Cunningham (soner gitar-boud, klavier ha kenganer), John Evans (soner gitar-boud, klavier ha kenganer) ha Gary Talley (pennsoner gitar ha kenganer). Da gentañ-penn e oa bet anvet ar strollad The Devilles (ha Ronnie and the Devilles ivez e-pad ur pennad amzer) e 1963 a-raok d'e izili kavout e oa eus strolladoù all gant an hevelep anv.

Mil anavezet e oa deuet ar strollad-mañ da vezañ a-drugarez d'ar ganaouenn The Letter, savet gant Wayne Carson Thompson hag aet er-maez e miz Eost 1967.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]