Neil Young

Eus Wikipedia
Neil Young, 2016.

Neil Percival Young zo ur c'haner ha gitarour kanadian ganet e 1945 e Toronto. Brudet eo ar marevezh ma kanas er strollad Crosby, Stills, Nash & Young.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz C’hwevrer 1945, e oa an eil brezel-bed war-nes echuiñ. Dres d’an ampoent 'teu en-dro an isletanant Scott Young davet e vab Bob hag e wreg Edna, Rassy a vez graet deuzouti. 'Oa ket bet ouzh o c'haout abaoe tost da vloaz a-gichen ma oa aet kuit deus e diad a-vec’h c’hwec’h miz goude d’e vab kentañ bet ganet, e 1942. Da Londrez e voe kaset Scott da genskriver war ar brezel gant ar gazetenn Winnipeg Free Press. D’an oad a c’hwezek vloaz, peuzc'houde d’e dad mont deus e vamm, hag eñ bet savet ha maget ganti a-c’houdevezh, eo aet Scott da gazetenner a vicher evit ober war-dro bann ar sportoù. A-ziwar e labour end-eeun e voe piket e galon gant Edna Ragland p’en em gavas ganti, ur vaouez anezhi, troet gant ar golf hag an tennis. Kerkent hag en em gavet ganti e voe dihodet ganti penn-kil-ha-troad, ken e freuzas e zimez naet-ha-pizh. Houmañ eo trede merc’h William N. Ragland, anezhañ un den genidik eus Stadoù-Unanet ar Su aet d'ar C'hanada d’ober e zemeurañs, e kornad-bro Manitoba, abalamour d’e vicher. Hag Edna ha mont d’e heul. D’an 18 a Vezheven 1940 eo liammet hiviziken an div familh enta, ha da tad ar plac’h nevez bezañ war-ziwall deus e vab-kaer memestra. Hemañ 'sell deus an dimez-se gant drougaviz evit-gwir. D’an 12 a viz Du 1945, eo ganet Neil Percival Kenneth Ragland Young en pennospital Toronto, kresk ‘zo bet ba'n ti ur wech c’hoazh. Pelloc’h 'teu en-dro an tad d’ar gêr da-vat. Prestik goude d’e grouadur bet ganet e ro e zilez eus e garg d’ar gazetenn a-benn ren e amzer a-bezh o skrivañ romañchoù ha chom a-gevret gant e ziegezh a-benn ar fin. E dibenn ar bloaz 1948 e ra an tiegezh bihan e zemeurañs ba Omenee, hi ur gêriadenn 750 a annezidi o chom enni, ur c’hant kilometr bennaket deus kêr-benn Kanada. Er maezioù fromus-se, a-hed ur stêr, e kresk Neil dibreder.

Neil Young e-keñver ar re all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« An deiz hidi ‘faot d’an dud, tou’n dud bezañ heñvel-bev deus Neil Young » a lâre Mick Jagger. Diouzhtu-dak e vez santet deus ar gont avi deus Neil m’eo dalc’het Mick ganti. Ar sonerien n'o deus ket c’hoant tamm ebet da vont kozh (ha fall) mem' mod, sed dres pezh en doa bet lennet war ar gazetenn Rolling Stones (an hini bet embannet e 1995). Ha seul-wiroc’h e teuy da vezañ an dra-se a-benn bloavezhioù, daoust pegen displijet vefe 'vo.

A-benn fin ar bloavezhioù 1990 e teu Neil Young - hervez lod - da vezañ ar mailh pennañ war ar rock and roll ‘ta. « Hemañ eo an hini nemetañ eus an dud en oad ganeomp o kozhañ en ur zerc'hel e stumm-skrivañ ken bev-buhezek, kenkoulz hag e zoare da sevel kanaouennoù » a zisklêrie Randy Bachman, evitañ da vezañ lemmikoc’h an tamm e deod e-keñver e goñseurted. « Un orin a zen eo Neil Young, graet ‘n deus traoù estr evit dreistordinal, met kas ijinañ hag adnevezo a ra hep ehan. », hervez David Gilmour deus ar strollad Pink Floyd. Bernard Sumner zoken, deus ar strollad New Order, a zisklêr kement-mañ : « N'an gwech e-bet gant ma c’harr-tan hep ma vije ennañ ur gasetennig gant Neil Young ». Ha d’e gempridi bamiñ outañ eo d’ar remziad sonerien yaouank an hini eo aet da batrom evit-fed an doare da redek e reuz e-unan war-raok. « Plij’ a rafe din bezañ barnet diwar ma fladennoù o-unan nemetken, un tammig mem’ mod ha Neil Young » war a lâre Nick Cave. Cinnamon girl an hini a vez eilkanet gant RadioHead - ur ral e vez klevet anezhe oc'h eilkanañ ! - tra ma vez Oasis o sachañ Hey, Hey, My, My (into the black) evite o-unan gant ar spi ba o dasorc’hidigezh gant-se. A-barzh fin ar gont, petra zo da lâret diwar-benn an albom diwezhañ gant Mercury Rev pe diwar an heni gant Sparklehorse? Ha levezonet int bet gant an den a zo ba pep korn muzik amerikan a-vremañ, country etre daou veno, lo-fi hag all tout ?

En amzer-vremañ e vez arvestet ur sonadeg gant Neil Young evel ma vije anezhañ ur savadur a-gozh, da-lâret-eo : gant ar familh en e fezh. Ba miz Gouhere 2001, ba c’hoariva kozh kêr Wien, e kaver koubladoù tud ba'n tu all da zaou-ugent vloaz gante o bugale aet da grennard dija, sed an darn-vrasañ deus an dud e-kerzh e sonadeg (gant Crazy Horse d’an ampoent-mañ). Pearl Jam, Muse, Air, Bonie Prince Billy, Sigur Rós, Nirvana ha ped ha ped all, anvioù kement strollad hag a zo bet savet diwar levezon Neil Young a zo da welet war ticheurtoù ar re yaouank eno, kenkoulz ha Neil m’emañ an anv Sonic Youth da zamwel dindan e roched. Sed ar pezh ivez a lak an dud unvouezh kenetrese net-ha-pizh. War-greiz al leurenn ma zo warni ur piano-saloun hag un orglezig kozh, ne c'heller ket spurmantiñ kalz traoù estr evit totemoù indian ha gouloù-koar strewet-tout en-dro dezhe. Sed aze pezh eo ar c’hinkladur. E-kreiz 'tre an div lodennig a ra anezhañ vo Neil hag e goñsorted damaik, war-gelc’h-tout anezhe, é luskañ-diluskañ penn-kil-ha-troad, kement-se deuet da vezañ ur lid a-gehit ma oa staget ar strollad gant ar muzik tremen tregont vloaz ‘so. Pelloc’h, pa’h ay c’hoar ha gwreg ar c’haner davet ar strollad d’ar c’haniri e vo a-benn kennig gante un abadenn hag a vo pulluc’het dousik-ha-dousik ganti empenn nep a selaouo anezhi o chom par warne gant o filad son elektrik, a-verc’h torret gant un etrec’hoari a gitar folk (kanaouennoù tro-ha-tro anavezet ha chomet diembann). Diskorntroiañ a ra Neil a-dreus hag a-hed, brankodet war e gitar, evel ma vije kroget gliziennoù e-barzh ennoñ. Aet un toullad bloavezhioù hebioù dija abaoe o c’hentañ sonadeg asambles, ha bep sort traoù mat, interesant, fentus, farsus, gwallzarvoudoù hag all, a zo digouezet a-c’houde tremen tregont vloaz-hed. Evel m’emañ ar c’hiz gantañ, na petra ‘ta !, ne rann grik d’ar c’helaouennoù daoust m'en deus pladenn nevez-embannet e-bet da lakat war-wel d’an holl. Dichipot e tigas soñj deomp emañ aze evit ar muzik tra-ken. Kerkent hag echuet ar sonadeg ‘h anavezomp, a-fed o doare, an dud a oa spi gante selaou un hipi deuet deus ar mare pa oa bet levezonet an dud peusholl gant ar bladenn Harvest : stouvañ a ra ar re-se o diskouarn evit yedal an trouz tarzhus da zihan. Hep goût dezhe emaint é paoues arvestiñ ar sonadeg gant an heni nemetañ kazimant deus ar bloavezhioù 1960, gouest da zispakañ e imor dalc’hmat e-kehit m’emañ ar re all o 'hond war zisteraat e-pad ar mareoù-bloaz se. War un dro songwriter tener, guitar hero, hipi kuñv, proto-punk, muzisian blues ha tad(-kozh) ar grunge an tamm anezhañ, e veze Neil Young en tregont vloaz all e-lec’h na veze ket sell an dud, ha ‘wez-se e save ar cheñch-dicheñch da vezañ e zoare da redek e reus (dre gaer pe dre heg). Ur pennad-buhez e-giz ur romant zo bet dezhañ, dirak ar bed na oa graet peuc’h e-bet dezhañ. N’eo ket gwall greñv war an tech da vezañ ba pleg ar skouarn, ha tec’houd a ra dirak an dud gwall droet gant ar bed evel ma vije stag ar vosenn enne. Gant e reus an heni la tiskaro Neil an dud a glask abeg ingal kement hag an dud aet sot-pitilh gantañ. N’eo ked kollet nemeur e spered gant dislavarennoù 'vat, hag ouzhpenn-se eo aet da vojenn e-touesk muzisianed poblek deus Amerik An Hanternos. Ha Bob Dylan zoken, ur mestr anezhañ da gaout stok deus an dud, a ginnig e c’hourc’hemennoù dezhañ gant e albom Time Out Of Mind, heñv é kanañ : « Selaou a ran pladennoù gant Neil Young ha lâret a ra an amezeien din digresk ar son ». Bremañ e c’hellfe Neil Young loc’hañ an tamm anezhañ ba pleg e damm buhez daoust m’en doa klasket-pizh ober ar c’hontrefed ; ne oa ket war-c’hed bezañ karet gant an holl gwitibunan, met n’eo ket aet evit-se war hent ar c’henemglev. Ne vo nekon e-bet deus e gempridi evit lakat ur vuhez heñvel war-wel deomp 'vat.

2013: Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gouhere 2013 e vo o kanañ en Erer Kozh, e Karaez.

Diskoù e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Buffalo Springfield[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant strollajoù all pe e-unan-penn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Stephen Stills[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Long May You Run (1976)


E-barzh Crosby, Still, Nash & Young[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant strollajoù yaouankoc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daspugnadeg kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

EP[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Eldorado - (5 kanaouenn embannet nemet ba Japon hag Aostrali) (1989)

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Journey Through The Past (1972)
  • Human Highway (1984)
  • Greendale (2003)

DVDoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rust Never Sleeps (1979)
  • Live in Berlin (1983)
  • Year Of The Horse (1996 gant Jim Jarmush)
  • Silver And Gold (2000)
  • Road Rock v.1 (2000)
  • Greendale (live & studio) (2003)
  • Prairie Wind (studio) (2005)
  • Heart Of Gold (2006 gant Johnatan Demme)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Andy Greene (24 August 2012). Neil Young and Crazy Horse Double-Disc 'Psychedelic Pill' Due in October. RollinGstone.com. Kavet : 24 August 2012.