Mont d’an endalc’had

Public Enemy

Eus Wikipedia
Public Enemy
strollad sonerien
Deiziad krouiñ1986 Kemmañ
AnvPublic Enemy Kemmañ
Deroù ar prantad labour1986 Kemmañ
PladennrolladurPublic Enemy discography Kemmañ
Lec'h diazezLong Island (New York) Kemmañ
TachennHip hop, political hip-hop, East Coast hip-hop Kemmañ
Label sonerezhDef Jam Recordings, Columbia Records Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Prizioù resevetRock and Roll Hall of Fame Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://publicenemy.com/ Kemmañ
Logo ofisiel ar strollad Public Enemy

Public Enemy a zo ur strollad hip hop deus Long Island, e New York.

Gant ar rapourien hag a DJien Spectrum City, eo graet ar strollad, krouet oa bet gant Hank Shocklee ar pennsturier, ar strollad a voe anvet pa voe tremenet e c'hentañ ton Public Enemy #1 war an abadenn-skingomz Super Spectrum Mix Hour, kaset da-benn gant Chuck D war gwagennoù ar skingomz saoul: WBAU.

Gant Chuck D ha Flavor Flav o kanañ, Terminator X er pladennoù, a ya d'ober ar strollad peurgetket, ambrouget e vezont gant ar strollad-dans S1W , a ra van da zañsal, o hejañ o revr, setu tout pezh a reont.

Public Enemy ouzh al leurenn e 2000

Difraosterien ar rap endalc'het barzh ur framm endalc'hus int, hag abaoe ar penn-kentañ o deus kinniget ur son feuls-tre, betek garv a-wechoù, a c'hall ober poan skouarn d'ar mammoù-gozh, kenbroduet gant ar Bomb Squad, stummet gant Hank Shocklee, Keith Shocklee, Eric "Vietnam" Sadler, ha Carl Ryder (a.k.a. Chuck D), gant komzoù engouetlet-kennañ war stuzegezh ar gummuniezh du er Stadoù-Unanet. Gant-se e lakont da dremen mennozhioù Louis Farrakhan, leader an Nation of Islam.

  • Chuck D :
    • Anv gwir : Carlton Ridenhour
    • Karg er strollad : Leader ar strollad, M.C.
    • Ganedigezh : 1an a viz Eost 1960
  • Flavor Flav :
    • Anv gwir : William Jonathan Drayton, Jr.
    • Karg er strollad : M.C., degas a ra un tamm skanvder
    • Ganedigezh : 16 a viz Meurzh 1959
  • Professor Griff :
    • Anv gwir : Richard Griffin
    • Karg er strollad : Leader ar Security of the First World (S1W), M.C.
    • Ganedigezh : 1an a viz Eost 1960 (evel Chuck D)
  • Terminator X :
    • Anv gwir : Norman Rogers
    • Karg er strollad :D.J.
    • Ganedigezh : 25 a viz Eost 1956
  • Sister Souljah : rappourezh, bezans a berrbad er strollad.
  • Security of the First World (S1W) : d'an orin, ur strollad oc'h ober war-dro ar surentez e-pad nozhiadoù ar c'h/ crew Spectrum City ha meetingoù an F.O.I. (Fruit Of Islam). E-pad an abadennoù, ober a reont ar c'horegrafiezhoù (diazezet war an arzoù « mariaux » hag embreg an armoù).

Pladennografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1987 : Yo! Bum Rush the show
  • 1988 : It Takes a Nation of Millions to Hold Us Back
  • 1989 : Fight the Power...Live!
  • 1990 : Fear of a Black Planet
  • 1991 : Apocalypse 91 : The Enemy Strikes Black
  • 1992 : Greatest Misses
  • 1994 : Muse Sick in Hour Mess Age
  • 1998 : He Got Game (B.O. Film Spike Lee)
  • 1999 : There's a Poison Goin' On
  • 1999 : Bring the Noise 2000 (morse embannet blamm d'un dizemglev gant o label, Def Jam)
  • 2002 : Revolverlution
  • 2005 : Power to the People and the Beats : Public Enemy's Greatest Hits
  • 2005 : New Whirl Odor
  • 2006 : Rebirth of a Nation

Raktresoù solo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Autobiography of Mistachuck (1996)

- Pawns in the Game (1990-Skyywalker Records)
- Kao's II Wiz 7 Dome (1991-Luke Records)
- Disturb N tha Peace (1992-Effect Records)
- Blood of the Profit (1998-Blackheart)
- And the Word Became Flesh (2001-Capitol Records)

- Terminator X and the Valley of Jeep Beets (1991)
- Terminator X and the Godfathers of Threat : Superbad (1994)

- 360 Degrees of Power (1992)

Istoriouigoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Logo ar strollad a zo bet treset gant Chuck D. Diskouez a ra ur paotr yaouank du e-barzh bizer ur poliser.
  • Gouzout a ra Flavor Flav sennin gant 11 benveg dishenvel.
  • Pladenn solo Flavor Flav, It's about time, n'eo ket c'hoazh bet embannet blamm da gudennoù gant e label, Def Jam.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]