Mont d’an endalc’had

Cat Stevens

Eus Wikipedia
Cat Stevens, luc'hskeudennet e Böblingen (Alamagn) e 1976.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Cat Stevens (Steven Demetre Georgiou diouzh e anv gwir), bet ganet d'an 21 a viz Gouere 1948 e Marylebone (ur c'harter eus Londrez), a zo ur soner hag ur c'haner-sonaozer breizhveuriat.

Goude bezañ graet berzh bras er bloavezhioù 1970 e voe gounezet d'ar feiz islamek d'an 23 a viz Kerzu 1977, hag eñ da zilezel metoù ar sonerezh e-pad hogos ugent vloaz. Diwar neuze e tibabas e vefe graet Yusuf Islam anezhañ.

Unnek albom a oa deuet er-maez dindan an anv « Cat Stevens ».

Un toullad mat eus e ganaouennoù a oa aet d'ober sonerezh orin ar film Harold and Maude (1971) gant ar filmaozer stadunanat Hal Ashby.

Adalek penn-kentañ 2006 en devoa graet e soñj da zistreiñ d'e vicher gentañ, oc'h enrollañ daou albom ouzhpenn, dindan an anv « Yusuf/Cat Stevens ».