Mont d’an endalc’had

Stanley Kubrick

Eus Wikipedia

Stanley Kubrick

Emboltred, 1949

Ganedigezh 26 a viz Gouere 1928
Bronx, Kêr New York
Broadelezh stadunanat
Marvedigezh 7 a viz Meurzh 1999 (70 vloaz)
Micher(ioù) Luc'hskeudenner
Filmaozer
Produer
Sevener
Filmoù brudet Barry Lindon
2001: A Space Odyssey
A Clockwork Orange


Stanley Kubrick (bet ganet er Bronx, Kêr New York d'ar 26 a viz Gouere 1928 – marvet e Harpenden, Bro-Saoz, d'ar 7 a viz Meurzh 1999) a oa ur sevener filmoù eus ar Stadoù-Unanet. Soñjal a ra ar c'halz eus an dud a-vicher ez eus anezhañ gwellañ filmaozer istor ar sinema.


Stanley Kubrick a zo bet ganet d'ar 26 a viz Gouere 1928 e New York er Bronx, en ur familh genidik eus kreiz Europa. Gwan a-walc'h war al labour er skol, c'hoari an echedoù a oa unan eus e zudioù betek bezañ un ivoul. Huñvreal a rae dont da vezañ soner jazz. Met d'e drizekvet deiz-ha-bloaz e voe profet dezhañ ur benveg skeudenniñ. An dudi nevez a droas da c'halvidigezh evitañ. Dont a reas da vezañ e-karg eus poltridi e skolaj. Diorren a reas e varregezhioù e-pad an oad krenn, betek ma kemeras ur poltred a roas dezhañ ul labour er gazetenn Look. War ar skeudenn e veze gwelet ur gwerzher kazetennoù o leñvañ abalamour da varv ar prezidant Roosevelt. Deuet eo ar poltred-se da vezañ brudet er bed a-bezh. Labourat a reas evit ar gazetenn-se e-pad pevar bloaz.

E oberenn er sinema

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-zu an dizalc'hidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1950 ha 1951, ez eas gant ur mignon war tachenn ar sinema (n'eo ket bet en ur skol sinema james) en ur labourat war daou film-berr : Day of the fight hag a zanevell istor ur bokser, an eil film, anvet Flying padre, un istor beleg. E 1953, e sevenas e gentañ film, Fear and desire. Ar film-mañ, savet gant arc'hant roet gant tud tost da Gubrick, a zo diwar-benn ur strollad soudarded zo e karg da vont a-dreñv talbenn an enebourien, a-benn tagañ ur strollad soudarded all. Met diwezhatoc'h, Kubrick a glaskas adtapout holl gopiennoù ar film-mañ. Hervezañ, ne oa ket mat a-walc'h ar film (sin e youl da dizhout palioù peurvat).

E 1955 e labouras war ur film nevez : Killer's Kiss, e-lec'h ma tiskouezas e zreistelezh dibar da labourat war ar poltrediñ hag ar skeudennoù. Braventez alkimiezh ar c'hoari war ar gwenn ha du a zo ral kenañ er prantad-se eus istor ar sinema. Gant ar film-mañ e kejas ouzh James Harris, ur produer dizalc'h eus reizhiad Hollywood. Asambles e kroujont ar gevredigezh Harris-Kubrick Picture.

Goude-se, e 1956, e sevenas e drede film, The Killing, istor ur strollad laeron o klask tagañ un ti-bank, kontet gant ur vouezh off. Mont en-dro ar film hag e istor a vefe digomprenus ma ne vije ket eus ar vouezh-se. E-barzh ar film-mañ e vez gwelet levezon ar flashbackoù implijet gant Orson Welles e-barzh Citizen Kane (The Killing a levezono kalz ur film all : Reservoir Dogs sevenet gant Quentin Tarantino). E-pad aozadur ar film-mañ e lakas Kubrick e pleustr e soñjoù war ar vicher sevener ha filmaozer : evitañ, ur sevener a rank bezañ er memes koulz leurenner ha teknikour.

E 1957 e sevenas ur film nevez gant Kirk Douglas, anvet Paths of Glory. Ur film diwar-benn ar c'hentañ brezel bed eo. Strollad-meur arme Bro-C'hall a ziviz aozañ un dagadenn war ur savadur-brezel alaman zo kontet diziskarus. Kas soudarded da seveniñ ar gefridi-se a dalvez o c'has d'ar marv holl-gwitibunan. E-pad an arsailh e tistro ar soudarded d'ar fozelloù peogwir eo dibosupl kemer ar savadur. Met pennoù an arme a ziviz kastizañ d'ar marv un nebeud soudarded. An abeg : dizerterezh. An dra-se a gaso d'ur prosez e-lec'h ma tiskouez Kubrick neantiz ar brezel, ha darvoudoù bet c'hoarvezet evit gwir. Er film-mañ e implijas travellingoù war-gil e-barzh ar fozelloù. Doareoù implijet ha kopiet alies diwezhatoc'h e filmoù disheñvel gant tud all. Met Kubrick a ziskouezas ivez e oa barrek da fromañ en un doare fin ha speredek (da skouer pa'n em lak ur plac'h da ganañ dirak ar soudarded). Skeudenn arme Bro-C'hall a zo fall-kenañ e-barzh ar film. Ne vo skignet e Bro-C'hall ken nemet e 1975. Ar studio an hini n'en dije ket bet c'hoant e skignañ abretoc'h ha ne vije ket bet difennet gant ar stad evel ma vez laret alies-kenañ.

E 1960, Kirk Douglas, hag a laboure war Spartacus, a c'houlennas ouzh Stanley Kubrick seveniñ ur film e-lec'h Anthony Mann hag a oa broc'het gant Douglas. Neuze e echuas ar film-mañ, met ne oa ket laosket kalz a frankiz dezhañ : kalz eus ar prantadoù eus ar film a zo bet troc'het gant ar studio, met war prantadoù ar senario, e vez gwelet sklaer roudoù Kubrick. Goude-se e guitas Hollywood evit mont da Vro-Saoz, hag embann a reas ne sevenfe ket filmoù nevez hep kaout ur vestroni ha gwirioù a bep seurt war e film (senario, ar produiñ, ar final-cut, hag all,...). Diwar kement-mañ ez eus ganet ur seurt mojenn diwar-benn e bersonelezh : hini ur sevener a blij dezhañ bezañ e-unan, a-gostez eus ar bed.

E 1962 e sevenas Lolita, diwar istor romant Vladimir Nabokov. Labourat a reas gantañ a-benn skrivañ ar senario (al levr oa deuet da vezañ ur Best Seller). Evit seveniñ ar film hep kudennoù gant ar strolladoù politikel puritan (abalamour da sujed al levr) ez eas kuit d'ar Rouantelezh-Unanet evit en ober. Un tammig amzer goude en em stalias da vat e Bro-Saoz. Ar film a zeuas da vezañ brudet-kenañ (dreist-holl abalamour da zanvez ar film) hag lakaat a reas da vat Kubrick war-wel. Er film-mañ, ar c'homedian Peter Sellers a reas unan eus e wellañ oberenn. Goude ar film-se, James Harris a yeas da labourat en e gorn e-barzh ar seveniñ.

Trilogiezh an dazont

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1963, Kubrick a broduas e filmoù e-unan. Adlabourat a reas gant Peter Sellers war ur film diarbennerezh nevez : Dr. Strangelove pe : How I Learned to Stop Worrying and Love the Bomb. Er film-mañ, Kubrick a implij unan eus e ankenioù koshañ, hag anken kalz a bolitikourien d'ar mare-se, ar vombezenn atomek. Ur jeneral eus an arme amerikan troet da sot, a ziviz bannañ ur vombezenn atomek war an URSS. Met e Rusia, an dra-se a zistegn ur sistem ardivink bombezennoù savet evit distrujañ ar bed. Evit enebiñ ouzh an arvar-se, an Amerikaned a c'houlenn sikour an Dr Strangelove. Peter Sellers eo a c'hoari ar skiantour foll-mañ. Strangelove a zo ul luadenn eus an holl skiantourien nazi deuet da labourat gant an Amerikaned goude ar brezel (da skouer : Werner Von Braun) : ne baouez ket da sevel e vrec'h en ur laret "Heil" pe "Mein Führer", hag all, hag all... Ar film-mañ en deus plijet kalz d'an dud, zoken re eus ar strolladoù mirourien.

Goude ar film-mañ, Kubrick a gemeras muioc'h-muiañ a amzer evit ober e filmoù, troet da sot gant ur c'hoant d'ober traoù peurvat penn-da-benn. E 1964, Stanley Kubrick a souezhas e endro en ur lavaret en doa c'hoant seveniñ ur film a skiant-faltazi filmet en egor. Goude bezañ bet gwelet an holl filmoù a skiant-faltazi savet betek-henn e tivizas Kubrick a labourat gant Arthur C. Clarke. 1968 a zo un deiziad a gemmoù evit istor ar sinema gant film nevez Kubrick 2001, a space Odyssey. Diaes kenañ eo diverrañ ar film. Marteze o vezañ m'eo ur film diwar-benn dazont hag istor an denelezh. War an holl savboentoù (arouezel, prederourel, arzel...) eo marteze brasañ penn-oberenn eus istor ar sinema. Un niver a demoù anfin a vez kavet er film-mañ : eus ganedigezh mab-den, ganedigezh an emskiant, dazont hor spesad, hag all, hag all... Hag ar film a-bezh filmet gant sonerezhioù klasel brudet kenañ. Evit ar film-mañ, Kubrick a resevas un Oscar evit an efedoù ispisial (labouret en deus gant ar NASA evit tresañ e batromoù). Adalek ar poent-se e c'heller laret ez eus ur mare a-raok 2001, a space Odyssey hag ur mare goude. Ar film-mañ, evit e levezon hag e bouez, a zo da lakaat war ar memes renk ha Citizen Kane gant Orson Welles : filmoù dibar ha dibarus.

Kuitez da vezañ beuzet gant raktresoù ramzel, Kubrick a zivizas kregiñ da labourat war ur film bihanoc'h : un istor tennet eus ul levr skrivet gant Anthony Burgess, a c'hoarvez en ur Rouantelezh-Unanet aotrouniek en amzer dazont, A Clockwork Orange(1971). Ar film a c'hell bezañ displeget gant ar ger-stur-mañ : "Istor un den yaouank a zo dreist-holl dedennet gant ar gwallerezh, an dreist-feulster ha Beethoven". Un diskouezadeg eus ar feulster hag ar follentez eo ar film-mañ. Met ar film a zo bet treuzkomprenet (da skouer : tud yaouank o deus bet emzalc'hioù feuls kenañ goude bezañ bet gwelet ar film). Met deuet eo da vezañ ur film brudet er bed a-bezh. Kubrick a ziskouez ur wech c'hoazh e varregezhioù da filmañ perzhioù dibar mab-den. E-pad skignerezh ar filmoù, kregiñ a reas da gontroliñ ha da ensellout skouerioù ar film ha da weladenniñ al lec'hioù skignañ. Resev a reas lizhiri feuls ha tagus a-hed an amzer, ar pezh a lakas anezhañ da rediañ ar Warner da dennañ ar film eus ar salioù sinema (an dra-se a ziskouez e wir galloud war embregerezhioù ar sinema, ur galloud dibar a-hed an istor).

Ur sell war ar rouestl denel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kubrick a grogas da labourat war unan eus e huñvreoù : ober ur film diwar-benn Napoléon Bonaparte. Met ne c'hellas ket dre ma ne blije ket d'an dud ar filmoù nevez-savet diwar-benn an impalaer. Setu ma sevenas ur film tennet eus ul levr dianavezet skrivet gant Thackeray, The Memories of Barry Lyndon. E-pad ar seveniñ, Kubrick a roas skouerioù eus e ivoul eus ar c'hoant ober ur film peurvat : filmañ a reas ouzh sklerijenn gouloù-koar hepken. Filmet eo bet e Bro-Iwerzhon, met Kubrick, ankeniet gant kudennoù ar vro gant an IRA, a guitaas ar vro. Ar film a voe resevet fall-kenañ er Stadoù-Unanet e-lec'h ma oa gwelet evel un oberenn gorrek-kenañ. Met en Europa e voe ar c'hontrol penn da benn. Plijet en doa abalamour da vraventez ar skeudennoù (hervez tud'zo, pep skeudenn eus ar film-mañ a zo evel un daolenn eus Rembrandt), da zoareoù kontañ an istor, da zoareoù filmañ ken disheñvel ha ken ispisial implijet gant ar sevener.

Ar film a heulias a genoberas kalz da skeudenn ispisial Stanley Kubrick. En ur seveniñ anezhañ e lakas kalz a dud da welet anezhañ evel un den drouk, techet d'ar fulor ha brashuñvreer . The Shining, ur film tennet eus ul levr skrivet gant Stephen King, e lec'h ma tiskouez Kubrick ur familh oc'h en em dreuzfurmiñ en ur mekanik distruj. Labouret en deus war an istor ha ar senario hep pediñ ar skrivagner da genlabourat gantañ. Ar follentez o kregiñ tamm ha tamm e barzh spered Jack (c'hoariet gant Jack Nicholson) a zo deuet da vezañ mojennel en istor ar sinema. Ar seveniñ dibar, ha gwelet a-wechoù evel peurvat, a implij c'hoarioù gant ar gouloù hag an deñvalijenn. Evel e barzh holl filmoù Kubrick, e vez gwelet merk e seveniñ en un doare splann (travelingoù, bezañs kreñv eus ar stummoù geometrek, planioù hir, hag all, hag all...). E-pad prantad seveniñ ar film, e gourdrouzas an aktorez Shelley Duval a ratozh-kaer, evit ma yafe er stad-spered a felle dezhañ e vefe. Evit pep mare eus ar film, Kubrick a felle dezhañ o adfilmañ betek kant gwech (hag a wechoù e vez adgraet met an aktourien ne ouzent ket perak, Kubrick na zisplege ket). Ar film az aio mat endro e salioù ar bed a-bezh.

Full metal Jacket, e film nevez, a zo diwar-benn brezel ar Viet-Nam. Ur film feulz kenañ eo : Kubrick a voe rediet da dennañ skeudennoù'zo evel ur c'hrogad mell-droad etre soudarded o kemer penn un enebour evel bolotenn. Met ar fazi brasañ d'ober gant ar film-mañ, eo gwelet anezhañ evel ar pezh n'emañ ket : ur film-brezel. Kubrick a labouras war unan eus ar sujedoù e-lec'h m'emañ ar barrekañ : ar varbarelezh hag ar gouezder. Un diskouezadeg eus an oberenn dizeneladur a vez kavet e-barzh pep brezel eo ar film-mañ. Filmet eo bet penn da benn e bannlev Londrez, memes ma c'hoarvez an hanter eus darvoudoù ar film e Viet-Nam. Met ar film n'eus ket bet graet un degemer mat dezhañ. Francis Ford Coppola hag Oliver Stone o doa dija garet o labour war brezel Viet-Nam, hag an dud o deus gwelet Full Metal Jacket e-giz ur film brezel heñvel ouzhpenn.

Evit e film diwezhañ, Kubrick a labouras e New York. Eyes Wide Shut, gant Nicole Kidman ha Tom Cruise, a zo ur film tennet en un doare dieub-kenañ eus un danevell skrivet gant Arthur Schintzler. Pa oa o seveniñ A clockwork orange, Kubrick a zisplegas : "Tem an istor eo an dud o deus c'hoant kaout stabilded, boazioù, urzh en o vuhez met er memes koulz o deus ur c'hoant a drioù-kaer, ur c'hoant distruj. Al levr a c'hoari da lakat tal-ouzh-tal oberoù ar gwaz gant huñvreoù e vaouez ha goulenn a ra hag-eñ ez eus ur wir diforc'h etre huñvreal un doganiñ pe en ober evit gwir ? ha n'eo ket un istor aes da gontañ met me gav din eo unan eus bravañ istorioù Schintzler [...]". Kubrick a varvas ar 7 a viz Meurzh 1999, a-raok ma vefe skignet ar film er salioù sinema, amzer dezhañ da zamechuiñ an urzhiañ eus ar film.

Huñvreoù ha personelezh Kubrick

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abred-kenañ, pa en oa kroget d'ober sinema, Kubrick a grogas da huñvreal en ur film : un oberenn diwar-benn Napoléon Bonaparte. Pa oa yaouank, hag e vuhez-pad, Kubrick a zalc'has bepred ar memes dudi : an echedoù. Evitañ er micher sevener e oa ar memes hentenn : mont war raok tammig ha tammig en ur brederiañ mat war pep taol, rak pep fazi a c'hellfe koll e oberenn. A-benn ar fin setu perak e kemere Kubrick a kalz a amzer evit e filmoù : an aon da vont war raok hep gouzout m'eo an taol a c'hoariez an hini vat. An taol ar gwellañ labouret evit e gas d'e bal. Ha Kubrick en doa un awen hag un azeulerezh evit Napoléon Bonaparte, eñ ivez a 'n em wele evel ur strategour. E-pad tregont bloaz e labouras war an raktres-se. Met ar c'hevredadoù sinema n'o deus ket heuliet e vennozh, abalamour ma ne oa ket un tem hag az ae en dro : da skouer ar film Waterloo en deus displijet d'an dud ur wech skignet er salioù sinema. Hag ouzhpenn da se, diaezamantoù teknikel a voe ouzhpennet e-pad prantad prientiñ eus ar film. Met Kubrick, betek ar fin a gendalc'has da huñvreal d'an emgann ha d'ar bartienn echedoù-se, en ur skrivañ un tamm senario bep un amzer pe en ur glask sevel patromoù eus mareoù ar film. E vravañ emgann a zo chomet e-barzh e spered.

Met an ivoul-se, ar youl peurvatañ pep taol a lakas anezhañ da zilezel ur raktres all. Hini ur film diwar-benn ar Shoa, tennet eus ul levr. Met pa grogas da labourat war Aryan Papers, deuet eo ennañ ur pouez psikologel meurbed. Aon en oa nompaz dont a-benn, evit ur sujed ken grevus ha ken kriz, da seveniñ an dra er gwellañ doare. D'ober fazioù, ha ma ne vefe ket deuet a-benn, Kubrick en defe gallet en em sentiñ kablus betek fin e vuhez. An aon da vont war raok hep ober a fazi na kuitaat an taol a en oa bet trec'h war unan eus brasañ sevenerien an XXvet kantved. A-benn ar fin, ar pezh a lakas anezhañ da zivizout chom a-sav da vat, eo raktres Schindler's List savet gant Steven Spielberg. Evit nompaz ober kevezerezh ha degas ur wall-endro da oberenn un den a oa deuet da vezañ unan eus e ziskibien. Diwezhatoc'h, Stanley Kubrick a roas da Spielberg e raktres film skiant-faltazi diwar benn ar spered artifisiel. Hervezañ e oa ur film a vefe bet savet kalz gwelloc'h gant un den evel Spielberg. Goude marv Kubrick, ar sevener amerikan a reas anezhañ : A.I.Artificial Intellingence, tennet eus oberenn Brian Badis.

Levezon Kubrick

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus perzhioù dibar ar sevenerien-meur, eo da levezonañ en ur chom disheñvelaus. Pa vez keñveriet anezhañ gant sevenerien all evel Alfred Hitchcock e vez merzet diouzhtu un dra : Kubrick n'en deus ket a reolennaoueg pe doareoù ober aes da adkemer ha kazi diposubl e teu da vezañ. An endro en deus krouet a zo yen, hollwashaer ha dengasour, a zo ken dibar ha nemedel ma ne c'hell ket bezañ treuzkaset e-barzh sell ur sevener all pe implijet gant kevredadoù sinema anez poaniañ d'ober traoù dereat.

Met war ur sav-poent teknikel, e c'hellomp gwelet e levezon hag ar madoù en eus degaset e pep lec'h e-barzh bed ar sinema. Sevenerien evel Georges Lucas, James Cameron, Brian De Palma, Francis Ford Coppola, Oliver Stone, Michael Cimino pe David Lynch o deus holl diskleriet o doa ur seurt dle gant oberenn Kubrick. Goude 2001 : A Space Odyssey, Kubrick a dennas ar skiant faltazi eus is-rann ar filmoù keñwerzhel. A-drugarez d'ar film-mañ ez eus bet penn-oberennoù a engoun faltaziek evel Blade Runner gant Ridley Scott (marteze ar film en deus ar muiañ tostaet eus an endro kubrickean). Ha Barry Lyndon en eus bet ul levezon bras-kenañ war e gentañ film : Duelists. E implijoù eus ar travellingoù war gill pe war raok, eus ar steadycam, e zoare da filmañ ken disheñvel eus ar re all, hag all, hag all... Michael Cimino da skouer a rae ar gwelañ ma c'helle evit klask labourat gant izili eus skipalhioù labour Kubrick hepken. Steven Spielberg a laras eo gant Dr.Strangelove eo e teskas penaos implij an talennoù a-dost gant ar mekanikoù filmañ.

E-keñver an teknikoù skrivañ evit ar senario, Kubrick en oa un damkaniezh personel ispisial-kenañ. Evitañ e-barzh istor ur film e oa ret kaout "unanennoù diveuzus" (pa labouras war A.I e lavaras da Vadis e oa ret evit ar fim-mañ kaout c'hwec'h) hep ober van ouzh al liammoù etrezo. Pa ouezer-se e komprener gwelloc'h frammoù filmoù evel 2001 : A Space Odyssey pe Full Metal Jacket, savet war patrom kenglotadurioù bloc'hadoù ar senario kentoc'h eget lakaet war-zu psikologiezh pe diorroadur dramael an tudennoù. Evit an tachenn-se, e vez gwelet e levezon war filmoù evel The Deer Hunter savet gant Michael Cimino, pe Apocalypse Now gant Francis Ford Coppola. E varregezh evit ar flemmgan (dreist-holl e barzh Dr. Folamour) en eus bet ul levezon bras-kenañ war sevenerien evel ar breudeur Coen gant filmoù evel Fargo pe Barton Fink.

An hent all hag a zo bet digoret gant Kubrick, e lec'h ma z'eo bet heuliet gant kalz a dud, eo war tachenn mestroniñ ar mekanik produiñ eus e filmoù. Abred-kenañ, ha dreist-holl pa labouras war Spartacus, Stanley Kubrick a gomprennas e oa ret dezhañ reoliañ e-unan e oberenn m'en doa c'hoant da gaout e frankiz arzel evit gwir. Memes ma gemere ar studioioù ar film e karg (an arc'hantañ, ar skignañ,...) e oant sevenet penn da benn er-maez eus o aotrouniezh, n'o doa ket droad o sellet, ha dizoleiñ a raent anezho er fin ur wech ma oant echu. George Lucas a heulias e skouer ur wech ma oa bet skignet ar Star Wars kentañ. Ha kalz o deus e heuliet (da skouer James Cameron pe muioc'h c'hoazh David Fincher hag a zo marteze unan eus ar nemetañ hag a c'hell en em zisklêriañ dieub ha frank) met e-touez an holl tudoù ha sevenerien-mañ, Kubrick a chom disheñvel eus ar re all, peogwir n'en deus james produet filmoù ar re all, ha n'en eus james graet war dro aferioù ar produioù diroudet pe an aferioù marketing. E labour hag e aktivelezh a-bezh oa hentet war-zu un dra hag ur pal nemetken : e grouidigezh dezhañ e unan...

Arroudennoù Kubrick

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "Tuet on kalz d'an torfedourien ha d'an arzourien ; n'eus lod anezho hag a gemerfe ar vuhez evel m'emañ. Pep istor skrijus a rank bezañ ur stourm gant an traoù evel m'emaint." (New York Time Magazine, 1958)
  • "Ne gav ket din e labour ar skrivagnerien, al livourien, ar sevenerien peogwir o deus un dra da lavaret ; met peogwir e santont un dra bennak. Karout a reont ar stumm arzel : karout a reont ar gerioù ; pe plijout a ra dezho c'hwezh al livaj ; pe mod all ar keluloid, ar poltridi pe al labour gant an aktored. Evidon, james n'eo bet hentet un arzour gant ur savboent kelennus, memes pa grede e oa." (The Observer, 1960)
  • "En un doare hollek, me gav din eo ret derc'hel ho mennozhioù e-keñver al leurennañ evit ar prantad diwezhañ toud ha implijout endro ha sujed evit diazezañ ar pezh ho peus c'hoant filmañ. (...) Ar pezh a gont ar muiañ, eo adpleustriñ ar pezh ho peus c'hoant filmañ ha gwelet mat ma'z eus un dra bennak dedennus da filmañ. Goude, ha nemet goude, eo ret prederiañ war ar "penaos". Ar "penaos" a dremen atav goude ar "petra". An danvez hag ar mennozhioù a erru e penn-kentañ toud. Goude e c'heller prederiañ war an doare da filmañ. Ar mennozhioù leurennañ na vezont james kavet e-barzh ur senario." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr Kubrick en ti-embann Calmann-Levy, 1980)
  • "Ul lodenn eus an arz arnevez a zo dizedennus, e lec'h m'he deus krouet ur sorc'henn eus ar perzhioù dibar ur skouerenn a oberennoù e lec'h ma c'heller kavout perzhioù-orin ha dibar met dizedennus penn-da-benn. (...) D'am soñj e barzh danvezioù zo, ar sonerezh dreist-holl, e c'heller, un distro d'ur stumm klasel a zo a-bouez ha rediet a-benn paouez an enklask difrouezhus eus an dibarelezh. Evel-just evit ar filmoù n'o deus ket ar memes kudennoù peogwir an emzalc'h e-keñver ar sinema a zo mirour-kenañ. Ar filmoù a c'hellfe mont kalz pelloc'h eget ar pezh e reont. Sur eo e vefe kalz plijusoc'h sellet filmoù e lec'h ma kaver un tamm follentez. D'an nebeutañ e vefent dedennusoc'h." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret e barzh el levr Kubrick en ti-embann Calmann-Levy, 1980)
  • "Klask a ran bezañ an degemerusañ a zo posupl pa lennan ul levr. E-penn kentañ e klaskan ersaviñ en un doare dibreser. Se zo ma doare nemetañ da varn, hervez an ersaviñ eeunik ha prim-mañ. (...) Ma'z eus un dra hag a zo dibakus evit kazi holl sevenerien en hor bed eo ar pezh a sant un den bennak pa wel unan eus o filmoù. Un toull bras a ziforc'h ar pezh a santit c'hwi p'emaoc'h o paouez echuiñ ur film hag ar pezh a sant un den p'emañ o paouez e welet ar wech kentañ. Eüruzamant evidon, n'am eus james dibabet un istor hag en dije enouet ac'hanon goude un tamm amzer. D'am soñj e vefe un dra spontus evidon." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr Kubrick en ti-embann Calmann-Levy, 1980)
  • "Ar skeudenn gwirion na drehont ket ha ne z' a ket e-barzh danvez an traoù. Ar pezh a zedenn ac'hanon bremañ, eo ar fed da gemer un istor faltaziek ha dihañval ha da glask mont betek penn an danvez, hag ober evel ma seblantfe gwirion ha didec'hus." (Film Comment vol. 3, n°3)
  • "Mab-den a zo en em distaget eus ar relijion, ranket en deus saludiñ marv an doueoù hag an doareoù-gourc'hemenn al lealegelzh ouzh stadoù-broad emaint o tispenn hag eus un tu all an holl talvoudoù kozh, kement sokial hag etnek, emaint o steuziañ. Mab-den an XXvet kantved a zo bet taolet en ur vag distur en ur mor dianavezet. M'en deus c'hoant nompas pennfoliñ ha derc'hel ur spered yac'hus e pad an dreuzadenn, e rank kavout un dra da oberiñ ha da brederiañ diwar e benn, un dra hag a vefe pouezusoc'h egetañ." (Playboy)
  • "Ar skrivagnerien evel ar sevenerien o deus tamm pe damm ar memes kudennadur : petra eo pouez an istor ? Daoust hag n'eo nemet un doare-ober evit sachañ evezh an dud p'emañ an arzour oc'h ober e labour soutil war tachennoù all e varregezh estaoliñ ? Da lavaret eo daoust hag eo an istor an elfenn pouezhusañ, pe n'eo nemet un doare da broduiñ plijadur ha kenderc'hel da zisachañ, gwir dedenn an arzour a vefe hentet war-zu an dioroadur spis ? Ha ne anavezan ket ar respont d'ar goulenn-mañ." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr Kubrick en ti-embann Calmann-Levy, 1980)
  • "Ar pezh a blij din er fed nompaz skrivañ an istorioù a filman - ar pezh n'on ket sur bezañ gouest d'ober - eo kaout an dreist-lañs da lenn un dra bennak evit ar wech kentañ. Bez' eo ur vuheziñ n'hon do james endro gant un istor. Ersavet e vez e giz ma gouezfer e karantez." (Rolling Stone, 1987)
  • "Ar santimant am eus pa sevenan ur film nevez a zo bepred ar memes hini. Amañ e kaver un anadenn atizus-kenañ war ur sav-poent diamzer. An traoù a seblant distreiñ d'ar prantad e lec'h ma oan 18 vloaz pa grogen ma c'hentañ film. Hag aze, an amzer a seblant diskaret." (New York Times, 1987)

Roll e filmoù hir

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]