98.6 (kanaouenn)

Eus Wikipedia

98.6 a zo ur ganaouenn saoznek savet e 1966 gant Tony Powers (evit ar gerioù) ha George Fischoff (evit an ton).

Enrollet e oa bet gant ar c'haner stadunanat Keith da gentañ-penn hag embannet gant Mercury Records e miz Kerzu 1966, a-gevret gant The Teeny Bopper Song war ur bladennig daou ditl[1].

Damvenegiñ a ra ar ganaouenn gwrezverk reol an den (98.6)... e derezioù Fahrenheit (°F)[2].

Adkanet e oa bet gant un nebeud arzourien all : Lesley Gore, Enrique Guzmán, David McCallum ha The Bystanders. Dibab a reas ar filmaozer breizhveuriat Richard Curtis an doare kanet gant The Bystanders[3] evit sonerezh orin e film The Boat That Rocked.

Selaou 98.6...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Keith ‎– 98.6 / The Teeny Bopper Song el lec'hienn Discogs.
  2. .
  3. E miz C'hwevrer 1967.