Angus Young

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Angus Young e 2001

Angus McKinnon Young, bet ganet d'an 31 a viz Meurzh 1955 e Glasc'ho (Bro-Skos), eo gitarour solo ar strollad hard rock aostralian AC/DC.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Angus Young, bidoc'hig e diegezh, en devoa kuitaet Bro-Skos asambles gant e dud evit dont d'en em staliañ en Aostralia e 1963, nepell diouzh Sydney. Gwell e voe dezhañ ar rock evit ar studioù, ha da 15 vloaz e tilezas ar skol. Krouiñ a reas e strollad kentañ, Tantrum, a-raok sevel ar strollad AC/DC asambles gant e vreur Malcolm Young. Seniñ a ra gant ur Gibson SG 1968, hag eñ gwisket, abaoe ar penn-kentañ, evel ur skoliad war al leurenn. Abaoe 1980 ez eo dimezet gant Ellen van Lochem, un Izelvroadez, ha bevañ a ra ganti en Izelvroioù.

Liammoù liesseurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]