Steyr AUG
Steyr AUG | |
---|---|
Ur fuzuilh-arsailh Steyr AUG A1 | |
Kinnig | |
Bro | Aostria |
Doare | Fuzuilh-arsailh aotomatek/damaotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 5,56 × 45 mm NATO 9 × 19 mm Parabellum .40 S&W |
Produerien | Steyr Arms Thales Australia SME Ordnance |
Mare krouidigezh | Bloavezhioù 1960 ha 1970 |
Mare produiñ | Abaoe 1978 |
Pouez ha muzulioù (stumm orin 20 meutad) | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,600 kg |
Hirder | 790 mm |
Hirder ar c'hanol | 508 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 300 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 970 m/s |
Lusk-tennañ | 680 tenn/mn |
Endalc'h | Kargerioù-fiñv 30 pe 42 gartouchenn (stumm 5,56 mm) Kargerioù-fiñv 25 pe 32 gartouchenn (stumm 9 mm) Kargerioù-fiñv Glock (stumm .40 S&W) |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Steyr AUG (diwar an alamaneg Armee-Universal-Gewehr, "fuzuilh hollvedel evit an arme") zo ur fuzuilh-arsailh produet gant an embregerezh aostrian Steyr abaoe 1978. Bodañ a rae nevezintioù teknologel lies da vare he c'hinnig e 1977[1].
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1970 e felle da arme Aostria, evel da armeoù all en AFNA, cheñch e armoù-skoaz kambret e 7,62 × 51 mm evit reoù enne kartouchennoù 5,56 x 45 mm izeloc'h o galloud. E 1977 e choazjont ur fuzuilh-arsailh nevez savet a-drugarez d'ur c'henlabour gant an embregerezh Steyr ha d'e ijinourien Horst Wesp, Karl Wagner ha Karl Möser[2]. Un arm doare bullpup e oa, da lavaret eo e oa enbarzhet ul lodenn eus e wikefre en e lamm. Dre se e c'halle bezañ berroc'h hag aesoc'h da zougen[2]. Soñjet e oa bet evit degemer dre ziouer ul lunedenn, ha savet e oa gant pezhioù plastek[3]. An dibab etre ar modoù-tennañ a veze graet a-drugarez d'an draen : pa veze pouezet en ur mod skañv warni e tenne en ur mod damaotomatek, ha ret e oa pouezañ betek penn evit tennañ e mod aotomatek[4]. He c'harger a oa treuzwelus evit gwelet aesoc'h pet tenn a chome en arm[1].
Stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz adstummoù eus ar Steyr AUG a zo bet produet. En o zouez e kaver ur stumm fuzuilh-vindrailher, dezhi un daoubez hag ur c'hanol hiroc'h (24,5 meutad)[5], savet e 1980. Stummoù nevesoc'h a ginnige divontañ al lunedenn, pe reilhoù Picatinny war ar c'hanol (stumm A3, 2005)[2][1]. Ur stumm pistolenn-vindrailher a zo anezhañ ivez. Savet eo bet e 1988, ha kambret eo e 9 mm Parabellum.
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aostralia (stumm F88 Austeyr)[6]
- Aostria (dindan an anv Sturmgewehr 77)[2]
- Iwerzhon
- Malaysia : Royal Malaysian Air Force[7]
- Zeland-Nevez
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) POOLE Eric R., American AUG: Steyr AUG A3 Review, Guns & Ammo, 16/08/2016 (lennet d'ar 24/10/2024)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) POPENKER Maxim, Steyr AUG / Stg.77, Modern Firearms (lennet d'ar 24/10/2024)
- ↑ (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 250-251
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 168-169
- ↑ (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 261
- ↑ (en) F88 Austeyr war Army.gov.au (lennet d'ar 24/10/2024)
- ↑ '(fr)' ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 291