Nation of Islam

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Unan eus bannieloù Nation of Islam

Nation of Islam (Broad an Islam) a zo un aozadur politikel, relijiel ha dispartiour amerikan, a zo mammenn al lod brasañ eus an aozadurioù muzulman er gumuniezh afroamerikan. Diaes eo gouzout pet ezel a zo ennañ peogwir ne vez ket embannet sifroù gantañ. Priziañ a reer e oa etre 20 000 ha 40 000 ezel, ha war-dro 100 000 pe muioc'h a genduaded e 2007.

Savet eo bet Nation of Islam e Detroit, e hanternoz ar Stadoù-Unanet, e 1930, gant Wallace Fard Muhammad a vez gwelet gant Broad an Islam evel ar «Mesiaz» (pe Mahdi) gortozet gant ar vuzulmiz, ha Doue (Allah) enkorfet zoken. Ur meskaj etre ar vroadelouriezh afroamerikan hag ar relijion eo ar gealoniezh zispleget ganti. Awenet eo ar relijion-se gant an Islam daoust dezhi bout pell diouzh an Islam reizhkred. Sellet e vez ouzh NoI e-giz ur sektenn gant al lod brasañ eus ar vuzulmiz.

Daoust da Wallace Fard Muhammad bout krouer NoI eo Elijah Muhammad hag a roas dezhañ e heñchadur, e aozadur hag e c'halloud, etre 1934 ha 1975. Unan pennoù-bras meur an aozadur a zo bet Malcom X betek ma torras gantañ war-lerc'h ur birc'hirinded da vMekka e 1964 o flatrañ gouennelouriezh NoI a-c'houdevezh.

Mohamed Ali en ur vodadeg Elijah Muhammad

E 1975 e troas Nation of Islam d'un emsav muzulman sunnat nebeut war-lerc'h marv Elijah Muhammad. E 1978 e voe kuitaet an aozadur gant ur strollad stourmerien o nac'hañ heñchadur nevez NoI. Kemeret e voe ganto an anv Nation of Islam a oa bet dilaosket gant ar pennaozadur. Feal da gealoniezh orin, en desped da cheñchamantoù dister zo, eo renet NoI «nevez» abaoe dispartiañ 1978 gant Louis Farrakhan. Hennezh zo ur bleiner gwelet mat er gumuniezh afroamerikan e deroù ar XXI kantved. Ul levezon a ya pelloc'h eget kelc'hioù relijiel NoI o deus e gomzoù kumuniezhel o pouezañ war ar fed e vez ret d'ar re zu studiañ, diorren o statud kevredadel armerzhel ha stourm ouzh ar felliezh. Meur a rendael o deus savet e brezegennoù douetus a-enep d'ar re wenn ha d'ar yuzevion avat.

The Million man march e Washington DC, e 1995.

E 1995 ec'h aozas Nation of Islam ur vanifestadeg veur e Washington, The million march man, a oa berzet d'ar re wenn ha d'ar maouezed.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.