Alex Chilton
Alex Chilton | |
![]() | |
Alex Chilton war al leurenn e 2004
| |
Anv | William Alexander Chilton |
---|---|
Ganet | 28 a viz Kerzu 1950 Memphis, Tennessee |
Marvet | 17 a viz Meurzh 2010 New Orleans |
Doare(où) | power pop |
Benveg(où) | gitar |
Label(ioù) | Ardent Records
New Rose
Bar/None
Rhino Records |
Endro | Big Star |
kemmañ ![]() |
Alex Chilton (anv gwir William Alexander Chilton, 28 a viz Kerzu 1950 e Memphis, Tennessee – 17 a viz Meurzh 2010 e New Orleans) a oa ur c'haner, ur gitarour hag ur soner harmonika amerikan. Levezoniñ a reas meur a strollad sonerien evel R.E.M. ha The Replacements, hag a savas un ton anvet Alex Chilton e 1987, a gaver en o fladenn Pleased to Meet Me.
Pa oa krennard e sonas er strollad The Box Tops. O c'hanaouenn The Letter a dizhas renk kentañ ar Billboard Hot 100 e 1967. Alex Chilton ha Chris Bell a savas Big Star e 1971. Ne rejont koulz lavarout tamm berzh ebet, met sonet e voe o c'hanaouennoù gant meur a soner all, ha brudet e voent evel sonaozerien ha doujet gant ar vurutellerien. Goude divodañ Big Star e kendalc'has Chilton da seniñ e-unan hag e produas pladennoù sonerien all, evel The Cramps.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alex Chilton a stagas gant ar sonerezh pa oa 16 vloaz, hag ezel e voe eus ar strollad Ronnie and the Devilles. Kemmet e voe anv ar strollad hag e teuas da vezañ The Box Tops. Berzh a rejont e 1967 gant o c'hanaouenn The Letter, skrivet gant Wayne Carson Thompson. Gant ar ganaouenn-se e tizhjont renk kentañ ar Billboard Hot 100 er Stadoù-Unanet, hag e tizhjont ivez an Top 10 er Rouantelezh Unanet. Seniñ a rejont war al leurenn gant strolladoù all evel The Beach Boys. Berzh a rejont c'hoazh gant tonioù all evel Neon Rainbow, Cry Like a Baby ha Soul Deep[1],[2].
Er Box Tops e kane Chilton. Goude-se e stagas gant ar sevel kanaouennoù. Met ne voent ket degemeret gant ar produer Dan Penn. Tonioù savet gant Chilton a gaver memestra e pevare pladenn ar strollad, Dimensions he zitl. Divodet e voe ar strollad e 1970, pa'z eas Bill Cunningham kuit[3].
Big Star[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1971 ec'h adkavas Alex Chilton Chris Bell, hag a oa bet er skol gantañ. D'ar mare-se e oa ezel Bell eus Ice Water, hag a zeuas da vezañ Big Star goude degemer Chilton. Er strollad e oa ivez an tabouliner Jody Stephens hag ar soner gitar boud Andy Hummel. Enrollañ a rejont teir fladenn etre 1972 ha 1974. Daoust ma ne rejont tamm berzh ebet d'ar mare-se ez int gwelet hiziv an deiz evel pladennoù a-bouez en istor ar sonerezh rock. Bell a guitaas ar strollad goude embann #1 Record, hag an div bladenn all a voe savet gant Chilton. Third/Sister Lovers a voe enrollet e 1974, met ne blijas ket da dud an ti-embann Ardent Records hag embannet e voe e 1978, goude divodañ Big Star. Chilton a adsavas Big Star e 1993.
Chilton e-unan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Chilton az eas da chom da New York e 1977 hag e savas ar strollad Alex Chilton and the Cossacks gant Chris Stamey ha Richard Lloyd (gitarour Television). Goude-se e kendalc'has Chilton e-unan[4].
Chilton produer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant Alex Chilton e voe produet tonioù kentañ The Cramps, hag a-drugarez dezhañ e voent degemeret gant an ti-embann IRS Records[5], hag ivez o albom Songs the Lord Taught Us, embannet e 1980. E 1990 e produas ar bladenn I Know You Fine, But How You Doin gant ar strollad The Gories.
Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'ar 17 a viz Meurzh 2010 e varvas Alex Chilton en un ospital e New Orleans abalamour d'un taol-gwad[6]. Sañset e oa da seniñ er festival South by Southwest un nebeud devezhioù goude[7].
Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Big Star a zo ur strollad power pophervez a lenner e lec'hienn Allmusic.com. Levezonet o deus strolladoù breizhveuriat evel Teenage Fanclub, ha strolladoù amerikan evel The Posies. Daou ezel eus The Posies a gemeras perzh e adsevel Big Star er bloavezhioù 1990[8]. Meur a don savet gant Big Star a zo bet sonet en-dro gant arzourien evel Elliott Smith, Jeff Buckley ha Beck[6].
Ar ganaouenn Thirteen, savet gant Alex Chilton ha Chris Bell hag embannet e 1972 en o fladenn #1 Record, a voe lakaet gant skipailh ar gelaouenn amerikan Rolling Stone en e listennad Ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet savet e 2003[6]. Hag an teir fladenn vras embannet gant Big Star a gaver ivez e Listennad ar 500 pladenn wellañ bet embannet[6],[7].
E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pladennoù e-unan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Like Flies on Sherbert (1979, Peabody)
- Bach's Bottom (1981)
- High Priest (1987, Big Time)
- Clichés (1994, Ardent Records)
- A Man Called Destruction (1995, Ardent)
- Set (2000, Bar/None)
Pladennoù enrollet live[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Live in London (1982)
- Live in Anvers (2004)
Pladennoù EP[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Singer Not the Song (1977, Ork)
- Feudalist Tarts (1985, Big Time)
- Black List (1990, New Rose)
Dastumadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Document (1985, Aura)
- Stuff (1987, New Rose)
- 19 Years: A Collection of Alex Chilton (1991, Rhino Records)
Gant Big Star[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- #1 Record (Ardent/Stax, 1972)
- Radio City (Ardent/Stax, 1974)
- Third/Sister Lovers (PVC, 1978)
- Live (Rykodisc, 1992)
- Columbia: Live at Missouri University 4/25/93 (Zoo, 1993)
- Nobody Can Dance (Norton, 1999)
- Big Star Story (Rykodisc, 2003) - kendastumad
- In Space (Rykodisc, 2005)
- Keep an Eye on the Sky (Rhino, 2009)
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ "Rough Guide", Peter Buckley, The Rough Guide to Rock Rough Guides, 2003, ISBN 9781843531050
- ↑ http://www.nytimes.com/2010/03/19/arts/19chilton.html Alex Chilton, Influential Rock Singer, Dies at 59 Dave Itzkoff 19 a viz Meurzh 2010 The New York Times
- ↑ http://www.allmusic.com/artist/p3756 Steve Huey Allmusic
- ↑ http://www.trouserpress.com/entry.php?a=alex_chilton%7CIra Robbins, Dave Schulps, Scott Schinder, Trouser Press
- ↑ http://www.allmusic.com/artist/p3892, Cub Koda Allmusic
- ↑ 6,0 6,1 6,2 ha6,3 https://web.archive.org/web/20100325005636/http://www.rollingstone.com/rockdaily/index.php/2010/03/17/big-star-singer-and-cult-icon-alex-chilton-dead-at-59/, Big Star Singer and Cult Icon Alex Chilton Dead at 59, Daniel Kreps, 7 a viz Meurzh 2010, Rolling Stone
- ↑ 7,0 ha7,1 http://www.washingtonpost.com/wp-dyn/content/article/2010/03/18/AR2010031805287.html, Alex Chilton dies at 59; led influential Box Tops and Big Star bands, Terence McArdle, 19 a viz Meurzh 2010, The Washington Post
- ↑ http://www.allmusic.com/artist/p5170, Steve Huey, Allmusic