Lolita (film, 1962)

Eus Wikipedia

Lolita[1] zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1962.

Sue Lyon e filmig tañva ar film Lolita e 1962

C'hwec'hvet film hir Kubrick eo Lolita, bet savet war-lerc'h Spartacus (1960).

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hag eñ kelenner war al lennegezh c'hall ec'h erru Humbert Humbert e Ramsdale, ur gêr vihan eus New Hampshire. E-sell emañ an daouugentvloaziad dibriedet da dremen an hañvezh eno kent mont da vBeardsley College (Ohio) el lec'h m'emañ o paouez bezañ anvet a-benn ar bloaz da zont. Ur gambr da feurmiñ e klask Humbert ha setu m'en em gav-eñ e ti Charlotte Haze. Daoust da strivoù hoalus houmañ n'en devoa ket c'hoant da chom aze a-raok na vije kinniget Dolores, merc'h Charlotte, dezhañ. "Lolita" a vez graet eus ar grennardez ha piket kalon Humbert ganti raktal e ra e vennozh feurmiñ ar gambr ha, diwezhatoc'h, eurediñ da Charlotte.

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ur film all, Lolita an anv anezhañ ivez, a voe savet e 1997 gant Adrian Lyne.