Listennad ar 500 pladenn wellañ bet embannet
Listennad ar 500 pladenn wellañ bet embannet (anv saoznek orin The 500 Greatest Albums of All Time) a oa danvez golo un niverenn ispisial eus ar gelaouenn stadunanat Rolling Stone bet embannet e miz Du 2003. Diazezet eo al listennad war mouezhiadeg 273 soner, buruteller ha tud a-bouez e bed ar sonerezh amplaet. 50 pladenn a voe kinniget gant pep hini anezho. Sonerezh rock, pop, blues, jazz, soul, funk, reggae, folk ha hip hop a gaver er roll.
Ar 100 pladenn gentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arzourien meneget ar muiañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Beatles (11, 4 anezho e-touez an 10 kentañ) - 10 pladenn diwar an 12 pladenn studio enrollet ganto, ha stumm amerikan Meet the Beatles[1]
- Bob Dylan (10, 2 anezho e-touez an 10 kentañ) – 10 pladenn diwar ar 31 bladenn studio enrollet gantañ
- The Rolling Stones (10 dont 1 dans le top 10) – 10 pladenn diwar ar 21 bladenn studio enrollet ganto
- Bruce Springsteen (8) – 8 pladenn diwar an 12 pladenn studio savet gantañ
- Eric Clapton (8) - 3 fladenn gant Cream, 1 bladenn gant Bluesbreakers, 1 bladenn gant Yardbirds, 1 bladenn Derek and the Dominos, 2 bladenn e-unan
- The Who (7) – 6 pladenn diwar o 10 pladenn studio, ur bladenn live
- Neil Young (7) – 5 pladenn diwar an 29 fladenn studio, 1 bladenn gant Buffalo Springfield, 1 bladenn gant Crosby, Stills, Nash & Young
Niver a bladennoù dre zekvloaziad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bloavezhioù 1950 hag a-raok - 29 fladenn (5,8 %)[1]
- Bloavezhioù 1960 - 126 (25,2 %) (7 pladenn e-touez an 10 kentañ hag ar 5 pladenn gentañ)[1]
- Bloavezhioù 1970 - 183 (36,6 %) (3 fladenn e-touez an 10 kentañ)[1]
- Bloavezhioù 1980 - 88 (17,6 %)[1]
- Bloavezhioù 1990 - 61 (12,2 %)[1]
- Bloavezhioù 2000 - 13 (2,6 %)[1]
Burutellañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da heul embann al listennad e voe savet al levr Kill Your Idols: A New Generation of Rock Writers Reconsiders the Classics (ISBN 1-56980-276-9, 2004) gant ar buruteller sonerezh rock Jim DeRogatis, hag eñ bet ezel eus skipailh Rolling Stone. En e levr e roas ar gaoz da vurutellerien yaouank, da sevel a-enep sell re goshoc'h war pladennoù evel Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band. El listennad e kaver pladennoù savet e SUA pe er Rouantelezh-Unanet. Enni n'eus nemet div bladenn savet e broioù nann-saoznek : Trans-Europe Express gant Kraftwerk (renk 253) ha Buena Vista Social Club (renk 260). Lavaret e vez ivez ez oe diazezet ar roll war pladennoù ar bloavezhioù 1960 ha 1970 dreist-holl. Hervez lod ez eo dister renk ar sonerezh heavy metal ennañ, war-bouez pladennoù Black Sabbath (3 fladenn), Metallica (2 bladenn) ha Rage Against the Machine (2 bladenn).
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 ha1,6 "It's Beatlemania on all-time-best rock album list ", USA Today, November 17, 2003.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar roll klok e lec'hienn Rolling Stone