Elvis Costello

Eus Wikipedia
Elvis Costello, d'ar 15 a viz Even 2005

Declan Patrick MacManus (ganet d'ar 25 a viz Eost, 1954, e Londrez), anavezet gwelloc'h dindan e anv leurenn, Elvis Costello, zo ur soner, ur c'haner hag ur skridaozer saoz a orin iwerzhonat.

Alies e vez skrivet e anv ofisiel Declan Patrick Aloysius MacManus ; koulskoude, Aloysius ne oa ket unan eus e raganvioù pa oa bet badezet.