Mont d’an endalc’had

AC/DC

Eus Wikipedia
AC/DC e 1979 e Belfast, gant Angus Young (a-gleiz) ha Bon Scott (a-zehou)

Bro orin Banniel Aostralia Aostralia
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare(où) Hard rock
Blues rock
Rock and roll
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1973
Label(ioù) Albert Records
EMI Group
Columbia Records
Epic Records
Atlantic Records
Atco Records
Elektra Records
East West Records
Lec'hienn ofisiel acdc.com

Izili Brian Johnson
Angus Young
Malcolm Young
Cliff Williams
Phil Rudd
Izili bet er strollad (Sellout-ouzh ar chabistr war-se)
Endro Geordie, The Easybeats, Fraternity, The Valentines

AC/DC a zo ur strollad sonerezh rock aostralian, savet e Sydney e-kerzh miz Kerzu 1973. A-c'houde an amzer-se en deus graet berzh ar strollad. Gwerzhet e vez pladennoù a-vil-vern gantañ (muioc'h evit 200 milion er bed a-bezh). Ur strollad hard-rock pe heavy metal a vez graet anezhañ get an darn vrasañ, ha tennañ a ra e sonerezh d'ar blues ivez.

Daou brantad amzer a zo e buhez AC/DC, hag a glota get daou ganer, an eil en doa kemeret lec'h an hani kentañ pa oa marvet hemañ diwezhañ, Bon Scott e anv, e 1980. Setu prantad 1973-1980, ha prantad 1980 betek bremañ (2013) get Brian Johnson o kanañ. Karourion ar strollad a zo evit bep prantad nemetken, hag ul lodenn arall evit an daou ivez, daoust dezhe gouiet ez eus degouezhet un troc'h e 1980, evel ma vije ur strollad all war-lerc'h.

Ganedigezh ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bro-Skos e oa bet ganet ar vreudeur Angus ha Malcolm Young. Divroiñ a rejont gant o familh da Sydney e Aostralia pa oa bugale anezhe c'hoazh. Malcom a voe an hini kentañ o tapout krog er gitar, ha da c'houde Angus da heul. Strollad kentañ Malcom a voe "The Velvet Underground" (arabat drougveskiñ gant strollad Lou Reed ha John Cale avat). O breur henañ, George Young, a oa bet e strollad brudetañ Aostralia er bloavezhioù tri-ugent, the Easybeats, ur strollad a reas berzh pa voe gwerzhet ur yoc'h pladennoù gantañ er bed a-bezh get ar sonenn Friday on my mind e 1967, ar wezh kentañ evit ur strollad aostralian.

Young hag e genezel er strollad Easybeats Vanda a yeas en-dro da Aostralia e 1973, ha setu int oc'h ober àr-dro ar sonerezh e-barzh Albert Productions, ul label pladennoù nevez savet gant Ted Albert hag a rae war-dro sonerezh the Easybeats adalek 1965 betek 1967.

Ur strollad a voe savet get Angus, Tantrum e anv, ha goude the Velvet Underground e savas Malcolm ur strollad arall, muioc'h rock'n roll anezhañ, ha kinnig a reas d'e vreur Angus da zoned a-barzh, hag engouestlet get ar label Albert nevez savet, get Vanda ha Young (o breur) oc'h ober war-dro kempennadur ar sonerezh evit o fladennoù kentañ.

Ur bochad sonerion a dremenas er strollad d'ar mare-se, estreget ar vreudeur Young a oa izili diazez ar strollad anezhe. Da skouer Colin Burgess hag e daboulinoù, meur a soner gitar boud pe taboulinoù arall a voe. E miz Gwengolo 1974 e voe ur c'hemmadur a-bouez : kaner kentañ ar strollad (Dave Evans) a voe skarzhet kuit ha lakaet Ronald "Bon" Scott en e lec'h, ur c'haner leun a vejoñs hag ur vouezh dibar dezhañ. Un tammig koshoc'h e oa Bon Scott, en doa tapet skiant-prenet pa oa o kanañ e penn strolladoù pop e-raok, er blovezhioù 1960 get The Valentines hag er bloavezhioù 70 get ar strollad rock Fraternity. Ha setu brud ar strollad o tibradiñ. Berzh a reas adalek neuze, get sikour o doareoù war al leurenn, hag o neuz ivez, dreist-holl kani Angus Young, perc'hennet gwiskamant e skol eil derez (Ashfield Boys' High e Sydney) getoñ warr al leurenn betek bremañ. Dont a reas da vezañ ur mailh war ar gitar ivez. Ur vojenn arall a voe ma vije bet ganet Angus e 1959 (kentoc'h evit 1955), da lavaret eo e vije bet 14 vle e penn kentañ ar strollad e 1973. Pozioù ar strollad a oa kalz - hag a vez c'hoazh - troet war-zu ar merc'hed hag ar seks.

An anv AC/DC a oa bet kavet get c'hoar ar vreudeur Young ("Alternating current/direct current" e saozneg), lennet ganti, sañset, war ur wriaderez. E saozneg e c'hall bezañ arlivioù arall d'ar lizherennoù-se, a c'hall ober dave d'an heñvelrevidi. Setu ar pezh a soñje an dud en ur arvestiñ o doareoù glam rock, peotramant re Angus get e wiskamant skol, pe o dilhad lufrus. Tud arall o doa treuzkomprenet ur ster arall : "Anti-Christ/Devil's Children", hag e voent sellet evel satanisted get darn. Pep hani a c'hell kavet un dra bennak. Distaget e vez "Hey si di si" da gustum met en Australia e vez klevet "Acca Dacca".

Deroù ar berzh (1974-1978)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1974 ha 1978 e rae berzh spontus AC/DC, prizet en Aostralia a-drugarez da abadennoù ingal gete er skinwel, Countdown. Setu o albumoù hag o fladennoù single é fringal uhel e listenn ar pladennoù gwerzhet du-hont. Da skouer unan ag ar re gentañ It's A Long Way To The Top (If You Wanna Rock and Roll), get biniou bras, e-ser degas Bro-Skos da soñj.

Da c'houde ez efont da Europa, e Londrez, a-benn gounit kalon tud ar c'hevandir kozh, àr-bouez troiadoù sonadegoù kement ha ma c'hallent.Tapet skiant-prenet evit pezh a sell doc'h seniñ e-barzh stadiumoù bras èl ma veze ar c'hiz nevez get ar strolladoù hard-rock pe rock d'ar mare-se. Ha troiadoù get strolladoù arall ivez, e stumm festivaloù. Helebini a veze e-touesk ar strolladoù, ha meur a wezh e c'hoarveze gwalldaolioù àr-lerc'h an abadennoù, pa veze toemmet d'o fenn get an alkol ha muioc'h.

Ne voe harz erbed d'o berzh e-pad barrad ar prantad punk, àr-dro ar bloaz 1977, peogwir e kave d'ar gazetennerion sonerezh saoz e oant punk anezhe, ar pezh ne oa ket gwir. O sonadegoù skrijus, lan a startijenn, neuz Angus Young àr ar leurenn, kan dirollet Bon Scott, setu peadra da levezoniñ betek ar bunked o-unan, diàr pozioù kaner ar Sex Pistols e-unan, Johnny Rotten. Ur bochad strolladoù zo bet savet àr roudoù AC/DC.

Pladennoù AC/DC o deus graet berzh a bep tu d'ar meurvor Atlantel (Let There Be Rock e 1977, Powerage e 1978), ha muioc'h c'hoazh get Highway to Hell e 1979.

Darvoud kriz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez Bon Scott e Fremantle

Ur gwall reuz a voe e miz C'hwevrer 1980, pa voe kavet Bon Scott marv àr azezenn a-dreñv oto e vignonez, mouget anezhoñ get e zislonkadur, goude lonkiñ re a alkol. Mantret izili ar strollad ha da neuze e felle dezhe gober un arsav. Broudet e voent get tud Bon Scott da genderc'hel get ar strollad, ha neuze kavout ur c'haner nevez, ar pezh voe graet get Brian Johnson, hag a oa o kaniñ e-barzh Geordie, ur strollad a oa bet gwelet get Bon Scott e-unan e-raok, hag hemañ diwezhañ ne oa ket chomet diforzh pa oa bet klevet mouezh Johnson getoñ.

Setu-int é kenderc'hel get skriviñ sonioù, hag an disoc'h a voe ar bladenn Back in Black, hag a voe gwerzhet muioc'h eget biskoazh en e-raok, muioc'h eget un ugent milion bennak er Stadoù-Unanet.

Ar sonenn Back in black a zo bet savet evit enoriñ Bon Scott. Ar bladenn da heul, For Those About To Rock, We Salute You (1981) a reas kement a verzh.

Prantad diaesoc'h (1983-1995)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lange, a rae war-dro kempennadur ar sonerezh, a voe skarzhet kuit e 1983, hag an album Flick of the Switch voe graet gete o-unan. Kuitaet en doa Phil Rudd (paotr an taboulinoù) ar strollad goude tabuterezh get unan arall (hag a vehe Malcom Young, sañset), hag erlec'hiet get Simon Wright. Enrollet e voe ar bladenn nevez Fly On the Wall e 1985. Ar vreudeur Young a reas àr he zro. Ne reas ket berzh evel ar re daet er-maez a-raok.

Neoazh e voe gwerzhet muioc'h a bladennoù gete get sonerezh film Stephen King Maximum Overdrive (Who made who) e 1986. A-hend arall e voe ur bladenn doare best-of d'ar mare-se hag a gavas fret. Un albom nevez all a voe e 1988, Blow Up Your Video, e 1988, get Vanda ha Young daet en-dro evit gober àr-dro ar sonerezh.

Adc'hanedigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deroù ar bloavezhioù 1990 a voe merket gant darvoudouigoù start pe startoc'h : Brian Johnson distu ur wezh bennak, ar vreudeur Young a skrivas o-unan penn, Wright ne chomas ket er strollad, erlec'hiet get Chris Slade. En neuziad nevez-se e voe ar bladenn The Razor's Edge frouezh o labourioù da neuze. Ar ganaouenn Thunderstruck enni a zo deuet da vezañ e-touez reoù vrudetañ ar strollad. Ar pladennoù Ballbreaker (1995) ha Stiff Upper Lip (2000, blaz ar blues ganti) a zeuas er-maez war-lerc'h.

Ar-lerc'h gwalldaol an 11 a viz Gwengolo 2001 e New York e voe difennet skignañ un nebeud sonennoù AC/DC (7 en holl, hag en o zouez Highway to hell, Hell's bells ha Safe in New York City). D'an 30 a viz Gouere 2003 e voe ur sonadeg veur gete, asambles get The Rolling Stonese, ar Sarsfest e Toronto (Ontario, Canada) : 500 000 a dud a zeuas evit skoazellañ stourm ar gêr-se a-enep kleñved-red SRAS. E 2003 e voe tizhet 20 milion pladenn Back in black gwerzhet er Stadoù-Unanet, ha dont a reas da vout ar c'hwec'hvet pladenn muiañ gwerzhet du-hont. 63 milion pladenn AC/DC a zo bet gwerzhet en holl er Stadoù-Unanet (sifroù 2003, da lavaret eo ar pempvet strollad evit ar pezh a sell doc'h ar gwerzh, àr-lerc'h The Beatles, Led Zep, Pink Floyd ha The Eagles). Muioc'h evit 100 milion pladenn a vehe bet gwerzhet gete er bed a-bezh.

Ur straed a voe anvet "ACDC Lane" e Melbourne, e 2004, tost d'al lec'h ma voe enrollet gete video It's a long way to the Top e 1975.

Izili diazez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Angus Young (gitar solo), 1973-
  • Malcolm Young (gitar lusk), 1973-2014
  • Bon Scott (kan), 1975-1979
  • Brian Johnson (kan), 1980-
  • Phil Rudd (taboulinoù), 1975-1983, 1994-
  • Cliff Williams (gitar boud), 1978-

Sonerion arall, er strollad e-pad ur prantad amzer hir pe hiroc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Izili pennañ ha pladennoù
Bloaz Gitar solo Gitar/kan Kan Gitar boud/kan Taboulinoù Pladennoù

1973 Angus Young Malcolm Young Dave Evans Larry Van Kriedt Colin Burgess
1974 Rob Bailey Peter Clack
1975 Bon Scott George Young Tony Currenti High Voltage
1976 Mark Evans Phil Rudd T.N.T. + Dirty Deeds Done Dirt Cheap
1977 Let There Be Rock
1978 Cliff Williams Powerage
1979 Highway To Hell
1980 Brian Johnson Back in Black
1981 For Those About to Rock
1982
1983 Flick of the Switch
1984 Simon Wright
1985 Fly on the Wall
1986 Who Made Who (hanter kendastumad)
1987
1988 Blow Up Your Video
1989
1990 Chris Slade The Razor's Edge
1991
1992 Live + Live: 2 CD Collector's Edition
1993
1994
1995 Phil Rudd Ballbreaker
1996
1997
1998
1999
2000 Stiff Upper Lip
2001
2002
2003
2004
2005
2006
2007
2008 Black Ice
2009
2010 Iron Man 2 (kendastumad)

Kala-gouiañv '73 - C'hwevrer '74

  • Colin Burgess [taboulinoù]
  • Dave Evans [kan]
  • Larry Van Kriedt [gitar boud, sakso]
  • Angus Young [gitar]
  • George Young [gitar boud, taboulinoù] (hag enrolladur)
  • Malcolm Young [gitar, gitar boud]

C'hwevrer - Ebrel '74

  • Dave Evans [kan]
  • Neil Smith [gitar boud]
  • Noel Taylor [taboulinoù]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]

Ebrel - Gwengolo '74

  • Rob Bailey [gitar boud]
  • Peter Clack [taboulinoù]
  • Dave Evans [kan]
  • Dennis Laughlin [kan] - ur wezh an amzer
  • Angus Young [gitar)]
  • Malcolm Young [gitar]

Gwengolo '74 - Genver '75

  • Rob Bailey [gitar boud]
  • Peter Clack [taboulinoù]
  • Tony Currenti [taboulinoù] - evit enrolliñ hepken
  • Bon Scott [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • George Young (gitar boud) - evit enrolliñ nemetken
  • Malcolm Young [gitar]

Genver '75

  • Phil Rudd [taboulinoù]
  • Bon Scott [kan]
  • Larry Van Kriedt [gitar boud]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]

Genver - Meurzh '75

  • Phil Rudd [taboulinoù]
  • Bon Scott [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • George Young [gitar boud, kan] - ur wezh an amzer
  • Malcolm Young [gitar boud, gitar]

Meurzh '75 - Mai '77

  • Mark Evans [gitar boud]
  • Phil Rudd [taboulinoù]
  • Bon Scott [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]

Mezheven '77 - C'hwevrer '80

  • Phil Rudd [taboulinoù]
  • Bon Scott [kan]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]

Ebrel '80- kreiz ar ble '83

  • Brian Johnson [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Phil Rudd [taboulinoù]

1983-1988

  • Brian Johnson [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Simon Wright [taboulinoù]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Malcolm Young [gitar]

1989-1994

  • Brian Johnson [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Chris Slade [taboulinoù]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Malcolm Young [gitar]

1994-betek bremañ

  • Brian Johnson [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Phil Rudd [taboulinoù]
  • 1974 - High Voltage (e Aostralia)
  • 1975 - T.N.T. (e Aostralia)
  • 1976 - High Voltage (etrebroadel)
  • 1976 - Dirty Deeds Done Dirt Cheap (e Aostralia)
  • 1976 - Dirty Deeds Done Dirt Cheap (etrebroadel)
  • 1977 - Let There be Rock
  • 1978 - Powerage
  • 1978 - If You Want Blood (pladenn live)
  • 1979 - Highway to Hell
  • 1980 - Back in Black
  • 1981 - For Those About to Rock
  • 1983 - Flick of the Switch
  • 1984 - '74 Jailbreak
  • 1985 - Fly on the Wall
  • 1986 - Who Made Who (evit film Stephen King "Maximum Overdrive")
  • 1988 - Blow Up Your Video
  • 1990 - The Razors Edge
  • 1992 - Live
  • 1995 - Ballbreaker
  • 1997 - Bonfire (evit enoriñ Bon Scott - get "live from atlantic studio" - "let there be rock (àr ar leurenn e Paris)" - "volts" ...)
  • 2000 - Stiff Upper Lip
  • 2008 - Black Ice
  • 2010 - Iron Man 2 (kendastumad, evit ar film Iron Man 2)
  • 2014 - Rock or Bust
  • 2020 - Power Up

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]