Film komedienn

Eus Wikipedia
komedienn
rummad filmoù
Iskevrennad eusSinema, fentc'hoari Kemmañ

Ur film komedienn a vez un doare filmoù diazezet war ar fent. Pal ar filmoù-se a zo lakaat c'hoarzhin ha dudiañ an arvesterien. Alies e echu mat ar filmoù-se, nemet pa vez ur gomedienn zu lec'h ma c'hell echuiñ fall an traoù. An doare filmoù komedienn a zo an hini koshañ eus istor ar sinema. O vezañ an doare koshañ filmoù, an doare komedienn a zo awenet gant ar fentc'hoari klasel a oa er c'hoariva. Ar filmoù komedienn kentañ a oa reoù slapstick, hag a implije alies war ar gwelet, ar fent a oa unan gant kouezadennoù a-ratozh ha jestraoui diroll, evel-se ne oa ket ezhomm eus ar son evit lakaat c'hoarzhin an dud. Evit ouzhpennañ drama pe dudi er filmoù mut, e oa c'hoariet sonerezh hervez ar skeudennoù hag an obererezhioù ouzh ar skramm, gant pianoioù, orgraoù, ha binviji sonerezh all.

Pa oa erruet ar son er filmoù er bloavezhioù 1920, ar filmoù komedienn a oa deuet da vezañ brudet mat, dre ma oa tu kaout fent a-ziwar ar pezh a oa tu gwelet met ivez a-ziwar ar pezh a oa tu klevet a benn neuze.