Lolita (film, 1962)
Lolita[1] zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1962.
C'hwec'hvet film hir Kubrick eo Lolita, bet savet war-lerc'h Spartacus (1960).
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama psikologel,
- Skoazellerien-sevener : John Danischewsky, Rene Dupont ha Roy Millichip,
- Senario : Vladimir Nabokov, diwar e romant Lolita (1955),
- Kevredadoù produiñ : Anya Productions ha Transworld productions,
- Produour : James B. Harris,
- Renerien broduiñ : Raymond Anzarut ha Robert Sterne,
- Kevredad dasparzhañ : Metro-Goldwyn-Mayer,
- Rener ar skeudenniñ : Oswald Morris,
- Ijinourien ar son : H.L. Bird ha Len Shilton,
- Aozerien ar sonerezh orin : Bob Harris ha Nelson Riddle,
- Kinklour : Bill Andrews,
- Dilhataerien : Gene Coffin hag Elsa Fennell,
- Farder : George Partleton,
- Perukennerez : Betty Glasow,
- Skriptererez : Pamela Davies,
- Frammer : Anthony Harvey,
- Luc'hskeudenner leurenn : Joe Pearce,
- Prantad filmañ : adalek ar 1añ a viz Gouere betek ar 26 a viz Gwengolo 1961,
- Lec'hioù filmañ :
- Borehamwood (Hertfordshire), Bushey (Hertfordshire), Gerrard's Cross (Buckinghamshire) (Bro-Saoz),
- Albany (New York), Lake George (Stad New York), Newport (Rhode Island), Westerly (Rhode Island) (SUA).
- Deiziad dont er-maez : 12 a viz Mezheven 1962 ( Stadoù-Unanet),
- Padelezh : 152'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hag eñ kelenner war al lennegezh c'hall ec'h erru Humbert Humbert e Ramsdale, ur gêr vihan eus New Hampshire. E-sell emañ an daouugentvloaziad dibriedet da dremen an hañvezh eno kent mont da vBeardsley College (Ohio) el lec'h m'emañ o paouez bezañ anvet a-benn ar bloaz da zont. Ur gambr da feurmiñ e klask Humbert ha setu m'en em gav-eñ e ti Charlotte Haze. Daoust da strivoù hoalus houmañ n'en devoa ket c'hoant da chom aze a-raok na vije kinniget Dolores, merc'h Charlotte, dezhañ. "Lolita" a vez graet eus ar grennardez ha piket kalon Humbert ganti raktal e ra e vennozh feurmiñ ar gambr ha, diwezhatoc'h, eurediñ da Charlotte.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- James Mason : an aotrou kelenner Humbert Humbert,
- Shelley Winters : Charlotte Haze,
- Sue Lyon : Dolores "Lolita" Haze,
- Gary Cockrell : Richard T. Schiller,
- Jerry Stovin : John Farlow,
- Diana Decker : Jean Farlow,
- Lois Maxwell : ar glañvdiourez Mary Lord,
- Cec Linder : ar medisin,
- Shirley Douglas : an itron Starch,
- Marianne Stone : Vivian Darkbloom,
- Marion Mathie : an dimezell Lebone,
- Maxine Holden : an dimezell Fromkiss,
- John Harrison : Tom,
- Colin Maitland : Charlie Sedgewick,
- Bill Greene : George Swine,
- James Dyrenforth : Frederick Beale Sr.,
- C. Denier Warren : Potts,
- Roland Brand : Bill Crest,
- Suzanne Gibbs : Mona Farlow,
- Peter Sellers : Clare Quilty,
- Terence Kilburn : ur gwaz,
- Irvin Allen, Beverly Bennett, Ed Bishop, Angela Bradley, Jean Carnt, Jean Collins, Peter Cushing, Jennifer Dodd, Anne Flack, Susanne Gibbs, Jacqueline Harris, Loraine Hart, Gloria Johnson, Jenny Jones, Lilian Keeton, Eric Lane, Christopher Lee, Isabelle Lucas, Coral Morphew, Jeanette Neale, Maria Nicholas, Robert C. Overton, Sonya Petrie, Jacqueline Poole, Craig Sams, Roberta Shore ha Marti Webb.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ur film all, Lolita an anv anezhañ ivez, a voe savet e 1997 gant Adrian Lyne.